Glaoda Laporte
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Claude-Antoine-Raoul Laporte |
Anv-bihan | Claude, Antoine, Raoul |
Deiziad ganedigezh | 6 Kzu 1734 |
Lec'h ganedigezh | Brest |
Deiziad ar marv | 2 Gwe 1792 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | beleg katolik |
Relijion | Iliz katolik roman |
Urzh relijiel | Kompagnunezh Jezuz |
Gouel | 2 a viz Gwengolo |
Glaoda Laporte (Claude Laporte e galleg), ganet e Brest d’ar 6 a viz Kerzu 1734, ha marvet drouklazhet e Pariz d'an 2 a viz Gwengolo 1792, a oa ur beleg hag ur merzher. Unan eus Merzherien Gwengolo 1792 eo, bet lakaet war roll an dud eürus gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.
Gloada Laporte a oa Jezuist ha kelenner e Skolaj jezuist Pariz etre 1757 ha 1759 (hiziv lise Louis le Grand), ha goude-se e Skolaj Orleañs pa voe dismantret e Bro-C'hall Kompagnunezh Jezuz (urzh ar Jezuisted) er bloavezh 1762. Beleget er bloavezh 1763, e labouras dreist-holl e Brest, pa oa kure parrez Sant-Loeiz. Nac’h a reas touiñ sentidigezh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Kaset e voe da brizon Karmez e Pariz, ha lakaet d’ar marv d'an 2 a viz Gwengolo 1792 (e-pad Lazhadegoù Gwengolo).
Eveltañ e oa lakaet ivez d’ar marv Visant Rousseau, Nikolas Verron, ha Fransez al Livec, bet jezuisted eus eskoptioù Kemper ha Leon. Meneg zo eus gouel ar sant en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis Saluden, Jean-Louis Chapalain, Eur brestad epad an XVIIIet kantved : an den eurus Glaoda Laporte, Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1927, 206 p. (Skrid enlinenn) ha war Wikimammenn
- Louis Saluden, Une figure brestoise du XVIIIè siècle : Claude Laporte : 1734-1792, Brest, Moulerez ru ar C'hastel, 1925, 192 p. (Skrid enlinenn)
- Henri Fouqueray, « Claude Laporte une victime des journées de septembre », Les Etudes, t. 86, janv.-fév.-mars 1901, p. 536-551.