Mont d’an endalc’had

Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel

Eus Wikipedia
Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel
Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel
Skeudenn graet gant kameraioù surentez Aerborzh Etrebroadel Brusel, an tri den a vefe ar sponterien, Ibrahim El Bakraoui eo an hini e-kreiz
Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel
Lec'hioù ar gwalldaolioù
Kentañ gwalldaol Zaventem, Belgia
Pal Aerborzh Brusel
Eil gwalldaol Kêr Brusel, Belgia
Pal Dor metro Maelbeek
Deiziad 22 a viz Meurzh 2016

Eus 7eur58 betek 9eur11

Doare Tarzhadennoù emlazh
Gouzañverien 35 lazhet (en ur gontañ ar sponterien)
Gloazidi 340
Sponterien Ibrahim El Bakraoui

Khalid El Bakraoui

Najim Laachraoui

Pennkaoz Stad Islamek
Skour Sponterezh Islamek


Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel a oa tri anezho, graet dre vombez-emlazh gant tud eus ar Stad Islamek, hervez a voe embannet gant pennoù an aozadur : daou a voe graet en aerborzh Brusel tre a-raok 8 eur veure, hag unan un tamm goude 9 eur tostik da arsav metro Maelbeek (Wetstraat/rue de la Loi). Hervez ar gouarnamant belgiat e vefe bet lazhet 31 den ha gloazet 340 d'an nebeutañ. Biskoazh c'hoazh ne oa bet graet gwalldaolioù ken gwadek en istor Belgia.

Ar vreudeur Ibrahim El Bakraoui ha Khalid El Bakraoui, tost ouzh Salah Abdeslam, eo an daou dorfedour anavezet ar re gentañ. Najim Laachraoui, an eil den emlazhet an aerborzh a zo bet anavezet diwezhatoc'h, Fayçal Cheffou harzet d'ar 24 a viz Meurzh n'eo ket an trede den en aerborzh lesanvet "an den gant an tog", tamallet eo met lezet eo bet da vont. An hini kentañ a varvas dre emlazh e aerborzh etrevroadel Brusel, an eil en arsav metro Maelbeek[1].

Hervez ar Stad velgiat hag ar bomperien, d'an 22 a viz Meurzh 2016 diouzh noz e oe bet lazhet 14 den ha gloazet 92 e-pad gwalldaol Aerborzh Brusel. Aotrou bourc'hvestr Brusel Yvan Mayeur e-pad ur brezegenn kelaouiñ d'an 22 a viz Meurzh a ziskler e vefe bet lazhet 20 den ha gloazet 106 gant 17 den en arvar bras gant gwalldaol arsav metro Maelbeek.

Gwalldaolioù Brusel, d'an 22 a viz Meurzh 2016, a zo bet sevenet 7 devezh goude oberiadurioù polis e Forest d'ar 15 a viz Meurzh 2016[2] a zegasas harzadenn Salah Abdeslam en unan eus an 19 kumun eus Brusel-Kêrbenn, e Molenbeek. An oberiadur-se a oa un heuliad da Gwalldaolioù Pariz, mennet da herzel kendorfedourien ar c'homando e Pariz.

D'an 22 a viz Meurzh 2016 da 7 eur 58, div darzhadenn a voe e sal degemer aerborzh etrevroadel Brusel-Zaventem, unan e-kichen degemer ar gompagnunezh-nij Brussels Airlines hag an hini all e-kichen hini an American Airlines.

Ar steuñv gwallreuz a zo enaouet evit talañ ouzh dilerc'hioù an div darzhadenn. Hollad an eskemmoù-nij a zo paouezet pe dihentet hag al live war ziwall a zo adlakaet d'an uhelañ, 4, war holl tiriad bro Belgia, dre urzhioù an Azodur kenurzhiañ evit dielfennañ ar gourdrouz (galleg: Organe de coordination pour l'analyse de la menace; OCAM).

Gouarnamant Belgia en deus embannet abaoe ar gwalldaolioù ur skeudenn eus an tri sponter tapet gant kameriaoù surentez aerborzh Brusel. Gallout a reer gwelet daou zen hag a vefe ar sponterien emlazh dres a-raok an dagadenn hag un trede, a glasker war e lerc'h, hag a vefe tec'het kuit. Ar polis en deus kavet ur fuzuilh-arsailh Kalachnikov war lerc'h unan eus an darzhadennoù.

Un darzhadenn all a zo bet da 9eur11 e metro Brusel en ur metro o loc'hañ eus arsav Maelbeek (karter european). An disoc'h da c'hortoz a zo 15 den lazhet ha 55 den gloazet evit an trede tagadenn-se.

Plan ar c'harter Europat e Brusel

Ar penn ministr belgian Charles Michel a ziskler e oa « div dagadenn dall, feuls ha laosk ». Diskleriañ a ra ivez e oa bet « tud lazhet e-leizh, tud gloazet don e-leizh »[3]. Ar jujeri kevredadal (galleg:Le Parquet fédéral) a gadarna goude-se e oa an div darzhadenn en aerborzh Zaventem reoù doare emlazh.

Tud lazhet hervez o broadelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disorc'h d'an 23 a viz Meurzh 2016
(Renkadur hervez an niver a dud aet da Anaon)
Broadelezh Marvet Gloazet Hollad
Banniel Belgia Belgia 17 6[4] 23
Maroko Maroko 1 6 7[5]
Banniel Perou Perou 1 - 1
Portugal Portugal - 21 21
Frañs Frañs 1 12 13
Banniel Spagn Spagn 1 9 10
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 4 4 8
Banniel Roumania Roumania - 4 4
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 1 4 5
Hungaria Hungaria - 2 2
 Brazil - 1 1
Banniel Turkia Turkia - 1 1
Kolombia Kolombia - 1 1
Banniel Japan Japan - 1 1
India India 1 - 1
 Sina 1 - 1
 Italia 2 - 2
Alamagn Alamagn 1 1 2
Banniel Polonia Polonia 1 3 4
Suis Suis 1 - 1
Patrom:Holand 3 - 3
Hollad holl vroadelezhioù kemmesket 32[6] 340[7] 368

Listenn ar sponterien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aerborzh Brusel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ibrahim El Bakraoui , 29 bloaz †
  2. Najim Laachraoui, lesanvet Soufiane Kayal, 24 bloaz †

Arsav metro Maalbeek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Khalid El Bakraoui, 27 vloaz †

Arc'hadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre e ostilh propaganda ha kelaouiñ « Amaq News Agency », aozadur ar Stad Islamek en deus diskleriet goude-merenn d'an 22 a viz Meurzh 2016 e oa un taol eus he ferzh[8].

Ar pal a oa kaout un digoll dre ma oa Belgia o kemer perzh er stourm enep-sponterezh. Ar gemennadenn a oa titlet "Kemennadenn war kasadenn benniget Brusel a-enep Belgia kroazet"[9],[10]

Gwazoniezhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit ma oa bet goude gwalldaolioù Pariz e voe savet e-leizh a dresadennoù evit diskouez harp an arzourien da c'houzañverien ar sponterezh.

Ar rouedadoù sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lugan "Me 'zo Brusel" adkemer eus an hini ijinet goude gwalldaolioù Pariz
Bruxelles 22 a viz Meurzh 2016 - pannel kemenniñ

Ar rouedadoù sokial a zo bet awenet bras gant ar gwalldaolioù, implijet int bet gant harp an nerzhioù surentez belgian evit reiñ da c'houzout e oa bev an den-mañ-den e-serr implij ar pellgomzerioù hezoug.

Implijet int bet ivez gant ar bolitikourien evit reiñ o gourc'hemennoù a gengañv d'ar re lazhet gant ar gwalldaolioù.

Kinkladurioù du-melen-ruz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel goude gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz ez eo bet kinklet monumantoù dre ar bed gant livioù ar banniel belgian: du melen ha ruz.

Kounlidoù a bep seurt a zo bet en enor d'ar c'houzañverien. Tri devezh kañv zo bet e Belgia. Ur vunutennad tav a zo bet d'an 23 a viz Meurzh 2016 e Belgia.

Goude ar gwalldaolioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Forbannerezh ha sponterezh islamek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant e vreur Khalid El Bakraoui, hent Ibrahim El Bakraoui a ziskouez anatoc'h anatañ al liamm etre ar forbannerezh vras hag ar sponterezh islamek en Europa ha dre ar bed. Lod politikourien a gomz eus ar fed-se evel un nevezinti, padal al liamm forbanerezh ha sponterezh islamek n'eo ket nevez tamm ebet. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e voe dija an Hezbollah o kemer liamm gant trafikerien dramm Amerika ar Su a-benn kavout ur vammenn all evit arc'hantaouiñ o stourm[11].

Gouiet e vez ivez anat emañ ar Stad Islamek o trafikañ an dramm Captagon evit arc'hantouiñ e stourm a reiñ nerzh kalon d'e soudarded[12].

Perak Brusel?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klasket e vez kompren goude ar gwalldaolioù, na perak eo bet tizhet Brusel ha ket ul lec'h all en Europa. Meur a abeg a vez lakaet war-wel:

Skrid dre dirak arsav metro Maelbeek o sevel ar goulenn "perak?"
  • Hervez lod e vije an abeg hini an estrengasoni e Belgia evel ma tiskler Christophe Mincke, ur sokiologour a Vrusel[13]

"Comme tout mythe, la légende dorée de la petite Belgique cache bien des misères. Mille haines recuites, un pays et des villes clivés, un racisme rampant (de moins en moins), la tentation du repli." — « La légende dorée de la petite Belgique cache un racisme rampant », Le Monde, 23 a viz Meurzh 2016 gant Christophe Mincke

  • An trede abeg lakaet war-wel a zo eo Brusel kêrbenn Europa ha neuze e oa ur pal anat da sponterien ar Stad Islamek hag a zo a-enep holl kredennoù ar c'hevandir.

Stadoù-Unanet Amerika hag ar gwalldaolioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An New York City Police Department en devoa kelaouet ar Stad Izelvroeek d'ar 16 a viz Meurzh 2016 war ar vreudeur El Bakraoui hag al liammoù etrezo hag ar sponterezh. Ar c'heloù-se a oa bet kaset etrezek Belgia met hep ma vefe graet un dra bennak evit herzel anezho[14],[15].

An FBI a gemer perzh en enklaskoù dre ma oa bet gouzañverien lazhet ha gloazet a orin Amerikan[16].

Gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika a zo saouzanet gant an darvoudoù feuls e-liamm gant ar sponterezh islamek en Europa. Soñjal a ra d'ar pennoù e vefe tu da welet ur gwalldaol gant un arm lous, doare derc'hanel, o c'hoarvezout pe war o tiriad pe war hini Europa. Kinniget eo bet gant gouarnamant Amerika da sikour Belgia a-benn difenn ar greizennoù nukleel diouzh un dagadenn pe ul laeroñsi a-berzh sponterien. Ar Pentagone en deus aon «e vefe tapet armoù a zistruj meur gant sponterien». An Ti Gwenn en deus harpet ar c'homzoù-se dre diskleriañ « aozadurioù sponterezh a glask abaoe bloavezhioù da dapout dafar nukleel »[17].

Politikerezh degemer an divroidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude gwalldaolioù Brusel, Polonia a ziskler ne fell ket mui d'ar vro da zegemer repuidi dre mouezh ar benn ministr Beata Szydlole: «Ret eo deomp da ziwall gant menneg surentez hor geodedourien a-raok pep tra»[18]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) 23/04/2016 lechienn rtbf.be : Ar vreudeur El Bakraoui e-touez an dud emlazhet, Ibrahim e Zaventem, Khalid e Maelbeek
  2. (fr) 13/03/2016 lec'hienn france24.com: Un den armet lazhet e-pad un obriadur enep-sponterezh e Brusel
  3. (fr) 22/03/2016 lec'hienn rtbf.be - Charles Michel: "Ar pezh a zegase douetañs deomp, a zo erruet. Hor bro a zo bet taget gant gwalldaolioù laosk"
  4. (fr) http://www.leparisien.fr/international/attentats-de-bruxelles-bilan-ramene-a-31-morts-les-premieres-victimes-identifiees-23-03-2016-5652761.php
  5. (fr) http://www.medias24.com/INTERNATIONAL/162647-Attentats-de-Bruxelles-nouveau-bilan-des-victimes-marocaines.html
  6. (fr) http://www.francetvinfo.fr/monde/europe/attentats-de-bruxelles/direct-attentats-de-bruxelles-un-chauffeur-de-taxi-a-conduit-les-trois-suspects-a-l-aeroport_1371603.html
  7. (fr) http://www.lexpress.fr/actualite/monde/europe/attentats-de-bruxelles-qui-sont-les-victimes_1776134.html
  8. (en) 22/03/2016 lec'hienn Amaq (propaganda ar Stad Islamek) - Bombezadeg obererezh kadourien ar Stad Islamek e Brusel, kêr-benn Belgia.
  9. (fr) 22/03/2016 lec'hienn 20minutes.fr - Gwalldaolioù Brusel: Perak eo bet hir da c'hortoz an arc'hadurezh.
  10. (fr) 23/03/2016 lec'hienn linternaute.com Linternaute.com - Kemennadenn Daesh : Goude ar gwalldaolioù e Brusel, ar Stad Islamek a ziougan un dazont "teneroc'h ha trenk muioc'h-mui".
  11. (en) Matthew Levitt, « Hizbullah Narco-Terrorism: A Growing Cross-Border Threat » [Hezbollah trafikerezh dramm ha sponterezh: Un eskemm tre an harzoù o vont war-gresk], IHS Defense, Risk, and Security Consulting,‎ Gwengolo 2012
  12. (fr)2/07/2015 Lec'hienn Liberation.fr gant Morgane Heuclin-Reffait « Ar C'haptagon un dramm e servij d'an djihad »
  13. (fr) 23/03/2016 Lec'hienn Le Monde gant Christophe Mincke: Mojenn alaouret Belgia a guzh ur gouennelouriez o ruzañ.
  14. (fr) 29/03/2016 lec'hienn 20minutes.fr - Gwalldaolioù Brusel: an FBI en devoa kelaouet war ar vreudeur El Bakraoui a-raok an dagadennoù
  15. (fr) 30/03/2016 lec'hienn lesoir.be - Gwalldaolioù Brusel: «An FBI n’eo ket mammenn ar c'helaouiñ a-zivout ar vreudeur El Bakraoui»
  16. (fr) 23/03/2016 lec'hienn lesoir.be - Gwalldaolioù Brusel: an FBI a zeuio e Brusel
  17. (fr) 30/03/2016 lec'hienn Ouestfrance - Neuz ur « vombezenn lous » gant ar Stad Islamek o darnijal a-us da Washington
  18. (fr) 23/03/2016 Lec'hienn 20 minutes - Gwalldaolioù Brusel: Polonia a nac'h bremañ da zegemer repuidi.