Mont d’an endalc’had

Klaoda

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Glaodina)

Klaoda, pe Glaoda, pe Klaod, a zo un anv-badez brezhonek. Dont a ra eus brezhonekadur an anv gallek Claude, a deu eus al latin Claudius. Evel an anv gallek e vez roet koulz da baotred evel da verc'hed.

Anaout a reer stummoù gwregel, Klaodina, Glaodina, diwar ar stumm gallek Claudine.

N'eo ket bet roet an anv brezhonek-se war-eeun, en ur mod ofisiel.

Er yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Klaoda Bro-C'hall gant he feder merc'h,
Loeiza ha Charlotte en diaraog, Marc'harid ha Madalen en adreñv, Eleonor Habsbourg adreñvoc'h.
Poltred graet tregont vloaz war-lerc'h he marv e Levr eurioù ar rouanez Caterina de' Medici.

Henamzer ha Krennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Glaoda Iañ (10 kent JK - 54), impalaer roman,
  • Klaodios Ptolemaios pe Claudius Ptolemaius, muioc'h anavezet dindan an anv Ptoleme (e-tro 90 - e-tro 168), steredoniour hag astrologour henc'hresian
  • Glaoda Besançon (c. 607- 699), sant.
  • prun Glaoda, pe prun ar Rouanez Glaoda, ur ouenn prun, diwar anv Klaoda Bro-C'hall.