Mont d’an endalc’had

Falanksti

Eus Wikipedia
Raktres ur falanksti, hervez Charles Fourier.
Falanksti en Monmouth County, New JerseyJ, SUA.

Ur falanksti[1] (diwar falanks ha ti), pe falansti[2], pe falañsti[3] pe falañster[4] (phalanstère e galleg, diwar phalange/falanks hag an dibenn stère evel er ger monastère/manati[5].) , zo un ti ma'z eo bodet an elfennoù a zo ezhomm da vevañ en ur gumuniezh anvet falanks, diwar anv an arme en Henc'hres. Krouet e oa bet ar meizad gant ar prederour gall Charles Fourier ha kaset da benn gant meur a hini eus e ziskibien.

Ar falanksti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar falanksti, hervez Charles Fourier, zo ur seurt leti kenlabour ma c'haller degemer pevar c'hant tiegezh (war-dro daou vil den) e-kreiz un domani 800 devezh-arat ma vez gounezet frouezh ha bleunioù da gentañ -penn. Deskrivañ a ra ivez an trepasoù tommet, ar predvaoù bras, ar c'hambreier plijus.

Falankstioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Falanksti La Colonie, e Condé-sur-Vesgre.

Meur a falanksti a voe krouet en XIXvet kanved e Bro-C'hall ha SUA dreist-holl.

Falanksti Godin e Guise
  • 1887: Familistère Godin, a-hed ar Willebroek-Kanale, e Brussel, Belgia .
  • Falanstério do Saí, e Brazil
  • 1903 : L'Esssai, en Ardennes (Bro-C'hall), trevadenn anarkourien savet gant Jean-Charles Fortuné Henry à Aiglemont.
  • 1906 : L'Abbaye de Créteil, pe Groupe de l'Abbaye, pe « L'Abbaye », stroll arzourien savet war patrom ar falanksti gant ar barzh Charles Vildrac hag ar romantour Georges Duhamel.
  • 1920 : e Minusio, e-tal Locarno, e Tessino, e Suis, gant Hans Brunner (1887-1960)

Hag ivez :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louise Bachelet, Phalanstère du Brésil. Voyage dans l'Amérique méridionale, 1842
  • Mathieu Briancourt: Visite au Phalanstère, Librairie Phalanstérienne, 1848 Pariz.
  • Auguste Savardan: Naufrage au Texas. Observations et impressions recueillies pendant deux ans et demi au Texas et à travers les Etats-Unis d'Amérique, Garnier Frères, 1858, Pariz.
  • THIAGO, Raquel. Fourier - Utopia e Esperança na Península do Saí. Blumenau: Editora da FURB, 1995. ISBN 8571140383 ISBN 9788571140387

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]