José Leandro Andrade
José Leandro Andrade (lesanvet La Maravilla Negra), bet ganet d'an 22 a viz Du 1901 e Salto (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Here 1957 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).
Eontr e oa d'ur melldroader uruguayat brudet all, Víctor Rodríguez Andrade a yeas ar maout gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed 1950 (bet aozet e Brazil).
Sed amañ da-heul ar c'hleuboù m'en devoa c'hoariet enne :
- 1918-1921 : Miramar Misiones Montevideo,
- 1921-1925 : Bella Vista Montevideo,
- 1925-1930 : Nacional Montevideo,
- 1930-1935 : Peñarol Montevideo, aet da gampion e 1932,
- 1935-1936 : Atlanta Buenos Aires (Arc'hantina),
- 1936-1937 : CA Lanús (Arc'hantina),
- 1937-1938 : Talleres Córdoba (Arc'hantina),
- 1938-1939 : Montevideo Wanderers.
Peder gwech ha tregont en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1930, ha merket ur pal.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1923, 1924, 1926. Tapet e voe an eil plas e 1927 hag an trivet e 1929.
Dilennet e oa bet da wellañ melldroader ar genstrivadeg e 1926.
C'hoarioù Olimpek hañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).
Kemeret en devoa perzh José Andrade en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. C'hoariet en devoa ar pevar c'hrogad eus ar genstrivadeg hag ezel e oa eus ar skipailh – Enrique Ballestrero, Ernesto Mascheroni, José Nasazzi, José Leandro Andrade, Lorenzo Fernández, Álvaro Gestido, Pablo Dorado, Héctor Scarone, Héctor Castro, José Pedro Cea, Victoriano Santos Iriarte – a c'hounezas (4-2) ar gourfenn ouzh hini Arc'hantina en Estadio Centenario (Montevideo) d'an 30 a viz Gouere 1930.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.