Lizherenneg ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
astenn ha dave
Linenn 1: Linenn 1:
'''[[Lizherenneg]] ar [[brezhoneg]]''' he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.
'''[[Lizherenneg]] ar [[brezhoneg]]''' zo bet kemmet meur a wech en istor, hervez ar [[geriadur|c'heriadurourien]] hag ar [[yezhadur]]ourien.


*er {{XVIIvet}} kantved eo bet degaset al [[lizherenn]] [[c'h]]
:Er {{XVIIvet kantved}} ez eo bet degaset al [[lizherenn]] [[c'h]].
*en {{XIXvet}} kantved eo bet degaset implij a-vras al lizherenn [[k]] e-lec'h ''c'' ha ''q(u)'' (betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak "e" hag "i", aliesoc'h dirak "n" ''(knech)'', ha tost bepred evit ''ker'' (kêr) hag un nebeud gerioù all.)<ref>[[Arzel Even]], ''[[Istor ar yezhoù keltiek]]'', [[Hor Yezh]], p. 118</ref>
:En {{XIXvet kantved}} ez eo bet degaset implij a-vras al lizherenn [[k]] e-lec'h ''c'' ha ''q(u)'' ; betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak ''e'' hag ''i'', aliesoc'h dirak ''n'' ("knech"), ha tost bepred evit ''ker'' ("kêr") hag un nebeud gerioù all<ref>[[Arzel Even]], ''[[Istor ar yezhoù keltiek]]'', [[Hor Yezh]], 1987, p. 118.</ref>.
:En {{XXvet kantved }} ez eo bet degaset ar [[zh]], ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo, er c'hoari [[skrabell]] da skouer ; er c'hnatved-se ivez ez eo bet addegaset al lizherenn [[c]].
*en {{XXvet}} kantved
**eo bet degaset ar [[zh]], ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo (er c'hoari [[skrabell]] da skouer).
**eo bet addegaset al lizherenn [[c]] .


==Lizherenneg ar Gonideg==
==Lizherenneg ar Gonideg==
Meneget eo e 1850 er [[Grammaire Bretonne (Gonideg)|Grammaire Bretonne]] savet gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]] hag a voe embannet kevret gant an [[Dictionnaire Breton-Français]] (hag ar rakskrid savet gant [[Kervarker]]).
Meneget eo e [[1838]] er ''[[Grammaire celto-bretonne]]'' savet gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]]<ref>Le Gonidec, Jean-François-Marie-Maurice-Agathe. ''Grammaire celto-bretonne''. Paris : H. Delloye, 1838 [https://archive.org/details/grammaireceltobr00legouoft/page/n53/mode/2up?view=theater p. 1].</ref> hag a voe embannet kevret gant an ''[[Dictionnaire Breton-Français]]'', gant ur rakskrid savet gant [[Kervarker]].
{| align="center"

|+ Lizherenneg Ar Gonideg, 1838
|-
| '''A, B, K, D, E, F, G, H, CH, C'H, I, J, L, M, N, O, P, R, S, T, U, V, W, Z'''
|}
*Merkit n'eus '''Y''' ebet el lizherenneg-se. Hervez ar yezhadurour ez eus 6 [[vogalenn]] e brezhoneg : ''a'', ''e'', ''i'', ''o'', ''u'' ha '''''w'''''.




Linenn 20: Linenn 23:
|}
|}
==Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau==
==Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau==
Setu amañ al [[lizherenneg]] a zo e [[Geriadur Hemon-Huon]] ha [[Geriadur Favereau]] e [[2011]], hag abaoe ar [[bloavezhioù 1980]].

Sed amañ al [[lizherenneg]] hervez m'he c'haver e [[Geriadur Hemon-Huon]] ha [[Geriadur Favereau]] e [[2011]], hag abaoe ar bloavezhioù [[1980]] :

{| class="wikitable centre"
{| class="wikitable centre"
|+ Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
|+ Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg

Stumm eus an 24 Her 2023 da 08:16

Lizherenneg ar brezhoneg zo bet kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.

Er XVIIvet kantved ez eo bet degaset al lizherenn c'h.
En XIXvet kantved ez eo bet degaset implij a-vras al lizherenn k e-lec'h c ha q(u) ; betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak e hag i, aliesoc'h dirak n ("knech"), ha tost bepred evit ker ("kêr") hag un nebeud gerioù all[1].
En XXvet kantved ez eo bet degaset ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo, er c'hoari skrabell da skouer ; er c'hnatved-se ivez ez eo bet addegaset al lizherenn c.

Lizherenneg ar Gonideg

Meneget eo e 1838 er Grammaire celto-bretonne savet gant Yann-Frañsez ar Gonideg[2] hag a voe embannet kevret gant an Dictionnaire Breton-Français, gant ur rakskrid savet gant Kervarker.

Lizherenneg Ar Gonideg, 1838
A, B, K, D, E, F, G, H, CH, C'H, I, J, L, M, N, O, P, R, S, T, U, V, W, Z
  • Merkit n'eus Y ebet el lizherenneg-se. Hervez ar yezhadurour ez eus 6 vogalenn e brezhoneg : a, e, i, o, u ha w.


Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch c C'h c'h I i J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau

Setu amañ al lizherenneg a zo e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.

An urzh ABK

Ar memes lizherennoù a gaver en un urzh all e Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur bras ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch ch C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet

An urzh ABC

Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Deskadurezh

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet. Koulskoude ez eus bet kaoz da ober unan e Diwan, a vefe goulennet digant ar skolaerien implij. E 2023 n'eo ket graet c'hoazh

2023

Embannet ez eus ul lizherenneg gant Bannoù-Heol.

Notennoù ha daveennoù

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, p. 118.
  2. Le Gonidec, Jean-François-Marie-Maurice-Agathe. Grammaire celto-bretonne. Paris : H. Delloye, 1838 p. 1.