Job Lec'hvien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13: Linenn 13:
==Oberennoù==
==Oberennoù==


[[Restr:Diverradur-katekiz-an-iliz-katolik.jpg|thumb|Diverradur katekiz an Iliz Katolik, troet gant Job Lec'hvien hag embannet gant Imbourc'h e 2014.]]
Labouret en deus gant meur a veleg, [[Pêr ar Gall]] da skouer, evit troidigezh hag embannadur ar [[Bibl]] ([[Testamant Kozh]]) e brezhoneg adalek an destenn orin en [[hebraeg]]. Luskañ a reas ivez gant Pêr ar Gall [[An Tour-Tan|Embannadurioù an Tour Tan]]<ref>[http://embannaduriou-an-tour-tan.nireblog.com/ An Tour Tan]</ref>, arbennikaet war embann testennoù relijiel.
Labouret en deus gant meur a veleg, [[Pêr ar Gall]] da skouer, evit troidigezh hag embannadur ar [[Bibl]] ([[Testamant Kozh]]) e brezhoneg adalek an destenn orin en [[hebraeg]]. Luskañ a reas ivez gant Pêr ar Gall [[An Tour-Tan|Embannadurioù an Tour Tan]]<ref>[http://embannaduriou-an-tour-tan.nireblog.com/ An Tour Tan]</ref>, arbennikaet war embann testennoù relijiel.



Stumm eus an 3 C'hwe 2015 da 16:14

Job Lec'hvien, ganet e Plaeraneg (Goueloù) e 1919, a zo ur beleg katolik ha skrivagner breizhat.

Buhez

Ganet eo en ur familh a beizanted katolik, mont a reas er skol kentañ-derez e Landreger e ti ar frered, hag e Lannuon e Skolaj Sant-Jozef war-lerc'h ha kenderc'hel a reas e studioù doueoniezh e kloerdi Sant-Brieg.

Rener skol Sant-Pêr (skolaj Diwan hiziv an deiz) e Plijidi eus 1945 da 1970, ha kemeret en doa perzh en FLB er bloavezhioù-se.

E-pad pell eo bet person Kergrist-Moeloù ha Tremargad, ha bet unan eus diazezoù an Union Sportive Kergristoise. Alies eo bet tredeog war tachenn mell-droad Kermablouz.

Resevet en deus Priz Langleiz e 1988 evit e droidigezh eus ar Bibl. E 1996, evit e droidigezh eus ar Bibl (Testamant Kozh) ivez, e voe roet dezhañ Kolier an Erminig a-gevret gant André Lavanant, Pierre Le Treut ha Rita Morgan Williams. War e leve emañ hiziv an deiz, met chom a ra oberiant, e Landreger (Oaled Gwazh Mikael).

Oberennoù

Diverradur katekiz an Iliz Katolik, troet gant Job Lec'hvien hag embannet gant Imbourc'h e 2014.

Labouret en deus gant meur a veleg, Pêr ar Gall da skouer, evit troidigezh hag embannadur ar Bibl (Testamant Kozh) e brezhoneg adalek an destenn orin en hebraeg. Luskañ a reas ivez gant Pêr ar Gall Embannadurioù an Tour Tan[1], arbennikaet war embann testennoù relijiel.

Troet en deus katekiz an Iliz katolik (1992) a-bezh, kemeret en deus perzh e aozadur ar Misal etre-eskoptiek e brezhoneg, troet en deus buhez sent Breizh, ha Propr eskopti Sant-Brieg ha Treger e 2007, ha kalz a draoù all (buhezioù sent...).

E 2014 e voe embannet e droidigezh eus "Diverradur Katekiz an Iliz katolik" gant Imbourc'h (255 p.)

Notennoù ha daveoù



Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.