Mont d’an endalc’had

Fredy Hirsch

Eus Wikipedia
Fredy Hirsch
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denפרדי הירש Kemmañ
Anv ganedigezhAlfred Hirsch Kemmañ
Anv-bihanFredy, Alfred Kemmañ
Anv-familhHirsch Kemmañ
AnvAlfred Hirsch Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 C'hwe 1916 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAachen Kemmañ
Deiziad ar marv8 Meu 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvAuschwitz-Birkenau, Auschwitz-Birkenau, Oświęcim Kemmañ
Kompagnun(ez)Jan Mautner Kemmañ
Place of detentionAuschwitz-Birkenau, Theresienstadt Ghetto Kemmañ
Micherpedagogue, resistance fighter, educator Kemmañ
Tachenn labourparenting Kemmañ
Bet war ar studi eCouven-Gymnasium Kemmañ
Lec'h annezPraha II, Düsseldorf Kemmañ
Tuadur revelheñvelrevelezh Kemmañ
Ezel eusSkoutelezh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezQ76357994, Q76420285 Kemmañ
Subject has roleHolocaust victim Kemmañ
Ur bloc'had e kamp-bac'h Theresienstadt
Plakenn goun e Stolperstein, lec'h bevañ yaouankiz Fredy Hirsch
Plakenn goun e Stolperstein lec'h ma voe ganet Alfred Hirsch

Alfred Hirsch (hebreeg : פרדי הירש‎), ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1916 ha marvet d'an 8 a viz Meurzh 1944, a oa ur sportour, kelenner ha stourmer sionour yuzev eus Alamagn. Brudet e voe evit bezañ sikouret milieroù a vugale yuzev e-pad dalc'hidigezh alaman Tchekoslovakia pa oa e Praha, e kamp-bac'h Theresienstadt, ha goude-se en Auschwitz. Hirsch a oa penn-rener ar vugale e Theresienstadt ha penn al lodenn eus ar c'hamp-bac'h evit ar vugale anvet kamp ar familhoù e kampoù Theresienstadt hag Auschwitz II-Birkenau.

Dre ma oa orinoù alaman gantañ, ma oa un den gant arwarzh, fardet brav bepred, deuet e oa a-benn da varc'hata gant ar warded SS gwelladennoù evit ar vugale. Evel-se e oa deuet a-benn da saveteiñ anezho e-pad nebeut amzer diouzh an deportadur, o kaout un tamm boued ouzhpenn ivez. Hirsch gant e harperien a oa deuet a-benn da genderc'hel da genteliañ ar vugale dre guzh a-fed yuzevegezh, istor. Hirsch a oa reut a-fed sport, kenurzhierezh, hag ivez a-fed propentez, ar pezh en doa lakaet ar feur mervel evit ar vugale da zigreskiñ kalz.

Ar c'hamp evit ar familhoù a oa da vezañ lazhadeget d'an 8 a viz Meurzh 1944. Hirsch hag a oa brudet ha sentet mat a oa da vezañ lakaet e penn un emsavadeg. Hervez lod mammennoù diasur e vefe en em lazhet evit chom hep gwelet ar vugale dindan e garg o vezañ lazhet. Hervez lod all e voe ampoezonet gant medisined yuzev evit chom hep kaout un emsavadeg ha saveteiñ o buhez dezho o-unan.