Falanks

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad falanks (disheñvelout) zo ivez.
Soudarded ar falanks, Maen-sonn ar Bultured .

Ar falanks[1] [2] (φάλαγξ /phálanx e gregach), pe falañs[3][4][5] ha falans[6] c'hoazh a oa un aozadur armet, krouet en Henc'hres, evit ober brezel. Komz a reer eus falanks klasel, hini an hoplited, adalek ar VIIvet kantved kent JK, ha falanks Makedonia dreist-holl adalek ar IVvet kantved kent JK, hag a voe benveg aloubadegoù Alesant Veur. Koulskoude, adalek kreiz an IIvet kantved e voe trec'het gant al lejion roman, dre ma oa gwevnoc'h ha hefiñv.

Falanks Sumer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istorourien zo a wel roud kentañ ar falanks e Mezopotamia, er IVvet milved, pa oa ganet sevenadurezh Sumer. En IIIde milved e tiorroas impalaeriezh Sagon diazezet war ar falanks, un arme war droad hag enni soudarded armet gant goafoù ha skoedoù bras a guzhe ar c'horf, evel ma weler war Maen-sonn ar Bultured .

Falanks an hoplited[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudenn empentet eus un armead hoplited o kerzhout en ur falanks.

Stankik eo implij ar ger en Ilias, gant Homeros : 34 gwech en holl. Implijet eo bet ivez gant Hesiodos, en Teogonia. Da gentañ e oa savet ar falanks gant keodedourien ar polisoù gresian a stourme evit difenn o c'heoded. Ne oa ket un aozadur milourel hepken met ur gumuniezh tud par;

Skoaz-ouzh-skoaz e kerzhe hoplited Henc'hres, etre -800 ha -350 kent JK, ha stok-ha-stok e veze o skoedoù ganto, ma raent evel ur voger, gant o goafoù troet war-du an enebourien. Brezelourien c'hresian a veze gopret en Egipt adalek amzer ar faraon Psammetik Iañ.


Falanks Sparta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Emgann C'haeronea, e 338 kent JK e weler fin ar falanks hoplitek, pa voe faezhet gant falanks Makedonia, disheñvel e neuz hag e zoare-brezeliñ.

Falanks Makedonia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Falanks Makedonia gant o goafoù hir.

En 359 kent JK e tegouezhas Fulup II er galloud e Makedonia, hag adaozañ a reas an arme. ur bagad soudarded a vicher, war droad, a oa dija, anvet [pezhetairoi]. Hervez Diodoros Sikilia, « Ar roue a roas d'e armeoù gwelloc'h aozadur, gwelloc'h armoù, hag a reas dezho embreger evit kustumiñ ouzh ar brezel. Empentiñ a eure fetisaat o regennadoù ma savas falanks Makedonia. » — Biblioteka historica, XVI, 3, 1-2

Gant e soudarded e veze pep a goaf hir (betek 7,6 m) anvet sarissa, gant begoù arem, a veze dalc'het gant an daou zorn, ken n'halled ket ober gant an aspis koilè, skoed an hoplited, en devoa lezet e lec'h d'ur skoed bihanoc'h, un 60 cm treuz.

Azginivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tostaat a reer a-wechoù doare ar falanks ha re an armeoù suis adal ar XVvet kantved.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E Geriadur Vallée, 1931 : falan(k)s... (gerioù deveret : falanksad, falanksti).
  2. E Geriadur Hemon-Huon, 2005.
  3. Geriadur galleg-brezhoneg Martial Ménard.
  4. Pêr Drezen, Geriaouegi Ekonomiezh, Geografiezh, Istor, TES.
  5. E Dictionnaire classique français-breton gant Reun ar Glev, 1992, pajenn 2693a.
  6. ROPARZ HEMON, NOUVEAU DICTIONNAIRE BRETON FRANÇAIS 6e ÉDITION revue et augmentée, 1978, pajenn 290b.