Ibrahim El Bakraoui
Ibrahim El Bakraoui | |
---|---|
![]() | |
Ibrahim El Bakraoui filmet gant kameraioù surentez Aerborzh etrevroadel Brusel | |
Ganedigezh | 8 a viz Here 1986 |
Marvet | 22 a viz Meurzh 2016 |
Zaventem ![]() | |
Broadelezh | ![]() |
Micherioù | Laer Sponter |
Skourr | Islam sunnit |
kemmañ ![]() |
Ibrahim El Bakraoui ganet d'an 9 a viz Here 1986 e Brusel hag aet da Anaon e Zaventem d'an 22 a viz Meurzh 2016 a oa anavezet dreist-holl evit bezañ bet unan eus sponterien emlazh Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel.
Emlazhet eo dre tarzhadenn ur vombezenn e Aerborzh Etrevroadel Brusel d'an 22 a viz Meurzh 2016[1].
D'an 23 a viz Meurzh 2016, e oa bet anavezet evel unan eus an tri sponter emlazh dre kameraioù surentez Aerborzh Brusel. Khalid El Bakraoui breur Ibrahim El Bakraoui a zo marvet dre emlazh e arsav metro Maelbeek.
Forbannerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Genver 2010 e oa bet tapet Ibrahim El Bakraoui goude ur c'hwitadenn da laerezh un ti-eskemm. Gant daou torfedour e oa bet rediet da skampañ kuit hep laerezh netra goude ma voe huchet gant an implijiad da gervel sikour. Tennet e oa bet gant Ibrahim war an archerien gant ur fuzuilh arsailh Kalashnikov ha gloazet e oa bet don un archer gantañ a-raok ma vefe harzet gant an daou torfedour all[2].
Kondaonet e oa bet da 9 vloaz toull met dieubet e oa bet e 2015, trouz a sav adal kement-mañ dre ma rankfe bezañ en toull-bac'h c'hoazh.
Goude ar gwalldaolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un urzhiataer perc'hennet gant Ibrahim El Bakraoui a zo bet adkavet en ur boubelenn gant un testamant. Diskleriañ a rae ar sponter e oa tapet berr, rediet da derc'hout difin, klasket warnañ gant an holl ha n'en doa ket c'hoant echuiñ toullbac'het gant Salah Abdeslam.
Gant e vreur, hent Ibrahim El Bakraoui a ziskouez anatoc'h anatañ al liamm etre ar forbannerezh vras hag ar sponterezh islamek en Europa. Al liamm forbanerezh ha sponterzh islamek n'eo ket nevez, abaoe ar bloavezhioù 1980 e voe dija an Hezbollah o kemer liamm gant trafikerien dramm Amerika ar Su evit kavout ur vammenn all da arc'hantaouiñ o stourm[3].
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) 23/04/2016 lechienn rtbf.be : Ar vreudeur El Bakraoui e touez an emlazhet, Ibrahim e Zaventem, Khalid e Maelbeek
- ↑ [http://tempsreel.nouvelobs.com/societe/20160323.OBS6981/attentats-de-bruxelles-les-freres-el-bakraoui-du-grand-banditisme-a-l-islam-radical.html(fr) 23/04/2016 lec'hienn tempsreel.nouvelobs gant Vincent Monnier, « Gwalldaolioù Brusel: ar vreudeur El Bakraoui, eus ar forbannerezh vras d'an Islam reut »
- ↑ (en) Matthew Levitt, « Hizbullah Narco-Terrorism: A Growing Cross-Border Threat » [Hezbollah trafikerezh dramm ha sponterezh: Un eskemm tre an harzoù o vont war-gresk], IHS Defense, Risk, and Security Consulting, Gwengolo 2012