Colin Powell
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Colin Powell |
| Anv ganedigezh | Colin Luther Powell |
| Anv-bihan | Colin, Luther |
| Anv-familh | Powell |
| Deiziad ganedigezh | 5 Ebr 1937 |
| Lec'h ganedigezh | New York |
| Deiziad ar marv | 18 Her 2021 |
| Lec'h ar marv | Walter Reed National Military Medical Center |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | COVID-19 |
| Lec'h douaridigezh | Bered vroadel Arlington |
| Pried | Alma Powell |
| Bugel | Michael Kevin Powell, Linda Powell |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | politiker, diplomat, army officer |
| Tachenn labour | Politikerezh, foreign policy, Difenn ha surentez, ministrerezh an Aferioù Diavaez |
| Implijer | United States Army Command and General Staff College |
| Karg | United States Secretary of State, Chairman of the Joint Chiefs of Staff, United States National Security Advisor, Deputy National Security Advisor |
| Bet war ar studi e | City College of New York, George Washington University, United States Army Command and General Staff College, Morris High School, National War College |
| Diplom skol-veur | Bachelor of Science, Master of Business Administration |
| Deroù ar prantad labour | 1958 |
| Dibenn ar prantad labour | 2021 |
| Strollad politikel | Strollad Republikan |
| Strollad etnek | Afroamerikaned |
| Relijion pe kredenn | Episcopal Church |
| Kleñved | COVID-19, multiple myeloma, kleñved Parkinson |
| Grad milourel | general |
| Brezel | Brezel Vietnam, United States invasion of Panama, Brezel ar Pleg-mor |
| Skour lu | United States Army |
| Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, American Philosophical Society |
| Darvoud-alc'hwez | 2020 COVID-19 pandemic in Montgomery County, Maryland |

Colin Luther Powell (Harlem, New York, 5 Ebrel 1937 – Bethesda, Maryland, 18 Here 2021) a oa ur jeneral hag ur politikour stadunanat. E penn Armeoù ar Stadoù-Unanet e voe etre 1989 ha 1993, ha sekretour-Stad (ministr an Aferioù Estren) etre 2001 ha 2005.
Redmicher soudard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus Jamaika e oa e dud. Bevet en deus e karter ar Bronx e-pad e vugaleaj. Studiet en deus e skolioù publik New York ha da c'houde en deus bet un diplom marc'hadourezh.
Kregiñ a reas e redmicher soudard e 1958 evel isletanant. E 1962 e voe bet e-touez ar 16 000 soudard kaset gant ar prezidant Kennedy da su Viêt Nam. Resevet en deus div vedalenn soudard e-korf hevlene : ar Purple Heart hag ar Bronze Star. Distreiñ da Viêt Nam a reas e 1968-1969. E-doug ar veaj-se e voe gloazet en ur gwallzarvoud biñsaskell. Daoust da se eo deuet a-benn da dennañ e gamaraded eus ar viñsaskell entanet, ha resevet en deus ar vedalenn soudard. En holl en deus resevet 11 kinklerezh soudard, Urzh an Dellezegezh en o zouez.
Politikour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuzulier er surentez vroadel eo bet etre 1987 ha 1989. E 1989 eo bet anvet e penn ar sturvod, ur post dalc'het gantañ betek 1993. D'ar 16 a viz Kerzu 2000 eo bet anvet sekretour-Stad gant George W. Bush. E 2003 e voe digoret Brezel Irak. D'ar 25 a viz Genver 2005, prestik goude ma voe addilennet ar prezidant Bush e 2004, e kuitaas C. Powell e bost sekretour-Stad, a voe kemeret gant Condoleezza Rice. A-goulzadoù en devoa kemennet e skoazell da Varack Obama da geñver an dilennadegoù prezidant e 2008 ha 2012.
Goude e vuhez bolitikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Votet en doa e 2016 evit an danvez prezidantez demokrat Hillary Clinton. E miz Here 2020 ec'h embannas Colin Powell e harpje an danvez prezidant demokrat Joe Biden en dilennadeg prezidant 2020.
Mervel a reas d'an 18 a viz Here 2021 er Walter Reed National Military Medical Center e Bethesda (Maryland), e bannlev Washington D.C., diwar rouestladoù degaset dezhañ gant ar c'hleñved COVID-19, peogwir e oa gwan e reizhiad immunekaat abalamour d'ur c'hign-bev gwadouriel en doa tapet.
