Janed
Neuz
(Adkaset eus Janig)
Janed zo un anv-badez brezhonek a c'hoarvez eus brezhonekadur an anv-badez gallek Jeanne.
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anaout a reer ivez ar stummoù all d'an anv:
Janed ha Yann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an anv brezhonek Yann n'eus deuet stumm ebet a vije bet implijet, hag ar stummoù Yanna, pe Yannez a seblant ijinet nevez zo.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Giovanna, en italianeg,
- Jana e slovakeg,
- Jane, e saozneg,
- Janet, e saozneg,
- Janice, e saozneg,
- Jean, e saozneg,
- Jeanne, Jeannette, ha Janine, e galleg,
- Joan, e saozneg,
- Joana e portugaleg ha latveg,
- Joanna e poloneg ha saozneg,
- Johanna en alamaneg, saozneg ha svedeg,
- Johanne e daneg,
- Juana e spagnoleg,
- Siân, Sioned, Siwan, e kembraeg,
- Sinéad, Siobhán, en iwerzhoneg.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Janed Bavaria, anv meur a briñsez.
- Janed Belleville (c. 1300 - 1359), lesanvet Tigrez Vreizh, morlaerez
- Janed Holland (1350-1384), eil pried Yann IV (dug Breizh)
- Janed ar Flamm, trede pried an dug Yann IV (dug Breizh)
- Janed Pentevr, hec'h enebourez e brezel an div Janed
- Janed Navarra (1370-1437), dugez Breizh (1386-1399), a deuas da vout rouanez Bro-Saoz (1403-1413) goude dimeziñ da Herri IV (Bro-Saoz).
- Janed Queillé, brezhonegerez eus Gwengamp, a werzhe levrioù Al Liamm en he stal botoù er bloavezhioù 1960.
- Chanig ar Gall, gwreg Charlez ar Gall, a sikoure he gwaz en amzer ma rae war-dro an abadennoù skingomz brezhonek.
- Chan Digor-Frank, lesanv roet d'ur vaouez a vuhez "fall".
- Janed Ark
- Janed Évreux, anv meur a gontez
- Janed Bourgogn, anv meur a gontez pe zugez eus Bourgognz
- Janed Bro-C'hall, anv meur a briñsez c'hall
- Janed Valois
- Janed Beaufort
- Janed Bro-Saoz, anv meur a briñsez saoz
- Janed Holland (1350-1384), dimezet da Yann IV (dug Breizh)
- Janed Kent
- Janed Naplez , anv meur a rouanez
- ar babez Janed
- Janed Aragon, anv meur a briñsez
- Janed Kastilha, anv meur a briñsez
- Janed Navarra, anv meur a briñsez eus Navarra
- Janed Spagn, anv meur a briñsez spagnol
Lennegezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er gwerzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek gwerz a gaver en anv-se e Gwerziou Breiz Izel Fañch an Uhel.
-seizh el levrenn gentañ.
- Janed ar Wern
- Janedig ar Sorserez
- Janedig ar Rouz (daou zoare)
- Janed ar Yudeg (daou zoare)
- Janedig ar Mareg
-teir en eil levrenn
- Janedig an Titro
- Janed Derrien
- Janedig Toulouz
E Soniou Breiz Izel e kaver:
- Kofision Janed