Mont d’an endalc’had

Gwengelouriezh

Eus Wikipedia
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwengelouriezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Ar wengelouriezh (diwar gwenn ha kel/où) pe mitologiezh eo studi an holl danevelloù (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep sevenadur lakaet da wir ha liammet gant ur sistem relijiel pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger mojennelezh, met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg légendaire ha mitenn evit mythe hag ivez mojenn evit légende.

Ur wengel a zo un istor hunvreek (graet e vez mojennoù pe gontadennoù anezho ivez) deuet diwar un hengoun, treuzkaset dre gomz, hag a c'hall displeg:

Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darn vuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un doue, met meur a vojenn pe gontadenn tremenet a rummad da rummad a zo gwengelel. Prouet eo bet gant ar Vreudeur Grimm e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep kontadenn-wrac'h. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan.

Ha n'eo ket ur vitenn

Da betra servij ar mitennoù evit an Den? Ur moaien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur meuriad, ur geoded , ur vroad gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriad.

Kavet e vez neuzioù ha tudennoù gwengelel en darn vuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur wengelouriezh. Tud zo a soñj ez eus mojennoù er relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus.
D'an aliesañ e vez implijet an termen evit daveiñ da relijionoù ar c'hevredigezhioù aet da get hag e vez kaoz eus ar wengelouriezh Hellaz, ar wengelouriezh roman hag ar wengelouriezh lec'hlennat ha ne c'heller ket kavout feizad ebet dezho pe gazi.
Bez' ez eus tud ha ne welont ket ar pantheonoù keltiek ha skandinaviat evel pezhioù gwengelel, met tud all a ra relijionoù bev anezho, met n'eus kalz a draoù gwirion e kredennoù ar feizidid a-vremañ. (Gwelet ivez: Nevez-paganiezh).
Ha gwir eo ne wel ket holl feiidid ar Yuzevegezh, ar Gristeniezh hag an Islam danevelloù krouidigezh o relijion evel deskrivadur resis an darvoudoù, met evel skeudennadur o c'hredennoù.
Dielfennet eo bet tudennoù ha temoù ar gwengeloù evel patromoù a gaver e meur a sevenadur ha meur a relijion. Kentpatromoù a vez graet anezho evit treiñ ar ger gresianek arkhétypos/ἀρχέτυπος (archétype e galleg). Ar c'hent-patromoù a zo bet dielfennet gant al lennegourien hag ar vredelfennerien (Sigmund Freud, Carl Gustav Jüng).

Treuzkas ar wengelouriezh?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o micher ober se. Pe tud gant anaoudegezhioù relijiel (beleien c'hresian pe roman, drouized er broioù keltiek, seurt chamanoù e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar varzhed Henc'hres evel Hesiodos (Kosmogonia) hag Homeros (An Ilias hag an Odysseia), ar varzhed heniwerzhonat, ar griotoù afrikat.
D'an aliesañ, ar gwengeloù o deus bet ur stumm barzhonegel, stumm ar barzhonegoù hir-kenañ da vezañ kanet hag eilet gant ar sonerezh. Met stumm ar c'hontadennoù e lavar plaen he deus bet ar wengelouriezh e mareoù modern ha kempred ivez.

Gwengelouriezh vodern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a levr (Tarzan, 1984, The Lord of the Rings), a film (Star Wars) ha meur a abadenn skinwel (Star Trek) zo perzhioù gwengelel enno hag e c'hell bezañ liammet gant sistemoù prederouriel. N'int ket gwengeloù, met ec'h implijont temoù gwengelel a c'hell seveniñ ezhommoù psikologel meur a zen.

Ar gwengeloù hervez ar broioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boudoù gwengelel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Inizi ar bed all:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Encyclopedia Mythica Holloueziadur ar wengelouriezh, folklor, mojennoù; doueoù, harozed ha loened gwengelel.
  • Godchecker Holloueziadur doueoù ar Bed gant 1.600 doue.
  • [1] . ERIC Digest : Ar mitennoù hag ar c'hentpatromoù en Arzoù.