Hazebroek
Hazebroek | ||
---|---|---|
![]() Panell degemer: "Hazebroek e Flandrez". | ||
![]() | ||
Anv izelvroek | Hazebroek | |
Anv gallek (ofisiel) | Hazebrouck | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Hauts-de-France | |
Departamant | Norzh | |
Arondisamant | Dukark | |
Kanton | Hazebroek (pennlec'h) | |
Kod kumun | 59295 | |
Kod post | 59190 | |
Maer Amzer gefridi | Bernard Debaecker 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de Flandre intérieure | |
Lec'hienn web | http://www.ville-hazebrouck.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 21 464 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 659 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 103 m — brasañ 138 m | |
Gorread | 12,94 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Hazebroek en izelvroeg, Oazebroeke e flandrezeg kornôgel, anv ofisiel: Hazebrouck, a zo ur gumun hag ur gêrig eus Flandrez Frañs (departamant Norzh).
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diwar an izelvroeg hag ar flandrezeg haas/haes "gad" ha broek "geun".
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezelioù:
- adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek gant an Alamaned, seizh den nann-soudard a varvas en Hazebroek pa voe bombezet ar gêr d'an 13 a viz Kerzu 1917[2] ;
- roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1919[3];
- 619 anv a weler ouzh Monumant ar re varv er vered, 459 den a varvas abalamour d'ar Brezel-bed kentañ, 219 en Eil Brezel-bed, pevar e Brezel Indez-Sina ha pevar e Brezel Aljeria[4];
- d'ar 27 a viz Mae 1940 ec'h erruas al lu alaman en Hazebroek[5];
- bombezet e voe ar gêr meur a wezh gant ar Re Gevredet abalamour d'he forzh-houarn e-pad an Eil Brezel-bed, ur yoc'h tud, ha kalz implijidi an hent-houarn en o mesk, a voe lazhet gant ur vombezadeg d'ar 4 a viz Gwengolo 1943;
- d'an 30 a viz Eost 1944 e voe fuzuilhet Émile Verlyck, e bevar mab ha daou baotr yaouank all gant an Alamaned;
- dieubet e voe Hazebroek gant ar 1añ Rannlu Poloniat d'ar 5 a viz Gwengolo 1944[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tiez e kreiz-kêr.
- Iliz katolik Saint-Éloi.
- Iliz katolik Santez Anna.
- Kouent an Aogustined.
- Ramzed.
Beredoù-brezel ar C'hommonwealth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bered ar C'hommonwealth : Cinq Rues British Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
2 |
![]() |
225 |
Hollad | 227 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe ar vered da gentañ penn gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel eus an 29vet Rannlu adalek miz Ebrel 1918 betek miz Eost evit douarañ ar vilourion bet marvet e-pad an argadenn alaman en nevez-hañv 1918. Treset e voe gant Noel Ackroyd Rew[7].
Bered ar C'hommonwealth : Hazebrouck Communal Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
50 |
![]() |
1 |
![]() |
12 |
![]() |
59 |
![]() |
726 |
![]() |
30 |
Hollad | 878 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe bered ar gumun gant meur a Casualty Clearing Station (ospitalioù-tachenn) , diazezet en Hazebroek adalek miz Here 1914 betek miz Gwengolo 1917. Dalc'het e voe d'ober gant bered ar gumun betek miz Gouere 1918. Abalamour d'ar fed ma voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe tennet an ospitalioù-tachenn. E mizioù Gwengolo hag Here 1918 avat e voe staliet an No.9 British Red Cross Hospital er gêr. E penn-kentañ e voe douaret ar soudarded e mesk bezioù an dud nann soudard. Goude an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 e voent bodet holl e tachenn bezioù ar C'hommonwealth. Enni emañ bez ur soudard kanadian eus ar 1st Canadian Reserve Park (Canadian Army Service Corps) bet lakaet d'ar marv evit muntr e miz Eost 1916[2].
Bered ar C'hommonwealth : La Kreule Military Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
41 |
![]() |
78 |
![]() |
12 |
![]() |
1 |
![]() |
2 |
![]() |
455 |
Hollad | 589 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Ebrel 1918 gant ar 1st and 2nd Australian Casualty Clearing Stations deut eus kêriadenn Outtersteene e Belle abalamour d'an araokadenn alaman, hag ar 17th, deut eus Lijssenthoek e Poperinge. An tri ospital-tachenn-mañ, dindan an anv-stroll "Ana Jana Siding", a voe staliet en norzh da La Kreule. E kreiz miz Ebrel e rankjont kilañ da Blendecques, e-kichen Saint-Omer. Adalak neuze e voe implijet ar vered gant unanadoù stourm ha gant unanadoù kanolierezh. E miz Here 1918 e teuas ar 17th Casualty Clearing Station da Hazebroek en-dro gant an 8th hag ar 64th. Serret e voe ar vered e dibenn miz Here. Enni emañ douaret ur soudard iwerzhonat eus ar 2nd Bn. Leinster Regiment bet lakaet d'ar marv e miz Eost 1918 evit bout dizertet. Treset e voe ar vered gant Sir Herbert Baker[8].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hentoù-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En Hazebroek e tispartie al linennoù hent-houarn Lille-Dukark, bet digoret e miz Gwengolo 1848, ha Lille-Calais, bet savet e 1861. Er bloaz-se e voe savet an ti-gar da vat. Hentoù-houarn arall a liamme Hazebroek ouzh Meregem, Poperinge hag Ieper.
Emdroadur ar boblañs 1793-2011[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Bernard Debaecker | tu-dehou, distrollad | |
2008 | 2014 | Jean-Pierre Allossery | Strollad Sokialour Gall | Kefridiad tiriadel, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh |
Even 1995 | 2008 | Paul Blondel | tu-dehou, distrollad | Frammour bank war e leve, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Su |
Meurzh 1983 | Even 1995 | Maurice Sergheraert | tu-dehou, distrollad | Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Su |
Meurzh 1971 | Meurzh 1983 | Amand Moriss | Strollad Sokialour Gall | Ensellour an tailhoù, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh |
1953 | Meurzh 1971 | Henri Desbuquois | MRP | Greantelour |
1945 | 1953 | Auguste Damette | gaolour | Embregour,
Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh |
1944 | 1944 | Joseph Élie Plateel | SFIO | Implijad an hentoù-houarn |
1944 | 1944 | Jean Fruquet | Kelennour | |
1933 | 1944 | Joseph Élie Plateel | SFIO | Implijad an hentoù-houarn |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar marc'h-houarnour Cédric Vasseur a zo bet ganet en Hazebroek d'an 18 a viz Eost 1970.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 WW1 French cemeteries
- ↑ Pages 14-18
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ www.lavoixdunord.fr d'ar 6 a viz Gwengolo 2012
- ↑ Histoires du Nord
- ↑ WW1 French cemeteries
- ↑ WW1 French cemeteries
- ↑ Cassini, EBSSA ha