Jean-Yves Lagadeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:


== Rener embannerezh ar geriadur brezhoneg kentañ ==
== Rener embannerezh ar geriadur brezhoneg kentañ ==
Asamblez gant [[Martial Ménard]], Jean-Yves Lagadeg a zo bet rener <ref> Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»</ref> ar skipailh en deus savet ar '''Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù''', embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne oe ket gwelet o kinnig ha displegañ e labour ken alies.
Asamblez gant [[Martial Ménard]], Jean-Yves Lagadeg a zo bet rener <ref> Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»</ref> ar skipailh en deus savet ar ''[[Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù]]'', embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne oe ket gwelet o kinnig ha displegañ e labour ken alies.


== Saver ur raktres evit embann [[yezhadur]] bras nevez ar brezhoneg ==
== Saver ur raktres evit embann [[yezhadur]] bras nevez ar brezhoneg ==

Stumm eus an 19 C'hwe 2020 da 07:46

Jean-Yves Lagadeg (Lagadec er marilhoù), ganet e Pontekroaz d'an 6 a viz Gouere 1949 ha marvet e Kemper d'an 12 a viz C'hwevrer 2020, a oa kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg, geriadurour ha yezhoniour brezhoneg.

Buhez

E familh a oa paour a-walc'h, pa oa e vamm ul labourerez en ur stal fritur hag e dad ur micherour-douar. Ur mab koshoc'h egetañ o doa ivez. Pa oa an darnvuiañ eus ar familhoù o chom e Kêr ar Pont (Pontekroaz) o tesevel o bugale e galleg e stage ar gerent da gomz e brezhoneg d'o c'hrouadurioù.
Euredet eo bet gant ur vaouez eus Tredarzeg, met ne badas ket an dimeziñ. Chomet e oa divugel. Pa oa aet war e leve e oa o chom e ti e vugaleaj e Pontekroaz. Eno e tegasas ur souten kreñv da Skol Diwan ar Pont.

Studioù ha labourioù

E skol ha skolaj katolik Itron Varia Roskudon ar Pont e voe kelennet hag , e 1966, ez eas da Lise Kemper e-lec'h ma oa Loeiz Ropars o reiñ kentelioù. Mont a reas d'ar stajoù yezh ha dañs aozet gant hemnez dindan ar c'hevarzhe Al Leur Nevez. Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e Roazhon goude. Heuliet en deus kentelioù ar chaloni Falc'hun e Brest ha kentelioù Léon Fleuriot e Roazhon ivez. Prezidant Studierien Yaouank Breizh (pe Jeunesse étudiante bretonne, pe JEB) e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da Unvaniezh Demokratel Breizh keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant An Here embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner, war ar matematik hag ar brezhoneg, e Carentan, e Brest (Lise Kerichen), e Landerne hag e Lanneur.

Rener embannerezh ar geriadur brezhoneg kentañ

Asamblez gant Martial Ménard, Jean-Yves Lagadeg a zo bet rener [1] ar skipailh en deus savet ar Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù, embannet e 1995 gant An Here. Gopret eo bet meur a vloavezh en a-raok. Koulskoude ne oe ket gwelet o kinnig ha displegañ e labour ken alies.

Saver ur raktres evit embann yezhadur bras nevez ar brezhoneg

P'eo bet adembannet tezenn Frañsez Falc'hun [2] gant an embannadurioù Label LN e oe rener an embannerezh skiantel hag e savas ar kentskrid|c'hentskrid]].
E-pad pell en deus labouret ingal evit sevel ur yezhadur bras eus ar brezhoneg. Un nebeud sizunvezhioù a-raok mervel en deus lavaret d'ur c'helaouenner e kendalc'he gant ar raktres hag eo chomet diembann.

Daveennoù

  1. Geriadur brezhoneg…, p. V : «Renerezh Jean-Yves Lagadeg ha Martial Ménard»
  2. François Falc'hun, Études sur la langue bretonne : système consonantique, mutations et accentuation, kentskr. gant Jean-Yves Lagadec, Label LN, 2005, (ISBN 978-2-915915-06-8).