David Ben Gourion

David Ben Gourion (en hebraeg : דוד בן-גוריון), bet ganet David Grün d’ar 16 a viz Here 1886 e Płońsk (Rouantelezh Polonia, neuze e Impalaeriezh Rusia) ha marvet d’ar 1añ a viz Kerzu 1973 e Tel HaShomer (Israel), a oa un emsaver sionour, politikour ha den-Stad israelian.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ben Gourion a oa bet ganet e 1886 e Plonsk, en unan eus ar c'hêrioù reter-europat o deus pourchaset d' an emsav yuzeviat e speredoù gwellañ. E dad, Avigdor Green, a oa ur sionour eus ar rummad kentañ hag ar mab, o tegemer menozioù e dad, a gasas anezho betek ar penn pellañ dre vont kerkent hag echu e studioù, da labourat douar e bro e hendadoù, Palestina. Ur sokialour eus ar re wellañ e oa, hag en doa atav kredet en adsavidigezh an den dre al labour-douar graet a-gevret.
E deroù holl an annezadur e Palestina, pa felle d'an darn vuiañ degemer ar yiddisheg da yezh voutin an « oaled » nevez ha mirout an hebraeg da yezh sakr, en doa gouezet lakaat an hebraeg da drec'hiñ hag eyezh-mañ eo en doa skrivet ar gelaouenn gentañ savet biskoazh er vro gant ar Yuzevien. D' ar 14 a viz Mae 1948, a-enep da ali Chaim Weizmann ha kalz re all, e tisklêrias sevenidigezh Stad Israel, hag e sinas disklêriadur dizalc'houriezh Israel, d'ar vunutenn end-eeun ma echue fiziad ar Rouantelezh-Unanet war ar vro ha d'ar mare ma kemere an armeoù arab penn o hent war-du Israhel, difennet hepken gant 5.000 den an Irgoun, 3.000 den ar Palmach, ha 30.000 den (armet-fall) an Haganah. Erfin e oa deuet Ben Gourion a-benn da strollañ hag urzhiañ madig a-walc'h ar vro, hag hec'h armeoù, dindan galloud ar gouarnamant, daoust m' en dije gallet kemer, e-keñver bagadoù a zo, doareoù damantusoc'h d'o youl-vat ha d'o brogarantez.
Afer an Altalena
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Even 1948, Ben Gourion a lakaas tennañ a daolioù kanol war an Altalenar, ur vag kemeret e fred gant an Irgoun, un aozadur peuzsoudardel siounour. Degas a rae soudarded hag armoù da zifenn Israhel a-enep an Arabed[1]. Ministr gall an Aferiou estren Georges Bidault en devoa sinet un emglev kuzh gant Shmuel Ariel, eus ar strollad Irgoun, evit kas ar vag karget a 4,500 tonennad, enni etre 800 ha 900 gwaz, ganto 5000 karabinenn ha 250 mindrailherez, 5 milion a gartouchenoù, 50 bazooka, hag all. Un emvod hag un dizemglev a voe etre pennrenerien an Irgun ha an Nerzhioù Difenn israelian, strollad Ben Gourion, evit gouzout pelec'h diskargañ an armoù, met dreist pep tra piv a implijfe anezho. Tremenet e voe hebiou ar brezel-diabarzh en Israel d'ar mare-se a-drugarez d'an Irgoun ha d'e rener Menachem Begin.
E penn Israel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan ren Ben Gourion, poblañs Israel a voe ouzhpenn daougementet en ur ober dek vloaz. Labouradegoù nevez a voe digoret bep miz ha tachennoù labour-douar nevez difraostet bemdez : trumm e yeas ar vro war-raok. Evit sevel ar gouarnamant e 1951 e c'hoarias Ben Gourion ur roll a-bouez, pa sikouras da aozañ 55 bodadeg etre ar strolladoù a asantas kenlabourat asambles an eil re gant ar re all.
Ren a reas Ben Gourion war Israel, gant ehanoù, etre 1948 ha 1963. Merket e voe ar bloaz 1953 gant lazhadeg Kibiah, urzhiet gantañ ha kaset gant Tsahal a-benn, en ur gêriadenn balestinian, evit respont d'un dagadenn war siviled israelian. An darvoud-mañ a weler evel deroù doktrin respont ingal ar stad israelian en ur mod taer d'an tagadennoù enepti.
Goude ar politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ben Gourion a zilezas ar vuhez politikel e 1963. Aet e oa skuizh gant ar rendaeliou en askre ar strolladoù yuzev, ha gant ar re nebeut a skoazell a gave a-berzh Yuzevien an estrenvro. Eus pennrener ur strollad politikel, sokialour kalet, en Histadrout, e oa deuet Ben Gourion a-benn tammig ha tammig da vont dreist ar strolladoù all, ha da dapout plas ur seurt tredeog, ur c'hompezer d'o zabutoù. C'hoant Ben Gourion a oa bet paouez da vezañ ur rener politikel, evit dont da vezañ ur rener broadel : ha se ne c'helle tizhout nemet dre derriñ pep liamm gant ar politikerezh e-pad ur pennad-amzer.
Ben Gourion a zistroas da chom e Tel Aviv e fin e vuhez goude ur prantad pell diouzh ar gêr. Eno e vevas gant e wreg en un ti bihan, hep matezh ebet da gempenn anezhañ. Sevenet en doa huñvre bras e vuhez : lakaat tri million a Yuzevien da vevañ en Israel ha suraat evel-se da vat dazont ar vro.