Beg ar vronn : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Lamet kuit eo bet ar restr ''Grudi.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Jameslwoodward |

Linenn 67: | Linenn 67: | ||
|Maouez hewel he begoù-bronnoù a-dreuz he dilhad |
|Maouez hewel he begoù-bronnoù a-dreuz he dilhad |

image:Piercing-Barbell-Nipple.jpg|Beg-bronn [[Toullañ beg ar vronn|toullet]] |
image:Piercing-Barbell-Nipple.jpg|Beg-bronn [[Toullañ beg ar vronn|toullet]] |

|Skritell [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|soviedel]]
ar bloavezhioù [[1930]] :
''Kemer preder d'ho tivronn ?
Kaletait ho pegoù-bronnoù dre o gwalc'hiñ bemdez gant dour yen.'' |

image:Weibliche brust en.jpg|Bronn, rodenn ar vronn,
beg-bronn |
image:Weibliche brust en.jpg|Bronn, rodenn ar vronn,
beg-bronn |

image:TwilaB 1388.jpg|Bronn ur vaouez, gwelet a-letu |
image:TwilaB 1388.jpg|Bronn ur vaouez, gwelet a-letu |
Stumm eus an 19 Her 2019 da 18:34
Beg ar vronn a vez graet eus ul lodenn eus ar vronn, an hini uhelañ pa vez gourvezet ar c'horf.
Tanavoc'h eo kroc'hen ar vronn er beg anezhi, eno e c'hall laezh ar maouezed treuziñ evit reiñ da zenañ. Graet eo beg ar vronn evit magañ, bezañ chutet, pe sunet, eta. Kerkent ha ganet e oar ar vugale klask beg ar vronn, ha chutal anezhañ.
Leun a nervennoù kizidik eo kroc'hen beg ar vronn. Pa deu riv d'ar c'horf, pe c'hoazh pa sav tan ar c'hoant ennañ, e teu begoù an divronn da stegnañ.
A-hervez eo dre biñsañ anezho e c'haller gouzout ha van a ra paotr pe blac'h da vout semplet.
Reizhelezh
Tener eo beg an divronn, ha plijadur ar sadeien eo o fiñsañ. Evit an dud-se ez eus bet ijinet piñsetezioù, c'hoarielloù evit o abadennoù plijadur.
Dilhad ha giz
Al lodenn-se eus an divronn eo a veze klasket kuzhat ar muiañ, dre vezh-fur, abalamour ma c'halle diskuliañ c'hoant ar c'horf. Tammoù dilhad da guzhat ar begoù-bronnoù a veze graet zoken.
Hiziv e kaver un emzalc'h kontrol gant tud zo. Graet e vez brennidennoù ken bihan ma ne guzhont nemet ar begoù-bronnoù, brennidennoù sav-bronnoù graet evit diskouez ar begoù dindan an dilhad, hep kontañ ar begoù faos, reut atav.
Begoù bronnoù ar wazed
Da vare o c'hrouiñ, war-bouez o organoù reizhel, eo peurheñvel an holl vronneged er grouell. Gant an dud e pad kement-se betek 14 sizhun. Goude e krog ar re a zo gourel da aozañ hormonoù gourel evel an testosteron. Peurvuiañ ne gemm ket begoù bronnoù ar baotred goude ar mare-se. |
Toullañ
- Gwelout toullañ beg ar vronn.
Krennlavar
Tri zra a laka ar bed da vont
Beg ar soc'h
Beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn.
Skeudennoù

Lennadurezh
- (en) Stephen Jay Gould, "Male Nipples and Clitoral Ripples", in Adam's Navel and Other Essays, London: Penguin, 1995.
- (pl) Janina Sokołowska-Pituchowa (red.) Anatomia człowieka. Podręcznik dla studentów medycyny. Wyd. VII. PZWL 2005 ISBN 83-200-3185-0.