Doc Penfro
Doc Penfro (Pembroke Doc e saozneg) zo ur gêr eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Emañ e-kichen Penfro, e goueled aber ar stêr Cleddau, a-dal da gêr Neyland. An trede kêr vrasañ e Sir Benfro eo Doc Penfro, gant 9 753 a annezidi e 2011.
Savet e voe ar gêr e 1814 pa voe kroget gant Morlu ar Rouantelezh da sevel liestri eno. Moret e voe an daou lestr kentañ, Valorous hag Ariadne, e miz C’hwevrer 1816. Dre ma oa ezhomm da zifenn ar chanter lestrsaverezh e teuas Doc Penfro da vezañ ur gêr leun a soudarded, gant kazarnioù savet e 1844. Moret e voe al lestr diwezhañ e 1922, ha serret e voe ar chanter da vat e 1926.
E 1931 e voe savet un aerborzh gant Aerlu ar Rouantelezh. E-pad an Eil Brezel-bed e voe un tan-gwall bras eno, d’an 19 a viz Eost 1940, pa voe bombezet beolioù tireoul gant nijerezed alaman.
Aet eo an arme kuit bremañ hag uhelik eo feur an dilabour er vro. Oberiant eo ar porzh atav avat : gant ar gompagnunezh Irish Ferries ez eus listri-treizh da vont bemdez da Ros Láir en Iwerzhon.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Phil Carradice (g. 1947), skrivagner saoznek