Kaozeal:Khalid El Bakraoui
Pep hini a ra pezh a gar pe hogos. Padal, lakaet on diaes o lenn ez eus bet savet ur pennad-skrid diwar-benn ur sponter dister e vrud...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2016 da 15:06 (UTC)
Dister e vrud? Me gred din e vez kaoz eus an daou vreudeur El Bakraoui abaoe mintin 'mañ doare dibaouez...Evit bezañ honest eo dreist-holl evit klokaat ar pennad war ar gwalldaolioù. :) A galon--Dishual (kaozeal) 23 Meu 2016 da 16:36 (UTC)
- Ma santimant am eus dispaket ha netra ken all : ne gav ket din ez eo un dra vat reiñ brud (ma c'haller ober gant ar ger-mañ en degouezh-mañ) da zrouklazherien 'r seurt-se petra bennak ma vez komzet anezhe "abaoe mintin 'mañ doare dibaouez". Evit poent n'eus nemet e brezhoneg ez eus bet savet ur pennad diwar o fenn. Diwallit : [...] daou vreur [...] ha [...] onest [...]. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2016 da 16:47 (UTC)
Demat, amañ e vez kavet unan all ivez: https://fr.wikipedia.org/wiki/Ibrahim_et_Khalid_El_Bakraoui Ar pep pouezusañ gant hor wikipedia a zo da reiñ boued d'an holl, gant ma vo lennet gant tud e Brezhoneg evel just! A galon--Dishual (kaozeal) 23 Meu 2016 da 16:53 (UTC)
- Da bep hini e voued 'ta... :-(--Prieladkozh (kaozeal) 23 Meu 2016 da 17:25 (UTC)
Mintin 'mañ lod yaouank a c'houlenne din piv oa ar sponterien ha na penaos eoa tu gwelet daou vreur o emlazhañ evel-se. Klasket moa respont ar gwellañ ma oa tu ha laret dezho klask ivez drezho. Ar re-se a respontas din ne vije ket kavet netra en hor yezh na war ar gwalldaolioù na war ar sponterien ha d'ar gwellañ benn 6 miz. Ma bremañ e vo peadra evito :) A galon mignon --Dishual (kaozeal) 23 Meu 2016 da 17:36 (UTC)
- A zo mat. Gwell e vefe evelato e kavfe lod yaouank pennadoù a denn da dud speredek ar bed arabek hag ar bed islamek, hen ha nevez. A hent all, na zroukveskit ket "islamek" hag "islamour", rak islamourien eo ar sponterien. Nobozo (kaozeal) 23 Meu 2016 da 19:07 (UTC)