Kaozeal:Falanks

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Falañs" e Geriadur M. Menard, "Falañs " ivez er skolioù (Geriadur Drezen/TES).

N'eo ket sinet, neuze ne lennan ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 05:44 (UTC)[respont]
phalange falañs-où, lennet e-barzh : KREIZENN AR GERIAOUIÑ - Dictionnaire breton des sciences et des techniques - Geriaouegoù Diwan - Istor geografiezh ekonomiezh hag e sinan...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:15 (UTC)[respont]
PHALANGE, — macédonienne falan(k)s f. (strollad Makedoniz) ; [...]. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 555a.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:22 (UTC)[respont]
phalange gp. falans* 1; r. cs. mell 1; mailh 1. ROPARZ HEMON, NOUVEAU DICTIONNAIRE BRETON FRANÇAIS 6e ÉDITION revue et augmentée, 1978, pajenn 290b.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:32 (UTC)[respont]

Phalange, falanks, e geriadur Hemon-Huon, 2005. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:23 (UTC)[respont]

O skrivañ er mes amzer oamp, gant ma enrolladenn oa bet diverket da enrolladenn-te. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:46 (UTC)[respont]

Ne dremenan ket ma amzer o lemel traoù  : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Falanks&diff=prev&oldid=1752385. Pa ne seller ket gant daoulagad ar gasoni, pe re ar feiz fall, e weler "falans" skrivet div wech bremañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 11:54 (UTC)[respont]

!!!!! Ma n'eo ket bet lamet "falans" ganeoc'h gant piv eo bet graet neuze ????? Pezh a welan-me skrivet eo : "falañs" ha "falans" ha n'eo ket dallet ma daoulagad na gant ar gasoni na gant ar feiz fall, dre chañs.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:03 (UTC)[respont]

Mat eo, n'em boa ket taolet pled etre "falañs" ha "falans" ... un tamm re soutil evit ma spered pout ha ma daoulagad fall ... ha techet on da vezañ kizidik evit an deizioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:11 (UTC)[respont]

Ya, ya, evel-just...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:13 (UTC)[respont]

Ur blijadur kavout tud leun a gompren ... Lamadenn graet gant dorn dizanv Kolpo? https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:92.135.66.107 Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:16 (UTC) Goude lenn kant gwech gant ma daoulagad fall ne welan ket pelec'h em bije graet an torfed tamallet ... ma karfes sklêrijenniñ un empenn louedet ... ha diskouez din pelec'h emañ ma zorfed ha ne welan ket mat ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:24 (UTC)[respont]

Ne gomprenan takenn ! "dorn dizanv Kolpo" ????? N'oc'h ket arru tremen skuizh gant ho sorc'hennoù ? Emaoc'h o redek war-lerc'h spesoù hag a vagit hoc'h-unan...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:45 (UTC)[respont]

Dousik! dre fent e laran se (ne gredan e-barzh ar benveg fentus diskoachet dimp gant al Lagad Zoltec en deiz all, e sorc'henn eo, n'eo ket ma hini, ar brouenn amañ splann : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_25,_bloaz_2017&diff=prev&oldid=1752103) ... ha cheñch a rez ar gaoz : pe eo me am eus graet an torfed pe n'eo ket : lavar fraezh 'ta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 13:57 (UTC)[respont]

Dousikoc'h, mar plij ganeoc'h ! Tuchantik e sellen "gant daoulagad ar gasoni, pe re ar feiz fall" hervezoc'h ha bremañ e vefe ret din reiñ skoazell deoc'h. "torfed" ?????!!!!! Mont a ra mat ? "al Lagad Zoltec" : paouezit da gaozeal gant dismegañs eus an implijerien all, kazus eo ! It da lenn e-barzh "Istor stummoù disheñvel "Falanks"" ha mat pell zo.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 14:11 (UTC)[respont]

Ret vo dit displegañ pelec'h e welez dismegañs (etre ar gerioù?), rak n'on ket vit heuliañ ken ... na fazi na torfed n'on ket bet gouest da welout, neuze ma ne fell ket dit bezañ resisoc'h ne vin ket evit krediñ... me ne welan nemet ur c'hemm graet gant un dorn dianav, ha te ne fell ket dit larout petra 'welez, gant aon da reiñ skoazell, ma komprenan mat. Evel-se bezet graet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 14:55 (UTC)[respont]

Aze? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Falanks&type=revision&diff=1752377&oldid=1752366. Gant piv? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Mez 2017 da 15:41 (UTC)[respont]

Ma n'eo ket bet lamet ar ger falans gant Bianchi-Bihan (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Falanks&diff=next&oldid=1752381) gant piv neuze ? An avel ?--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2017 da 16:50 (UTC)[respont]

Ranket em eus chom pemp munut dirak ar c'hevrin evit kompren pelec'h e oa. Gwashat torfed am boa graet, hen anzav a ran. Kement-se a brou, anat dit, on ur mac'homer bras. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 17:02 (UTC)[respont]