Teide

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Teide gwelet eus an norzh

An Teide, pe Pik an Teide (Pico del Teide e kastilhaneg, distaget: [ˈpiko ðel ˈteiðe]) a zo ur menez-tan eus enez Tenerife en inizi Kanariez. Tapout a ra 3 718 m, da lavaret eo ez eo pennlein Rouantelezh Spagn. Ar menez uhelañ eus an holl inizi er Meurvor Atlantel eo ivez ha gant e 7 500 m adalek e ziaz e deun ar mor ez eo an trede uhelañ menez-tan a-douez an inizi volkanek war-lerc'h Mauna Kea ha Mauna Loa e Hawaii. E miz Du 1909 en doa dislonket evit ar wech diwezhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.