Lazhadegoù Gwengolo

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lazhadeg er châtelet e 1792

Lazhadegoù Gwengolo (galleg: massacres de Septembre) a vez graet eus un heuliad lazhadennoù etre an 2 hag ar 6 pe 7 a viz Gwengolo 1792 e Pariz. Lazhadegoù damheñvel a voe ivez dre Bro-C'hall a-bezh (en Orléans, Meaux, Reims pe Versailles), met gant nebeutoc'h a dud lazhet hag e-pad ur mare hiroc'h.

C'hoarvezout a reas al lazhadegoù-se d'ur mare pa ma oa pennfollet ar reveulzierien c'hall. Aloubet e oa bet Bro-C'hall gant armeoù Aostria ha Prusia, ouzhpenn-se e oa brudoù o redek war un irienn roueelour (« le complot des prisons »). Eus un tu all e oa aon ivez gant ar reveulzierien e vefe un enep obererezh gant ar roueelourien a-enep dezho hag a vefe bet kroget en hañv 1792. Ar vuntrerien pe « septembriseurs » a oa aet e toullioù-bac'h Pariz hag a oa kroget gant lazhadegañ ar brizonidi. E-tro 1 300 a dud a voe lazhadeget garv e Pariz hag ur 150 bennak er peurrest eus ar vro.

Aloubadeg an Tuileries d'an 10 a viz Gwengolo 1792, gant Jean Duplessis-Bertaux, Mirdi Kastell Versailles.

Gant al lazhadegoù-se e teu war-wel un aergelc'h spouron er vro. En dilennadegoù kannaded evit ar c'honvañsion ne voe nemet 10 % eus an dud enskrivet a vote. Ar Venezidi a ya kalz war-raok da geñver ar votoù. Ar gumun emsavet a bouezh war an dilennidi ha n'int ket tost eus outi.

E-pad ar sizhunvezhioù goude an darvoudoù gwadus-se, luskadoù disheñvel ar bolitikerezh er Goñvansion a vez o rebech kenetrezo bezañ awen ar feulster.

Evit ar Gironde, hag o devoa kredet e oa devezhioù reveulziel dic'hortozet, a gompren buan hag a sav a-enep obererezhioù nebeut torfedourien paeet gant Kumun Pariz, Bodad ar surentez hag ar Venezidi. An tamalloù-se a voe kuzhet e-pad Prosez ar roue e miz Genver 1793.

Evit ar Menez e vez goulennet da gentañ e vefe kuzhet an darvoudoù, soñjal a ra dezho ez eo gant devezh an 10 a viz Eost, an darvoudoù reveulzier o deus bet roet an tu d'ar Republik da genel. Goude ma vefe bet riñset ar re Girondins e-pad devezhioù kabaduilh an 31 a viz Mae hag an 2 a viz even 1793, ar Menez a rebech dezho da vezañ chomet dioberiant e-pad al lazhadegoù. E-pad Prosez ar re Girondins, e miz Here 1793, ar re-se a vez rebechet dezho bezañ bet a-dreñv al lazhadegoù.

Goude kouezhadenn Robespierre an 9 thermidor, lazhadegoù Gwengolo na vezont ket degemeret en distaoliadenn a-fed feulsterioù an 20 a viz Even 1792. Klasket e vez kavout an torfedourien met pennoù politikel ar mare a zo bet lazhet dija. Ne chom nebeut emsaverien da varnañ; tri a zo kondaonet da 20 vloaz dindan houarn. An darn anezho a zo lakaet digablus, ar juri a zisklêrie a-benn neuze ne oa ket anat o kablusted evit an torfed.

Ur wech barnet an afer, al luskadoù politikel a zo enebet war ar perak eus al lazhadegoù-se. An demokrated a-sav a-enep ar fed ma vefe bet raksoñjet an taol, evito e oa kounar ar boblañs en devoa tarzhet a daol trumm.

Ar re roueelourien pe enep-reveulzierien a embann e oa ur binijenn santel, lakaet da dalvezout dre torfedoù pe sioù niverus ar mat, ar relijion. Evito e seblant anat a-walc'h e oa bet prientet an taol. Diazezet eo o selloù war eñvorennoù an dreistbeverien evel les Mémoires sur les jours de septembre 1792, gant Berville ha Barrière.

Ret eo gortoz hanter an XIXvet kantved ha levrioù Louis Mortimer-Ternaux ha Granier de Cassagnac, embannet gant nebeut blovezhioù etrezo evit gwelet oberennoù o komz eus al lazhadegoù-se. Ar re gentañ eo a embann sifroù diazezet war dielloù resis, dreist-holl rolloù an toullioù-bac'h eus Pariz. Kollet eo bet abaoe ar rolloù-se pa voent devet gant tan-gwall Kumun Pariz 1871.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]