Fulgencio Batista

Fulgencio Batista y Zaldívar, lesanvet El Mulato Lindo (an hiron koant), El Hombre (ar gwaz), ganet d'ar 16 a viz Genver 1901 e Banes, tri bloaz bennak goude dieubidigezh ar vro diouzh trevadennerien Spagn, e proviñs Oriente (hiriv e proviñs Holguin), e Kuba, a oa un ofiser eus arme Kuba, deuet da vout politikour ha prezidant ar republik entre 1940-1944, ha diktatour goude un taol-stad e 1952, dilennet e 1954 ha diskaret e 1958.
E dad, Belisario Batista Palerma, a oa ur guajiro (kouer). Mervel a reas e dud a-raok e 13 vloaz. Kuitaat a reas ar skol da vezañ darbarer kemener. Labourat a reas el labouradegoù-sukr a-raok mont da studiañ da vezañ perukenner ha troc'her barv. A-benn ar fin, da 20 vloaz, ez eas da soudard.
Politiker[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar mafia stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù Lucky Luciano, Meyer Lansky ha Santo Trafficante.
Lamm a voe roet dezhañ gant Dispac'h Kuba (1958-1959), renet gant Fidel Castro.
Tec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an 31 a viz Kerzu 1958, da glask repu d'ar Republik Dominikan. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e La Habana un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.
Manuel Urrutia a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.
Alese ez eas Fulgencio Batista da chom da Enez Madeira. Echuiñ a reas e vuhez e Spagn ha mervel a reas d'ar 6 a viz Eost 1973, d'an oad a 72 vloaz, e Guadalmina, e-kichen Marbella, en Andalouzia, manket dezhañ e galon. Hervez lod, hogen hep prouenn, e vije bet kaset ur strollad muntrerien gant Fidel Castro, daou zevezh a-raok e varv, d'e lazhañ.