Mont d’an endalc’had

Khalid El Bakraoui

Eus Wikipedia
Khalid El Bakraoui
Ganedigezh 12 a viz Genver 1989
Marvet 22 a viz Meurzh 2016
Brusel Banniel Belgia Belgia
Broadelezh Banniel Belgia Belgia
Micherioù Laer

Sponter

Skourr Islam sunnit

Stad Islamek


Khalid El Bakraoui ganet d'an 12 a viz Genver 1989 e Brusel hag aet da Anaon e Brusel d'an 22 a viz Meurzh 2016 a oa anavezet dreist-holl evit bezañ bet unan eus sponterien emlazh Gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016 e Brusel.

Emlazhet eo dre tarzhadenn ur vombezenn e arsav metro Maelbeek d'an 22 a viz Meurzh 2016[1].

D'an 23 a viz Meurzh 2016, e oa bet anavezet evel unan eus sponterien gwalldaolioù an 22 a viz Meurzh 2016. E vreur Ibrahim El Bakraoui a zo marvet dre emlazh e Aerborzh etrevroadel Brusel.

Forbannerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 e oa bet harzet Khalid El Bakraoui evit aferioù laerezh gant feulster bras ha trafikerezh otoioù, dre ur bloavezh goude e vreur Ibrahim El Bakraoui an hini 'mañ evit ur c'hwitadenn laerezh un ti eskemm ha tennañ war ar polis.

Goude ar gwalldaolioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant e vreur, hent Khalid El Bakraoui a ziskouez anatoc'h anatañ al liamm etre ar forbannerezh vras hag ar sponterezh islamek en Europa. Al liamm forbanerezh ha sponterzh islamek n'eo ket nevez, abaoe ar bloavezhioù 1980 e voe dija an Hezbollah o kemer liamm gant trafikerien dramm Amerika ar Su evit kavout ur vammenn all da arc'hantaouiñ o stourm[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]