Haggis
Ur meuz skos eo an haggis, a zo graet gant diskaroù drailhet un dañvad pe un oan poazhet gant ognon, bleud kerc'h, soav ejen, temzoù ha halen, mesket gant bouilhoñs ha lakaet da vitonañ e-barzh sac'h-boued al loen e-pad teir eurvezh.
Servijet e vez gant bashed neeps an chappit tatties ("irvin flastret ha patatez drailhet" e skoteg), ha gant a wee dram, ur werennadig wiski.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Testeniet eo ar stumm skrivet haggis abaoe 1375-1425. Skosek eo ar ger hag ar meuz hiziv, hogen paot e vezent a-hed marevezh ar c'hrennsaozneg (1154-1485).
Daou orin zo bet kinniget d'an anv haggis :
- • krennsaozneg hageys, o tont eus ar saozneg-galleg *hageis, diwar ar wrizienn hag– (a roas ar galleg kozh haguer, ar saozneg to hack, ar saozneg kozh haggen, an izelvroeg hakken hag an alamaneg hacken, an holl o talvezout "drailhañ") hag an dibenn –eis, a zo ul lostger a vez arveret e geriaoueg saoznek ar c'heginañ[1] ;
- • galleg kozh agace "pig", dre leteñvelded ouzh an tammoù boued a bep doare a vez dastumet gant ar piged[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma vez lakaet an haggis da skosat penn-kil-ha-troad, ne c'haller ket kadarnaat lec'h e c'hanedigezh, rak un doare da aozañ diskaroù al loened kentoc'h eget o c'holl eo, evel ar gwadigelloù; meuz ar beorien e oa c'hoazh e Breizh-Veur a-bezh da vare Robert Burns (1759-1796), peogwir eo magus, saourus ha marc'had-mat.
En Henamzer dija e lakaed kig pe gwad en un tamm bouzell d'o mirout hag o foazhañ : e deroù pennad XX Odysseia Homeros (VIIIvet kantved K.J.K.) e kaver meneg eus ur stomog farset gant druzoni ha gwad[3].
Hervez ar geginerez hag istorourez Clarissa Dickson Wright e voe ijinet an doare-se evit poazhañ an diskaroù diouzhtu goude marv al loen, kuit a goll boued, peogwir ez eont buan da fall[4].
Meuz broadel Bro-Skos eo an haggis abaoe barzhoneg Robert Burns, Address to a Haggis (1787). Bep bloaz, d'ar 25 a viz Genver, pa lider ganedigezh ar barzh, e vez servijet da geñver Burns supper — e kement lec'h ma vez ur gumuniezh skosat pe mignoned d'ar barzh ha d'e oberennoù, da lavaret eo er bed a-bezh — gant kement a virvidigezh e Dunedin (Zeland-Nevez) hag e Dunedin.
Rekipe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En dornskrid keginañ Liber Cure Cocorum bet skrivet war-dro ar bloavezh 1430 e kontelezh Lancashire (Bro-Saoz) e kaver ar meneg kentañ eus ur meuz anvet hagese aozet gant diskaroù dañvad ha perisilh[5].
Meneg zo eus haggeis er varzhoneg skotek Schir Johine the Ros, ane thing thair is compild, anavezet dindan an anv The Flyting of Dumbar and Kennedie, bet savet gant William Dunbar (~1460-~1520) ha Walter Kennedy (~1455-~1508) da-geñver un disput[6].
E 1615 e voe embannet e London an dornlevr The English Huswife ("An diegez saoz") gant ar skrivagner Gervase Markham (~1568-1637), ma kaver meneg eus the Haggas or Haggus, graet gant bleud kerc'h, gwad, hag avu dañvad, leue pe bemoc'h[7]. Ur rekipe all zo en un dornskrid eus deroù ar XVIIvet kantved e levraoueg Wellcome e London[8].
A-douez meur a rekipe, setu amañ hini ar Skosad Paul Harris[9]. Da ziwall zo rak, evel ma skriv an aozer, "amzere diouzh an dud temzet fall eo ar rekipe amañ da heul !".
• stomog un dañvad |
Peurwalc'hit ar stomog en dour yen, troñsit-eñ ha skrabit an diabarzh gant ur gontell. |
Meur a zoare zo bremañ da ginnig haggis en tu all d'ar rekipe hengounel-se, e stalioù Bro-Skos hag e lec'h all.
A-hed ar bloaz e kaver aotrou meur gouenn ar poudingoù e gourmarc'hadoù ar vro, en e sae voas ha dereat pe aliesoc'h paket en ur stomog mezell e-lec'h naturel, dres evel ma vez graet gant ar silzig izelbriz. En noazh e boestoù-mir en e gaver ivez, hag e pakoù a c'haller tommañ en ur skinforn zoken.
Er pretioù ivez e vez gwallgaset a-wezhioù, pa c'haller e gavout gwisket gant bas ha fritet gant avaloù-douar giz Bro-C'hall evel forzh pe damm moru, servijet evel haggis burger e lod stalioù boued-prim, pe c'hoazh en noazh (adarre) war ur pizza.
Bez' ez eus rekipeoù a-zere gant staelad kevredigezhel ar meuz evelato, evel ar Flying Scotsman (gwenn kig-yar farset gant haggis), a zeu da vezañ roueel pa vez gwisket gant bekon hag anvet Chicken Balmoral.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peogwir ne oar den a-zivout orin resis an haggis ez eus bet ijinet lod gant Skosiz.
Unan anezho a ra dave d'ar mare ma veze kaset ar chatal war droad betek ar marc'hadoù bras. Pa guitae ar wazed an Highlands da gas o zropelladoù da varc'had Dunedin e priente ar merc'hed boued da gas ha da zebriñ e-kerzh an hir a valeadeg dre an traoñiennoù ; un doare marc'hadmat ha hebleustr da gas boued magus e voe an haggis.
Un displegadenn all zo diazezet war reizhiad ar c'hlanoù skos : pa c'hourc'hemenne penn ar c'hlan ma vije lazhet ur penn-chatal evit e gig e roe d'al labourerien ar gwir da virout diskaroù al loen evito.
An Haggis Hurling — ar sinklañ haggis — zo ur sport skos ma ranker bannañ un haggis ar pellañ ma c'haller. E-pad 27 bloavezh e voe ar gourc'hoù gant Alan Pettigrew, a vannas an haggis da 55,11 m war Enez Inchmurrin, Loch Lomond e miz Eost 1984 ; gant Lorne Coltart emañ ar maout abaoe an 11 a viz Mezheven 2011, pa dizhas 66,14 m e Milngavie (East Dunbartonshire, e-kichen Glasgow)[10].
Un Haggis Hostel zo e Dunedin.
Mojennoù ha fedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vojenn zo bet savet a-gozh diwar-benn an haggis ; setu amañ an div a glever an aliesañ, gant ar fedoù gwirion da heul.
- Loened eo an haggised ; berroc'h eo o favioù kleiz eget re an tu dehoù, evit ma c'hallfent chom war tor an Highlands hep kouezhañ.
- Diwar mojenn an Dahu e teu ar flugez-se. E gwirionez ez eo an haggii (liester reizh), Marag fabulosus o anv skiantel, loened eus familh an ornitorinked – anvet platypus e saozneg, p'eo phatypud anv saoznek Marag fabulosus ; keit-ha-keit eo o favioù, evel-just, mod all ne c'hallfent ket redek war-gil a-dreuz ar girzhier evel ma vezont boas d'ober.
- E Loch Ness e vev an haggii, gant an euzhvil a zo eno ; evit gallout splujañ el lenn don-se hep bezañ taget gant an euzhvil ez eo rekis neuze stagañ un haggis ouzh pep troad.
- Loened bihan hag aonik eo an haggii, spontet e vezont gant kement tra a zo brasoc'h ha pounneroc'h egeto. Ne ouzont ket neuial.
Evit gouzout hiroc'h, lennit aketus an Haggisclopedia.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Random House Webster's Unabridged Dictionary, New York, 2005, ISBN 978-0-375-42599-8 (en)
- ↑ Online Etymology Dictionary (en) OK 01/04/2013
- ↑ L'Odyssée (fr) OK 01/04/2013
- ↑ DICKSON WRIGHT Clarissa, The Haggis — A Little History, Pelican Publishing, 1998, ISBN 978-1-56554-364-5 (en)
- ↑ Liber Cure Cocorum (en) OK 01/04/2013
- ↑ DUNBAR William, Selected Poems, Routledge, 2003, ISBN 978-0-415-96943-7 (en)
- ↑ MARKHAM Gervase, BEST Michael R. Best, The English Housewife, McGill-Queen's University Press, 1986, ISBN 978-0-7735-1103-3
- ↑ Wellcome Library, MS.635/35 (en) OK 01/04/2013
- ↑ HARRIS Paul, A Little Scottish Cookbook, The Appletree Press Ltd, 1988, ISBN 978-0-86281-204-1 (en)
- ↑ Haggis in sport (en) OK 01/04/2013
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Haggis bihan bet poazhet
-
Haggis bihan kriz
-
Pladad haggis
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rekipe an Haggis gant Alton Brown (en) OK 01/04/2013
- Ur Wikirekipe (en) OK 01/04/2013
- Wikisource:Address to a Haggis (en) OK 01/04/2013
- Haggisclopedia (en) OK 01/04/2013
- Haggis Hostels (en) OK 01/04/2013