Sukarno
Sukarno (6 a viz Mezheven1901 – 21 a viz Mezheven 1970)[1] e oa kentañ Prezidant Indonezia, eus 1945 da 1967. Kavout a reer e anv skrivet Soekarno ivez, hervez doare-skrivañ kozh an indonezeg.
Ur plas bras en doa Sukarno el luskad evit dizalc'hiezh Indonezia. Unan eus renerien an emsav broadel e oa, en amzer ma oa renet Indonezia gant an Izelvroioù. E-pad e studioù e savas, asambles gant studierien all, ar Partai Nasional Indonesia, e 1927. Meur a vloaz a dremenas en toull-bac'h abalamour d'e oberiantiz politikel ha dieubet e voe gant Japaniz pa voe aloubet broioù gevred Azia ganto e-pad an Eil Brezel-bed.
E dibenn ar brezel, e miz Eost 1945, e voe embannet dizalc’hiezh ar vro gant broadelourien Indonezia, renet gant Sukarno. Klask a reas an Izelvroioù adtapout o beli war ar vro hag e-pad pevar bloaz e voe bec’h etre broadelourien Indonezia hag ar gouarnamant izelvroat, gant emgannoù ha kendivizoù tro-ha-tro. A-benn ar fin e voe anavezet dizalc’hiezh Indonezia gant an Izelvroioù e miz Kerzu 1949.
Dont a reas Sukarno da vezañ Prezidant Indonezia d’an 18 a viz Eost 1945 ha chom a reas e penn ar vro betek ma roas e zilez d’an 12 a viz Meurzh 1967. E-unan e renas ar vro, ha disfiziout a-bep-eil diouzh ar gomunourien, diouzh an arme ha diouzh an islamourien. Gwanet e voe e c’halloud gant darvoudoù an 30 a viz Gwengolo 1965, pa voe lazhet c’hwec’h jeneral eus an arme gant, war a lavarer, iriennourien eus Strollad Komunour Indonezia (PKI) a glaske kemer ar galloud. Respont a reas an arme, renet gant ar jeneral Suharto dre lazhañ ur bern tud, komunourien ha tud kontet da vezañ a-du ganto. Krediñ a reer e voe lahzet etre 500 000 hag ur milion a dud[2]. Adalek ar mare-se, daoust ma kendalc’has Sukarno da vezañ prezidant, war baper, e oa an arme a oa e penn ar vro. E zilez a roas Sukarno d’an 12 a viz Meurzh 1967 ha gant Suharto e voe kemeret e lec’h. Chom a reas Sukarno en e di, dindan evezh ar polis, betek e varv.
E verc’h, Megawati Sukarnoputri, a oa bet prezidantez Indonezia etre 2001 ha 2004.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Biografi Presiden Perpustakaan Nasional Republik Indonesia
- ↑ Indonésie 1965, mémoire de l’impunité, Le Monde diplomatique, Kerzu 2015, p. 11