Mont d’an endalc’had

Hồ Chí Minh

Eus Wikipedia
Hồ Chí Minh
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Demokratel Viêt Nam, Indez-Sina c'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHồ Chí Minh Kemmañ
Anv ganedigezhNguyễn Sinh Cung Kemmañ
Anv-bihanMinh Kemmañ
Vietnamese middle nameSinh Kemmañ
Anv-familhHồ Kemmañ
LesanvNguyễn Ái Quốc, Hồ Chí Minh, Nguyễn Tất Thành Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Mae 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKim Liên Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gwe 1969 Kemmañ
Lec'h ar marvHa Noi Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhHo Chi Minh Mausoleum Kemmañ
TadNguyễn Sinh Sắc Kemmañ
MammHoàng Thị Loan Kemmañ
Yezh vammvietnameg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, vietnameg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargPresident of Vietnam Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter, Quoc Hoc – Hue High School for the Gifted Kemmañ
Lec'h annezHa Noi Kemmañ
Lec'h labourPariz, Ha Noi Kemmañ
Strollad politikelCommunist Party of Vietnam, Strollad Komunour Gall, SFIO, Indochinese Communist Party Kemmañ
RelijionVietnamese folk religion Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezel Vietnam, Kentañ brezel Indez-Sina Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Lenin, Gold Star Order, Grand Cross of the Order of Polonia Restituta Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Museum of Vietnamese History Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Ho Chi Minh e 1946

Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.

Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro. Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel. A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un "apparatchik" etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN - " an hini a ro sklêrijenn" nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.

Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.

Ti-kañv Hô Chi Minh

Orin ha bugaleaj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

HO a voe ganet er rannvro Nghe-An, dres e hanternoz ar seîtekvet kensturienn a droc'he ar Viêt-nam e div riez, en ur gompezenn reuzeudik, dreisttudet, gwrizias e-doug an hañv, beuzet a-hend-all dindan ar glaveier ha gwastet alies gant ar c'horventennoù. Er rannvro-se e tarzhas en 8vet kantved un emsavadeg a-enep d'an aotrouniezh sinaat hag ar rener anezhi, ur c'houer anvet MAE HAC DE a lakaas war e benn ar gurunenn a impalaer. En hevelep rannvro e krogas 700 vloaz goude ur brezel dieubiñ a-enep da Sinaiz renet gant an impalaer LE LOI. En hevelep lec'h c'hoazh e stagas ar vandarined viet-namat, e dibenn an XIXvet kantved, da irienniñ a-enep d'an drevadennerion c'hall. E-touez ar vandarined-se e oa NGUYEN SINH HUY unan eus ar re zesketañ. Digalonekaet gant c'hwitadenn ar birvilh broadel e-touez an dud desket a-enep d'ar C'hallaoued e 1888 e teuas en-dro d'e vro c'henidik, Kim Lien, e pastell-vro Nan Dan eus rannvro Nghe-An. Eno e voe ganet d'an 19 a viz Mae 1890 unan eus e vibion a voe anvet NGUYEN THAT THANH. Desavet e voe ar paotrig, hervez pezh a skrivas diwezhatoc'h ur c'hargiad gall "en un aergelc'h a c'hwervoni, gourvenn, droukrañs ha kasoni a-enep da Vro-C'hall." Dija pa oa skoliad e klaskas ar paotr yaouank atizañ e gamaladed a-enep d'ar C'hallaoued. En abeg da se e voe lakaet er-maez eus ar skol hag ez eas d'ul lise all e Vinh. Kaset kuit e voe adarre ha diwar neuze ez eas tre er c'helenndi Quoc-Hoc e Hue, ur skol-arnod e-lec'h e veze kelennet an danvezioù skol dre ar vietnameg hag ar galleg. Chom a reas pevar bloaz e kêr Hue hogen kuitaat a reas ar c'helenndi hep skrid-testeni ebet. Skolaer e voe neuze e-pad ur frapadig e Phan-Tiet, ur gêr besketaerion ha goude-se ez eas da Saigon evit klask fred war ul lestr gall. Se a c'hoarveze e 1911 hag ar paotr yaouank a save war vourzh neuze en devoa 21 bloaz hag a veze graet BA anezhañ.

E chomadenn en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ho Chi Minh, 1921

Labourat a reas eta evel darbarer war ar mordreizher Latouche-Treville a veaje etre Marseille hag Indez-Sina. Gopr a gavas war-lerc'h war listri all ha gweladenniñ a reas evel-se porzhioù amerikan evel Boston ha New York. Goude bezañ en em gavet er Reter nesañ hag en Afrika an Hanternoz e savas ur flemmskrid a-enep dT ar veliezh trevadennel dindan an talbenn : "Le procès de la colonisation française" hag ur flemmskrid all a-zivout stad ar vorianed en Amerika ; "La race noire" e-lec'h e tage kriz ar Stadoù-Unanet. Un nebeud mizioù kent ar brezel bed kentañ e reas HO e annez e Londrez,o kavout da c'hwel ar vicher a skaoter-loaioù ha goude~se keginer ha gwastellour en ti-debriñ pompadus Carlton-Hotel, dindan renerezh ar "chef" brudet Escoffier. D'ar mare-se e kendalc'he da gas da benn e stummadur politikel oc'h heuliañ gant evezh emzispleg an dispac'h en Iwerzhon, o- pleustriñ emvodoù Fabianiz hag o kejout gant Azianed all. Emezellañ a reas en un aozadur damguzh a oa anvet Lao Hong Hoi Ngai ("Labourerion tramor) hag e 1917 e treuzas mor Breizh d'en em staliañ e Bro-C'hall. Ar brezel bed a bade abaoe tri bloaz ha kalz a virvilh a oa er vro. Dispac'h Bro-Rusia a vroude ar speredoù, dreist-holl e-touez ar sokialourion c'hall hag an divroidi aziat e Paris. HO a gemeras un anv-brezel nevez : Nguyen Ai Quoc (Nguyen ar brogarour). Degemeret e voe er Strollad sokialour gall ha daremprediñ a reas Jean Longuet, unan eus ar renerion a oa mab bihan Karl Marx. Pennadoù a skrivas ivez e kelaouenn ar Strollad, ar "Vie ouvrière". Ur vicher nevez en doa kemeret e Pariz, eilaozer luc'hskeudennoù. Kavout a reer er gelaouenn "La Bretagne Communiste" bruderezh lakaet gantañ da gaout arvalion.

Mont a ra e-barzh ar Strollad Komunour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar brezel bed kentañ a oa sellet gant Europiz evel ur brezel etre-riezel hogen da bobloù an Trede bed a neuze en em ziskoueze evel "ur brezel diabarzh europat, hag ar brezel diabarzh-se a verke diskar Europa". Ho a gredas e oa gwirion Wilson, Sturier ar Stadoù-Unanet pa gomze eus gwirioù ar pobloù da zivizout o unan o zonkadur. E gwirionez ne soñje Wilson nemet er pobloù gwenn. Dipitet bras e voe neuze ar brogarour yaouank e 1919 da geñver kendalc'h ar peoc'h e Versailhez pa nac'has an holl teurel evezh ouzh e c'houlennadenn a eizh poent evit emrenerezh ar Viêt-nam. Kompren a reas neuze e ranker arveriñ an nerzh evit gounit un dra bennak. Splann e teuas kement-se da vezañ da vare 18vet kendalc'h ar strollad sokialour gall e Tours e 1920, pa voe breutaet diwar-benn an hent da zibab evit ober ar reveulzi sokialour. Ar "c'hamalad kannad indez-sinat" a gemeras perzh er vreutadeg a zisoc'has da gimiad ar sokialourion a oa a-du gant implij ar feulster : ar re-mañ a grouas neuze ar Strollad komunour gall, ezel eus an trede Etrevroadelenn. Un emsaver komunour oberiant-tre e teuas HO da vezañ d'ar mare-se. Gant arc'hant kaset eus Moskov e krouas HO un talbenn : "An unvaniezh etretrevadennel" a embannas bep miz betek 1926 ur gelaouenn a oa he zitl : "Le Paria". Evit ar wech kentañ ez eas da Voskov e 1923 ha dont a reas da vezañ un den a bouez e poellgor Su-Reter Azia er C'homintern, Evit c'hoari e roll politikel a atizer komunour e voe kaset da Ganton, e Su-Sina., e-lec'h edo o chom ar jeneral Tchang Kai-chek, kuzuliet gant ar Rusian Borodin. Ho a voe anvet jubennour ar mision soviedel hogen se ne oa nemet un digarez evit e labour gwirion : kejout gant Viet-Namiz o chom e Sina.

Ur gadoniezh nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet e voe HO d'ar mare-se gant un darvoud a c'hoarvezas neuze. Ur Viet-namad yaouank, Pham Hong Thai, a daolas ur vombezenn war gouarnour-meur Indez-Sina, Martial Merlin, pa zeuas da Ganton. An arnod drouklazh a c'hwitas hag HO a gomprenas "ne c'helle ket an dispac'h trec'hiñ dre zrouklazhañ gouarnourion hogen, kentoc'h, dre sevel un emsav politikel kreñv". E 1925 e krouas HO ha daou Viet-namad all o vevañ e Kanton "Viêt-nam thang nien cach hong dong chi hoi" ("Kevredigezh an dispac'herion viet-namat yaouank"). Kemer a reas un anv nevez : Son Plan Tcho, Hervez pezh a skrive en amzer-se e oa e gadoniezh neuze, gounit da gentañ youl-vat an holl renkadoù evit diazezañ un demokratelezh bourc'hizel ha da c'houde sevel ar gevredigezh sokialour. An aozadur a gasas Viet-namiz en dro d'ar Viêt-nam evit tuta er skolioù, er mengleuzioù, er plantadurioù hag er c'hêriadennoù. Unan eus an emsaverion gentañ el labour-se e oa mab ur mandarin galloudek e lez impalaerel Hue, neuze dindan "gwarez" ar C'hallaoued. An den-se, Pham Van Dong, a zeuas da vezan letanant feal HO ha diwezhatoc'h mavdiern kentañ Riez werinel ar Vietnam. En hevelep amzer e kendalc'he HO da stummañ Viet-namiz e Sina. Ret e voe dezhañ tec'hout pa voe torret an darempredoù etre Tchang Kai-chek hag e guzulierion rusian. Ar gomunourion sinaat a voe lazhadeget hag HO a zeuas a-benn da dizhout Moskov. Eno e kemeras perzh en ur c'hendalc'h enep-impalaerel, a-gevret gant Nehru hag ar broadelour indoneziat, Mohammed Matta.

1928 : Distro d'ar Reter Pellañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a reas e Norzh-Reter ar Siam, treuzwisket e manac'h boudaat, o prezeg an dispac'h da Viet-namiz o chom er vro-se. E anv a oa neuze Chin ha meskañ a rae e gelennadurezh politikel gant koñchennoù diwar-benn ar speredoù hag an tasmantoù azeulet gant tud ar vro evit o zizhout gwelloc'h. Darvoudoù a bouez a c'hoarveze en Indez-Sina d'ar mare-se. Gant diorren ar plantadurioù, ar mengleuzioù hag an hentoù-houarn e kreske niver ar vicherourion hag ar re-se a zifrete a-enep d'ar galloud gall. Hogen, dre ziouer a rener gwirion e tarzhas e teir lodenn al luskad komunour a oa o tiwan en o zouez, pep kostezenn o werzhañ ar re all. HO a zegemeras urzhioù digant Moskov evit herzel ouzh an dïzurzh-se hag unvaniñ an emsav komunour viet-namat. Dre ma oa re zañjerus evitañ dont endro d'ar Viêt-nam ez eas HO da chom e trevadenn saoz Hong-Kong hag e pedas holl renerion an emsav viet-namat da zont d'en em vodañ eno. E miz c'hwevrer 1930 e voe dalc'het en Hong-Kong unan eus souezhusañ emvodoù politikel bet dalc'het biskoazh e nep bro. Evit parrat ouzh ardoù an danvez spierion e kavas gwell ar gendalc'hidi en em dolpañ e sportva meur Hong-Kong e-pad ur gevezadeg vell-droad. E-kreiz youc'hadegoù an engroez e voe aozet ar strollad komunour indez-sinat. E 1930 e krogas ar gouerion en hanternoz ar vro da enebiñ ouzh ar C'hallaoued ha bez e voe taolioù-dispac'h e-touez soudarded viet-namat al lu trevadennel. Mouget e voe an emsavadeg-se en un doare kriz meurbet : bombezet e voe kêriadennoù ha dibennet renerion. A-gevret gant emsaverion all e voe bac'het PHAM VON DONG en enezenn Paulo Condore, er Su. HO a chome bepred en Hong Kong dindan an anv Tong VAN SO a voe kendaonet d'ar marv dre zesfailh hag ar C'hallaoued a c'houlennas an ezdaskoradur anezhañ digant ar Saozon. Ar re-se a bakas HO hogen ne asantjont ket d'e dreuzreiñ d'ar C'hallaoued. Neuze e steuzias HO hag e varv a voe kemennet gant ar c'helaouennoù komunour dre fazi pe dre widre. Ur c'hounlid a voe aozet e Moskov en e enor geint studierion viet-namat. Betek 1945 e nac'has ar c'herreizh gall krediñ e oa distroet HO da Indez-Sina evel ma oa bet diskuliet gant testoù. Evit paotred ar c'herreizh gall e oa marvet HO en Hong-Kong etre 1931 ha 1935. E-pad ar bloavezhioù-se e veajas HO en dro da Chang-Hai en ur zapremprediñ komunourion gozh eno. Diraez a reas Vladivostok ha treuziñ a reas penn-da-benn Siberia betek Moskov. Hogen dre ma oa deuet a-benn da dec'hout a dre krabanoù ar C'hallaoued a-drugarez d'ar Saozon e voe sellet outañ gant disfiz e Moskov hag e 1935 e kollas e sez e poellgor-kreiz an Etrevroadelenn gomunour. Pezh a welas e Moskov dindan ren Stalin a feukas anezhañ. Test e voe d'ar spurjoù bras ha da brosezoù heugus e-lec!h e voe ur "bern eus e gamaladed barnet d'ar marv pe d'an harlu. Desevet e voe c'hoazh p'en em glevas an diktatour gant "riezoù trevadennel ar C'hornog" e-lec'h stourm a-enep dezho. Evelato ne gollas ket e vuhez e-kreiz an holl spurjoù dre ma ne roe ket ar Rusianed kalz a bouez dezhañ ha goude bezañ chomet pevar bloaz en Unaniezh Soviedel e eas en-dro da Sina e 1938. Ar gomunourion hag ar vroadelourion o doa graet un emglev evit en em gannañ a-gevret a-enep d'an alouberion japanat. Anvet e voe komiser politikel en ur rujumant broadelour sinaat. Ar pep pouezusañ evitañ a oa eveljust, dieubidigezh e vro. Bez e oa gantañ e 1940, PHAM VAN DONG, e skoazeller a fizians, ha Vo Nguyen Giap, bet kelenner war an istor a-raok dont da "benngadour ar Viet-minh ha trec'hour Bien Bien Phu". Faezhidigezh ar C'hallaoued gant luoez Hitler ha gourdrouz Japaniz en Indez-Sina a roas da Ho ha d'e gamaladed an dro da gregiñ er stourm broadel e diabarzh ar vro.

Miz c'hwevrer 1941 : distro d'e vro 50 vloaz war-lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar goañv o doa e zalc'hidi aozet ur 'rannbarzh dieubet' e rannvro Cao Bang, war harzoù Sina. HO a gavas eno ur c'hev bras ma kempennas ennañ e benn-karter. Rakwelout a rae faezhidigezh ar C'hallaoued gant Japaniz ha goude-se faezhidigezh Japaniz gant ar gevredidi (Stadoù-Unanet, Unaniezh Soviedel h.a,). War zaou ziviz e c'belle ar gomunourion leuniañ goulloder politikel ar vro : kaout ur skoazell ledan-tre a-berzh ar boblañs ha sikour ur vro estren. Ar vroadelourion sinaat a oa an nerzh skorañ tostañ. En abeg da se e kavas da HO ne c'helle ket an emsav bezañ komunour a c'houez d'an holl. Krouet e voe un talbenn ennañ kouerion, micherourion ha zoken "perc'henned brogar". An talbenn-se a voe anvet "Vietna Doc Lap Dong Minh", strishaet e Viet-Minh. Divizet e voe ober eus deiziad ganedigezh HO - 19 a viz Mae, HO en devoa 50 vloaz -deiziad kefridiel diazezadur an talbenn. E miz Gouere 1942 e teuas endro da Sina evit goulenn skoazell Tchang Kai-chek a-enep da Japaniz. Treuziñ a reas harzoù Sina oc'h en em dremen evel kelaouenner hogen harzet e voe gant ur penn-brezel lec'hel a gemere anezhañ evit ur c'homunour pe ur spier gall. Tremen a reas ur bloavezh karc'har, o vont eus un toull-bac'h d'egile, chadennet e zivc'har. E-pad an amzer-se e skrive barzhonegoù diouzh giz mandarined kozh an Annam, evel "Ar c'horf a zo bac'het hogen ar spered a zo dieub". Divac'het e voe a-benn ar fin ha pa gejas gant Tchang Kai-chek ez asantas hemañ da reiñ d'ar Viet-Minh 100.000 dollar bep miz evit paeañ mizoù-brezel stourm Vietnamiz a-enep da Japaniz. Bez e oa tabutoù e diabarzh an emsav vietnamat. Tud 'zo evel VO NGUYEN GIAP a oa ali e 1944 e ranked kas diouzhtu war-raok un emsavadeg hollek renet gant ar gomunourion hogen HO a sonje ne oa ket deuet c'hoazh ar poent. Goulenn a reas digant GIAP strivañ muioc'h da stummañ frammoù politikel, tuta, gourdonan ha kenteliañ emsaverion armet. Kregiñ a reas Giap ivez da grouiñ kreizennoù e pastelloù-bro digevannez evit ar gouvrezel da zont. Chomet e oa ar mererezh gall e-pad an dalc'hidigezh japanat, evel ur mererezh a vargodennoù" hag e miz Meurzh 1945 e tivizas ar C'hallaoued en Hanoi kas soudarded da ziskar kreizennoù GIAP. Hogen ar bagadoù soudarded-se a voe harzet gant Japaniz a saveteas ar Viet-ninh evel-se, hep fellout dezho. En amzer-se îvez e voe darempredoù etre ar Viet-Minh hag an Amerikaned dre ma oa Japaniz an enebour boutin. E 1945 ez embannas ar Viet-minh ur steuñv politikel didaer meurbet, o c'houlenn dilennadegoù evit ur parlamant indez-sinat, un doare emrenerezh dindan ar gouarnour gall ha prientidigezh ar frankiz klok dre bazennoù gorrek. Kaset e voe ar steuñv-se da Baris da c'houarnamant De Gaulle, ennañ komunourion. Digalonekaus e voe respont Paris evit ar vroadelourlon vietnamiat. Kinnig a rae ar C'hallaoued ur c'hevread eus pemp stad indez-sinat : Kambodja, Laos, ha teir lodenn eus ar Viêt-nam, Tonkin, Annam ha Cochin-sina. N'o doa ket disoñjet lavar-stur kozh ar Romaned i "Rarinan evit ren", a soñjas meur a hini. Ne asantas ket Vietnamiz d'ar raktres-se hag e miz Eost 1945 e krouas ar Viet minh ur poellgor-dieubiñ a c'halvas ar boblañs d'en em sevel a-enep d'ar C'hallaoued goude faezhidigezh Japaniz. D'an 2 a viz Gwengolo 1945 e voe embannet Republik Demokratel Viêt Nam. Dalc'hidi ar Viet-minh a aozas displegadegoù bras e Hanoi, a droas da ensavadegoù a-enep d'ar C'hallaoued o chom e kêr. E Hue, Bao Dai, an impalaer mignon d'ar C'hallaoued a roas e zilez. Er su, e Saigon, e voe kemeret ar galloud gant Tran Van Giau. Anavezet eo an darvoudoù a zo o'hoarvezet abaoe evel "dispac'h miz Eost". Ret eo lavarout evelato ne gemeras ket perzh er birvilh-se ar pep brasañ eus Viet-namiz. Ur skrivagner viet-namat a skrive d'ar mare-se e veze sellet ouzh HO gant ar vroadelouricn evel ouzh ur c'horonal sinaat. HO avat a zeuas tre e kêr Hanoi e dibenn miz Eost ha d'an eil a viz Gwengolo e tisklerias frankiz ar Viêt-nam. E brezegenn a grogas gant ur frazenn eus Diskleriadur Frankiz Amerika en 18vet kantved : "An holl dud a zo ganet gant gwirioù ingal..." E gwirionez e oa ar Viêt-nam pell diouzh bezañ dieub. Bez e oa soudarded sinaat en hanternoz, soudarded saoz e Saigon, hag ul lu gall renet gant ar jeneral Leclerc o tont eus Bro-C'hall. E-touez ar vroadelouricn e oa darn a-du gant ar frankiz klok diouzhtu ha re all a felle dezho skoulmañ un emglev gant ar vroadelourion sinaat. Forzh penaos e oa ret en em glevout gant ar C'hallaoued. Diaes kenañ e oa, dre ma oa o c'hannad e Hanoï, Jean Sainteny, a-du evit en em glevout gant ar Viet-Minh met o c'homiser-meur e Saîgon a-enep groñs dre ma kave dezhañ e oa tu da adsevel ar galloud trevadennel en Indez-Sina. E miz Meurzh 1946 e sinas HO ur feur-emglev a aotree al lu gall da chom er vro e-pad pemp bloaz en eskemm eus anaoudegezh an emrenerezh gant Bro-C'hall. D'an 31 a viz Mae ez eas HO da Vro-C'hall evit sînañ ar feur diwezhañ. Pezh a zegoueshas da heul a voe reuzius. E Bro-C'hall ne oa d'an ampoent gouarnamant ebet. D'ar c'hentañ a viz Mezheven 1946, an deiz war-lerc'h disparti HO diouzh Paris e voe torret an emglev gant Thierry d'Argenlieu e Saigon : diskleriañ a reas Republik dieub Kochin-Sina er Su. Dizoloet en doa HO ivez e oa deuet e gamaladed kozh eus ar Strollad komunour gall da vezan ken trevadennelour ha ken impalaerelour hag ar bolitikerion c'hall eus an tu dehoù, hervezañ. Maurice Thorez, sekretour-meur ar Strollad komunour gall, a zisklerias "ne felle ket dezhañ bezañ kiriek da ziskar ar 'vezañs c'hall en Indez-Sina,.." Tamm ha tamm e voe dilezet an emglev. E Hanoi e oa muioc'h mui a stokoù etre soudarded ar Vietminh hag ar soudarded c'hall. D'an 23 a viz Du 1946 e voe bombezet porzh Haïphong gant ar C'hallaoued, o lazhañ 6.000 den, a-hervez evit parrat ouzh un irienn. Un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h e voe gwallaozet tredanvaoù gall ha soudarded ar Viet-minh a dagas ar gwarnizonoù gall. E dibenn 194ô e oa deuet ar brezel da vezañ didec'hus hag HO a zisklerias neuze d'ur Gall : "C'hwi a c'hell lazhañ dek deomp evit unan deoc'h hogen daoust da se e talc'himp ha trec'h e vimp en diwezh." E miz Meurzh 1947 e sinas Maurice Thorez ar c'hemmennadur stadel evit ober brezel d'ar Viet-Minh. En hevelep koulz e c'hourdrouze De Gaulle e vefe lakaet da dremen dirak uhel-lezvarn ar Stad neb a vefe kiriek da goll un tamm eus an diriegezh dalc'het gant Bro-C'hall. Fazioù diniver a-berzh ar C'hallaoued a atizas ar vroadelouriezh vietnamat.

Ar brezel gwadus a badas seizh vloaz. Goude o zrec'h war luoez Tchang Kai-chek e c'hellas ar gomunourion sinaat skoazellañ Vietnamiz tra ma oa sikouret ar C'hallaoued gant an Amerikaned. Dre vras, koulskoude e voe gounezet an trec'h en diwezh gant ar Viet-Minh e unan.

1954 : Sinadur ar peoc'h. Deroù Dizalc'hiezh Viet-Nam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 7 a viz Mae e voe trec'het da vat kamp Điện Biên Phủ. An deiz war-lerc'h e voe dalc'het emvodoù evit ar peoc'h e Genev. Ar Rusianed, na felle ket dezho kaout trubuilhoù hag a c'hoantae e c'hwitfe arnod ar C.E.D. ("Kumuniezh difenn Europa"), a asantas da rannadur ar Vietnam. Hô Chi Minh a gemeras neuze penn Republik Gwerinel Viêt Nam (Hanternoz Viêt Nam) hag en em roas d'ar stourm adunanin e-tal Ngô Dinh Diêm a ren Republik Kreisteiz Viet Nam gant sikour an Amerikaned.

Ret e voe da HO ivez asantiñ gant ar bromesa e vefe dalc'het dilennadegoù e 1956 evit adunaniñ ar vro. E 1956 avat ne reas netra ar Rusianed hag e 1957 e kinnigjont degemer an daou Viêt-nam er Broadoù Unanet, pezh a dalveze darbenn da vat rannadur ar vro, HO a seblantas plegañ ha strivañ a reas gant e c'houarnamant da greñvaat ha da ziorren an hanternoz. Diaesterioù en devoe gant ar gefredourion frankizour a voe spurjet a-benn ar fin hag ivez evit kas da benn adaoz ar gladoù. E bolitikerezh gounezerezhel a voe tost da zevoudañ un emsavadeg e-touez ar gouerion a-enep d'ar renadur komunour. A-c'houdevezh e krogas da harpan ar Viet Cong a-zevri, da lavarout eo a-enep republik ar c'hreisteiz. Klask a reas mirout ar c'hempouez être Moskov ha Peking. Pa grogas an Amerikaned da vombezañ an hanternoz e c'houlennas sikour digant ar Rusianed ha Sinaiz war un dro en ur glask chom dishual diouzh an eil re koulz ha diouzh ar re all. Pismiget e voe emzalc'h Mao-Tse-Toung gant ar gomunourion vietnamat dre ma n!en devoa mui rener-meur Sina "darempred ebet ken gant ar bobl." Seurt tamall ne c'helled ket ober da HO. Tud a lavar e respontas un deiz d'un den a c'houlenne outañ perak ne embanne ket e oberennoù evel levier Sina : "Ar Sturier Mao, emezañ, en deus pleustret war danvezioù ken niverus ma ne chom mui netra din da lavarout..." Er bloavezhioù diwezhan ne gemere mui perzh e melestradur an aferioù pemdeziek ; un tredeog e oa kentoc'h etre kostezennoù ar politburo. Bezet pe vezet, betek ar penn ez eo chomet ur monumant bev eus ar vrogarouriezh vietnamat. Deiz-ha bloaz e varv a vez lidet dan eil a viz Du.

E anv en deus servijet da envel kêrbenn ar c'hreisteiz, Saigon, goude trec'h ar gomunourion war an amerikaned e 1975.

Bilhetennoù-bank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbrouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Trường Chinh, Hồ Chí Minh, Editori Riuniti, lakaet en italianeg gant Ida Bassignano, 96 pajenn, Roma, 1969.
  • Yann Morvan, Buhez ur brogarour dreistordinal, Imbourc'h 1970 p. 44-50.