Mont d’an endalc’had

Merzherien Gwengolo 1792

Eus Wikipedia

Merzherien Gwengolo 1792 zo 191 beleg ha laik a oa bet lakaet d'ar marv e Pariz d'an 2 a viz Gwengolo 1792, ha bet lakaet war roll ar gwenvidien e 1926.

Da-geñver al lazhadeg a oa dirollet e Bro-Frañs d'an 2 a viz Gwengolo 1792, kalz a dud, beleien ha laiked a oa bet lakaet d'ar marv gant Paotred an Dispac'h galle tiez aet da brizonioù e Pariz, evel kouent an tadoù Karmez ha kloerdi sant Firmin. En o zouez ez eus 191 den bet lakaet war an aoterioù evit bezañ kavet gwelloc'h mervel, kentoc'h eget touiñ sentidigezh d'al lezennoù nevez savet war an Iliz hag ar veleien (Constitution civile du Clergé). Bez e oa anezho tri eskob, 127 beleg, 56 lean pe leanez a bep korn eus Bro-Frañs, ha 5 laik. Lakaet e oant bet da wenvidien gant ar Pab Pi XI, d'ar 17 a viz Here 1926.

Eskopti Kemper ha Leon a rent enor dreist-holl d'an dud eürus Glaoda Laporte, Visant Le Rousseau, Nikolas Verron ha Fransez al Livec. Ar pevar beleg-se a oa eus Kompagnunezh Jezuz (Jezuisted)[1]. Eskopti Naoned a rent enor d'an dud eürus Henri Luzeau de la Mulonnière, Joseph Bécavin, ha Charles Bernard (du Cornillet). Eskopti Roazhon a rent enor d'an dud eürus Julien Poulain du Launay, ha Louis-Laurent Gaultier. Eskopti Sant-Brieg ha Landreger a rent enor d'an dud eürus Erwan-Andrev Guillou a Geranrun, Erwan-Yann-Bêr Rey Kervisic ha Ronan-Jozef Urvoy.

Meneg zo eus gouel an dud-se en deiziadurioù d'an 2 a viz Gwengolo.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Saluden, Jean-Louis Chapalain, Eur brestad epad an XVIIIet kantved : an den eurus Glaoda Laporte, Brest, Moulerez ru ar C'hastell, 1927, 206 p.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Propre de Quimper et Léon : Messes / Sent Eskopti Kemper ha Leon : Overennou, Kemper, 1990, p. 134.