Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 10: | Linenn 10: | ||
<br /> |
<br /> |
||
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat [[Goueloù]]. |
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat [[Goueloù]]. |
||
A-wechoù koulskoude e vez graet anv eus "taol-mouezh KLT", da lavaret eo, al lodenn eus ar brezhonegva ma vez pouezmouezhiet ar gerioù war ar silabenn eildiwezhañ, ar pezh a c'hoarvez e Leon a-bezh, e Treger a-bezh (war-bouez nebeut), hag ul lodenn vras eus Kernev. |
|||
== Notennoù == |
== Notennoù == |
Stumm eus an 17 Her 2010 da 16:15
An doare-skrivañ KLT a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 hag ar bloavezhioù 1950. Ne vez ket graet gantañ ken.
Istor
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en Emgleo ar Skrivagnerien, o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù Leon, Kerne ha Treger, alese an anv KLT. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel Frañsez Vallée pe Emil Ernod. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant Frañsez Vallée hag e gelaouenn Kroaz ar Vretoned, met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel Gwalarn pe Feiz ha Breiz. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar gwenedeg.
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel Langleiz, da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ peurunvan.
Nevez-flamm: "Komz KLT"
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet KLT a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez Bro-Wened, gant Gwenedourien zo hag a sell ouzh rannyezhoù an teir bro vrezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo[1].
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat Goueloù.
A-wechoù koulskoude e vez graet anv eus "taol-mouezh KLT", da lavaret eo, al lodenn eus ar brezhonegva ma vez pouezmouezhiet ar gerioù war ar silabenn eildiwezhañ, ar pezh a c'hoarvez e Leon a-bezh, e Treger a-bezh (war-bouez nebeut), hag ul lodenn vras eus Kernev.
Notennoù
- ↑ Abadennoù Ken tuch', kenskrivet gant Goulwena An Henaff