Mont d’an endalc’had

Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Visant Le Rousseau)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Visant-Jozeb Rousseau Rozenkoad (Vincent-Joseph Le Rousseau de Rosencoat, eus e anv ofisiel) a oa ur beleg breizhat, ganet d’an 3 a viz Gouere 1726 e straed ar Forn, e Kastell-Nevez-ar-Faou. E dad a oa an aotrou Pêr-Mari Rousseau Rozenkoad, letanant senechaliezh ar C'hastell-Nevez.

Mont a ra da veleg, stag ouzh Kompagnunezh Jezuz, da lâret eo, e oa jezuist. Anvet eo kelenner tro-ha-tro e Arras, Kemper ha Nevers. Dont a ra war e giz d'e vro e 1774, pa voe lakaet da benn-aluzener, pe rener, kouent an Ursuladezed e Karaez. E 1780 e adkaver anezhañ evel rener kouent ar Vizintanezed, straed ar Vag-treizh (r. du Bac) e Pariz.

Harzet eo e-pad an Dispac'h bras dre ma nac'h touiñ al le d'al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien.

Boureviet ha lazhet e voe d’an 2 a viz Gwengolo 1792 e-barzh leti kouent ar Garmez, e Pariz (Bro-C'hall), e-pad ar pezh a zo bet anvet "Lazhadegoù Gwengolo"[1]. Lesanvet eo bet "ar gwenvidig" war-lerc'h. Ur werenn-livet en e enor a c'haller gwelet en iliz-parrez Kastell-Nevez-ar-Faou.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 122