Gamma (lizherenn)
Neuz
Lizherenneg c’hresianek | |
Α α | Β β ϐ |
Γ γ | Δ δ |
Ε ε ϵ | Ζ ζ |
Η η | Θ θ ϑ |
Ι ι | Κ κ ϰ |
Λ λ | Μ μ |
Ν ν | Ξ ξ |
Ο ο | Π π ϖ |
Ρ ρ ϱ | Σ σ ς |
Τ τ | Υ υ |
Φ φ ϕ | Χ χ |
Ψ ψ | Ω ω |
Lizherennoù diamzeret | |
---|---|
Ϝ ϝ | Ϙ ϙ |
Ϛ ϛ | Ͳ ͳ |
Ͱ ͱ | Ϸ ϸ |
Ϻ ϻ |
Trede lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo gamma γάμμα (Γ, γ) hag a dalvez 3 hervez ar reizhiad niverenniñ c'hresianek.
Distaget e vez [g] e gresianeg klasel ha [γ] pe [ʝ] dirak [i] pe [ε] e gresianeg a-vremañ.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek gimel . War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek Г ([g]) diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.
Implijoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies ez implijer Γ, γ da aroueziañ un argemmenn er skiantoù (fizik ha matematik dreist-holl).
Sterioù arbennik zo d'al lizherenn war lod tachennoù-labour.
- Luc'hskeudennerezh, skinwel ha skrammoù an urzhiataerioù : dre ar reizhadur Gamma e kempenner diskemm ar skeudenn a weler war ar skramm evit hec'h azasaat ouzh lagad an den dre an atalad
m'emañ Vout kreñvder pep pik liv a weler, A un arstalenn ha Vin kreñvder pep pik evel ma teu er-maez eus an ardivink video.
- 1 gamma eo unanenn douester ur gwarellvaez, 1 gamma = 10−9 Tesla pe 1 nanotesla.
- Ar skinoù gamma eo laez ar skalfad tredanwarellek.
- Skinoù Gamma a reer ivez eus skinoù dibar a vez bannet gant un empenn, war-dro 40 hertz o zalm.
Pennlizherenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar bennlizherenn Γ ez arouezier :
- Ar gevreizhenn Gamma e matematik.
- An dasparzh Gamma er feurjediñ hag er jediñ tebegennoù.
- Arouez Christoffel en arlakadurezh Relativelezh hollek Albert Einstein.
- Feur an disvannadur en ijinerezh an tredan.
- Ledander ul linenn e skalfad tredanwarellek un atom, a zo liammet gant gremm e dolz.
Stumm bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant al lizherenn vihan γ ez arouezier :
- Arstalenn Euler-Mascheroni e matematik.
- Muzul arvar ar merañ e matematik ar c'hellid.
- Ar foton, a zo ur rannig-diazez e fizik.
- Ar skinoù Gamma er fizik hag er steredoniezh.
- Parenn Lorentz er relativelezh hollek hag er steredoniezh.
- Feuriader disgwrezel (i. e. adiabatek) ur gaz e fizik ; Al lizherenn κ kappa (lizherenn) a vez arveret ivez.
- Arstalenn treled ur wagenn dredanwarellek en ijinerezh an tredan hag en dredanwarellouriezh.
- An trede steredenn skedusañ en ur steredeg.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |