Francisco Franco
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Francisco Franco Bahamonde |
Anv ganedigezh | Francisco Paulino Hermenegildo Teódulo Franco Bahamonde |
Anv-bihan | Francisco |
Anv-familh | Franco |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Bahamonde |
Treuzskrivadur API | fɾanˈθisko ˈfɾaŋko |
Deiziad ganedigezh | 4 Kzu 1892 |
Lec'h ganedigezh | Ferrol |
Deiziad ar marv | 20 Du 1975 |
Lec'h ar marv | Madrid |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | heart failure |
Lec'h douaridigezh | Grave of Francisco Franco at Mingorrubio Cemetery |
Tad | Nicolás Franco Salgado-Araújo |
Mamm | Pilar Bahamonde y Pardo de Andrade |
Breur pe c'hoar | Pilar Franco Bahamonde, Nicolás Franco Bahamonde, Ramón Franco Bahamonde |
Pried | María del Carmen Polo Martínez-Valdés |
Bugel | Carmen Franco, 1st Duchess of Franco |
Kar | Ramona Polo Martínez-Valdés, Ramón Serrano Suñer, Francisco Franco Salgado-Araujo |
Yezh vamm | spagnoleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | spagnoleg |
Bet war ar studi e | Toledo Infantry Academy |
Lec'h annez | Royal Palace of El Pardo |
Lec'h labour | Madrid |
Deroù ar prantad labour | 1907 |
Dibenn ar prantad labour | 1975 |
Strollad politikel | Falange Española Tradicionalista y de las JONS |
Relijion | Katoligiezh |
Liv an daoulagad | gell |
Grad milourel | generalissimo |
Brezel | Brezel ar Rif, Asturian miners' strike of 1934, Brezel Spagn, Ifni War |
Skour lu | Spanish Armed Forces |
Facial hair | toothbrush moustache |
Francisco Paulino Hermenegildo Teódulo Franco y Bahamonde, ent-berr Francisco Franco ([fɾanˈθisko ˈfɾaŋko]), ganet d’ar 4 a viz Kerzu 1892 e Ferrol (Galiza) ha marvet d'an 20 a viz Du 1975 e Madrid, a oa ur jeneral spagnol. Tizhout a reas ar galloud evel ezel pennañ al luskad eus an Tu-dehou pellañ anvet ar Falañs. Penn Stad Spagn a voe etre 1939 ha 1975 ma renas e vro evel un diktatour (graet e vez ar renad frankoour eus ar marevezh-se) gant an titl a Caudillo (sturier): Generalísimo Francisco Franco, Caudillo de España por la Gracia de Dios (ar Jeneralisim Francisco Franco, Sturier Spagn dre c'hras Doue).
Alies e vez keñveriet gant diktatour Portugal António de Oliveira Salazar.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Franco a oa ganet en ur familh soudarded, ha daoust ma felle dezhañ servijout er morlu ez eas da soudard en arme zouar. Kemer a reas perzh e Brezel ar Rif e Maroko, hag e teuas da vezañ jeneral yaouankañ Europa e 1926[1]. Goude e zistro er vro-benn e renas mougadur feuls un harz-labour renet gant an anarkourien e 1934, dindan gouarnamant mirour Alcalá-Zamora. Da-heul savidigezh ur gouarnamant Talbenn ar Bobl, ennañ strolladoù disheñvel eus an tu kleiz, e kreskas ar feulster er vro. Kreñvoc'h e teuas ar feulster da vezañ etre ar strolladoù emsaverien bolitikel pa oa drouklazhet unan eus pennoù al luskad mirour er parlamant, José Calvo Sotelo, da zialañ muntr José Castillo[2]. Franco hag e geniriennerien a implijas marv Calvo evel o digarez da loc'hañ ar brezel, daoust m'o doa dija savet o steuñv d'en em sevel[3].
Franco hag an arme a glaskas seveniñ un taol-Stad a-enep gouarnamant an Talbenn broadel. C'hwitañ a reas an taol-Stad ha tarzhañ a reas Brezel diabarzh Spagn. E-pad ar stourm etre ar vroadelourien hag ar Republikaned e teuas Franco da vezañ penn e gostezenn. Goude m'en doe gounezet ar brezel diabarzh gant skoazell vilourel Italia hag Alamagn e tivodas Parlamant Bro-Spagn. Diazezañ a reas neuze un diktatouriezh eus an tu-dehou a badas betek 1978, pa oa savet ur vonreizh nevez. E-doug an Eil Brezel-bed e heulias Franco, ent-ofisiel, ur politikerezh divrezelekaerezh ha diwezhatoc'h ur politikerezh neptuegezh, abalamour ma ne oa ket adsavet Spagn diwar distrujoù bras ar brezel diabarzh. Koulskoude e harpas emouestlidi ar rannarme c'hlas a stourmas a-du gant armeoù an Ahel e Talbenn ar Reter. Displijout a rae kenañ da Fulgencio Batista, a ginnigas, e-pad an Eil Brezel-bed, ur gevredadenn etre ar Stadoù-Unanet ha broioù Suamerika da argadiñ Spagn ha diskar renad Franco[4].
Goude fin an Eil Brezel-bed e talc'has Franco e c'halloud e Bro-Spagn a-drugarez da vuzulioù strizh : lemel en un doare sistematek ar soñjoù eneberezh dre gontrollerezh ar c'hazetennoù ha rediezh an dud[5],[6], prizoniañ an enebourien d'e ideologiezh e kampoù er vro a-bezh (evel Los Merinales e Seville, San Marcos e León, Castuera e Extremadura, ha Miranda de Ebro)[7], al labour ret er prizonioù[8], hag implij ar c'hastiz a varv hag eus kastizoù prizon pounner da zibennadiñ e enebourien bolitikel[9]. E-pad ar Brezel yen e savas ar Stadoù-Unanet ur c'hevredad diplomatek ha kenwerzh gant Bro-Spagn, abalamour da bolitikerezh enepkomunour Franco. Ar prezidant amerikan Richard Nixon a evas memes da yec'hed Franco[10], ha, goude marv Franco, e tisklêrias : «Ar jeneral Franco a oa ur mignon hag ur c'hevredad leal eus ar Stadoù-Unanet»[11]. Goude e varv e krogas Bro-Spagn da vont tamm-ha-tamm trema an demokratiezh. Hiziv e vefe difennet gant al lezenn arouezioù renad Franco, evel an ardamezioù broadel a veze implijet dindan e renad pe ar banniel e erer impalaerel, e Bro-Spagn(Daveoù a vank).
Marv ha kudenn ar c'horf
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Here 2019 e voe fiñvet relegoù Franco ha beziet anezho e bez e wreg en Mingorrubio, beziet e oa bet hag un-dro e-pad ul lid prevez[12].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Francisco Franco. Spartacus.Schoolnet.co.uk. Kavet : 2 December 2009.
- ↑ Beevor, Anthony. The Spanish Civil War. London: Penguin, 1982. p 49.
- ↑ Beevor, Anthony. The Spanish Civil War. London: Penguin, 1982. p 51.
- ↑ "Batista's Boost", Time, January 18, 1943. Retrieved March 2, 2010.
- ↑ Sinova, J. La censura de prensa durante el franquismo/ The Media Censorship During Franco Regime. Random House Mondadori. ISBN 84-8346-134-X.
- ↑ Lázaro, A. James Joyce's encounters with Spanish censorship, 1939–1966. Joyce Studies Annual, 1 Jan 2001.
- ↑ Rodrigo, J. Cautivos: Campos de concentración en la España franquista, 1936–1947, Editorial Crítica.
- ↑ Gastón Aguas, J. M. & Mendiola Gonzalo, F. (eds.) "Los trabajos forzados en la dictadura franquista: Bortxazko lanak diktadura frankistan." ISBN 978-84-611-8354-8
- ↑ Duva, J. Octavio Alberola, jefe de los libertarios ajusticiados en 1963, regresa a España para defender su inocencia Diario El País, 9 November 1998
- ↑ John T. Woolley and Gerhard Peters, Toasts of the President and General Francisco Franco of Spain at a State Dinner in Madrid, The American Presidency Project. Santa Barbara, California: University of California (hosted), Gerhard Peters (database). Lennet enlinenn d'ar 24 a viz Mae 2008.
- ↑ New York Times. "Nixon Asserts Franco Won Respect for Spain." 21 a viz Du 1975, Gwener, p 16.
- ↑ https://www.theguardian.com/world/2019/oct/23/francos-remains-to-finally-leave-spains-valley-of-the-fallen