Relativelezh hollek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudennadur diventek eus gwaradur an egor-amzer. Bezañs an danvez a gemm mentoniezh an egor-amzer.

Ar Relativelezh hollek (pe an Damkaniezh hollek eus ar relativelezh) zo anezhi an damkaniezh mentoniezhel eus ar gravitadur embannet gant Albert Einstein e 1915-1916.[1][2]

Unvaniñ a ra ar relativelezh ispisial, lezenn ar gravitadur hollvedel savet gant Newton, hag ar santimant e c'hall bezañ deskrivet ar buanadur gravitadurel gant gwar an egor hag an amzer. Hervez ar relativelezh hollek ez eo produet gwar an egor-amzer gant an tenor eus tolz-energiezh ha momentom an danvez en egor-amzer.

Disheñvel eo ar Relativelezh Hollek diouzh an Damkaniezhioù metrek all eus ar Gravitadur dre e implij eus Kevatalenn Einstein evit liammañ natur an egor-amzer ha gwar an egor-amzer.

Un diazez eo deuet da vezañ an deorienn-mañ evit meur e gelenn : astronomiezh, kosmologiezh hag astrofizik. Deskrivañ a ra ent-reizh hag ent-resis meur a anadenn na oa ket ar fizik klasel evit displegañ, fiñv periheliennek ar planedennoù pe krommadur gouloù ar stered gant an Heol da skouer. Ganti ez eus bet gallet rakwelet e vije kavet ar gwagennoù gravitadurel, an toulloù du hag emled an Hollved. Koulskoude ne seblante ket da Einstein e oa an Hollved oc'h en em ledañ, met kendrec'het eo bet o welet disoc'hoù arselladurioù ar galaksiennoù gant Edwin Hubbles.

Savet e oa an deorienn dispac'hel all, mekanikerezh ar c'hwanta, goude ul labour a-stroll, ar relativelezh hollek avat a zo bet savet gant un den hepken, Einstein. Harpet eo bet gant Marcel Grossman evit ar matematikoù implijet hepken.


Notennoù[kemmañ]

  1. Einstein, Albert (November 25, 1915). "Die Feldgleichungun der Gravitation". Sitzungsberichte der Preussischen Akademie der Wissenschaften zu Berlin: 844-847. Kavet 2006-09-12
  2. Einstein, Albert (1916). "The Foundation of the General Theory of Relativity" (PDF). Annalen der Physik. Kavet 2006-09-03