Mont d’an endalc’had

Marc'harid Charlez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Charlezenn)

Marc'harid Charlez, lesanvet ar Charlezenn[1], a oa ul laerez hag ur vuntrerez brudet eus Bro-Dreger, a rae he reuz e penn ur vandennad laeron e korn-bro Plistin er XVIvet kantved, da vare ar brezelioù relijion[2].

Anv ur werz savet dezhi eo ivez. Dastumet ez eus bet daou zoare anezhi embannet e Gwerziou Breiz-Izel, dastumad Fañch an Uhel[3].

Ar Brezelioù relijion e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIvet kantved edo ar gernez hag ar c'hleñvedoù o ren e-touez pobl ar maezioù e Treger evel e kement lec'h ma oa ar brezelioù relijion oc'h ober o reuz, e keit ma veve an aotrounez en o aez, ha darn o preizhañ. Er c'hoadoù en em vode tud prest da laerezh ha da lazhañ. Hag ul lec'h brudet e oa Roc'h al Lazh, tost d'al Lev-Draezh evel bod laeron ar vro. Un hent a bouez e oa an hent a yae eus Montroulez da Lannuon hag a dremene ouzh harz Roc'h al Lazh. Dañjerus e oa d'ar veajerien.

Istor ar Charlezenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edo ar Charlezenn, war un dro gant ar breudeur Rannou[4], e penn ur strollad laeron a oa o zoull e koad an drezenn[5] e kumun Treduder[6]. Ar Rannoued, a orin eus Lokireg, a oa daou hailhon, kreñv evel kezeg, a abafe an dud a-daolioù penn-bazh. Er werz "Ar Rannoued" eo tapet Erwan Rannoù goude muntr ur marc'hadour a-daolioù pennbazh[7] Lavaret e veze c'hoazh war-dro Plistin "Kreñv evel Rannou"[8].

Diyalc'hañ a raent ar veajerien war-dro Roc'h al Lazh, war al Lev-Draezh, e Lokmikael-an-Traezh, ha lazhañ a raent anezhe diouzh ret. Sebeliet e vezent goude en traezh ha ne gaved morse roud anezhe[9]. Ar veajerien, gant aon rak bezañ skoet pe dic'houzouget, a roe o yalc'h pe o seier hep enebiñ. D'ar c'hentañ sin a eneberezh, memes dre gomz, e vezent taolet d'an douar, bazhataet pe lazhet kent bezañ laeret. Setu a c'hoarvez d'ur marc'hadour er werz "Ar Rannoued"[7]. Ouzhpenn an arc'hant ha malizennoù pe seier o freizh e veze kemeret ar montroù, ar c'hornioù-butun, ar boestoù butun, an dilhad zoken a-wezhioù. Kement tra a oa mat da vezañ kemeret. Ne harze ket alies an dud oute. plijet a-walc'h e vezed oc'h en em dennañ bev diouzh o c'hrabanoù.

C'hwitellat a rae ar Charlezenn da zegas he c'henseurted evit laerezh pa gave ur preizh evit doare. Abalamour da se ez vez ankeniet an dud pa he c'hlevont o c'hwitellat![10]. Hiziv c'hoazh er vro e reer gant daou grennlavar tost da gomzoù ar werz a c'hallfe bezañ stag ouzh buhez ar Charlezenn en ur mod bennak hervez Jules Gros : "N'eo ket ur seblant vat, klevet ar merc'hed o c'hwitellat"[11] ha "Pa vez ar merc'hed o c'hwitellat, ar Werc'hez a bleg he fenn dalc'hmat"[11].

Da vare ar pardonioù hag ar marc'hadoù e veze dastumet arc'hant ivez gant ar vandennad laeron aesoc'h evit o labourat an douar. Mont a raent da c'hortoz a-strolladoù tri pe pevar, war an hentoù heuliet gant ar varc'hadourien-red, ar varc'hadourien loened, an artizaned pe ar birc'hirined ha gortoz a raent eno un dro vat. A-hervez ivez e vije bet gwerzhet lizheroù gante d'ar varc'hadourien ha d'ar re o doa c'hoant da veajiñ dinec'h. Da-lâras an dud e veze kaset gant ar Charlezenn ar pezh he doa laeret war ur c'harr a wigoure e rodoù ha pa dreuze bourc'h Sant-Eflamm pe hini Lokmikael-an-Traezh, gant he c'henseurted, e chome pep hini sioul er gêr. Krediñ a raed e oa karr an Ankou o tremen en ur wigourat.

Hervez ar vrud a rede e c'houlenned digant ar re a felle dezhe bezañ ezel eus ar pare laeron evañ ur pintad gwad. Kavout a reer kaoz eus an istor-se en ur werz[12]. Diaes eo krediñ an istor avat. Diskouez a ra brud fall ar vandenn er vro. E-pad pell, an dud a oa hegazet gant o bugale a lavare dezhe : « Ma n'oc'h ket fur e teuio ar Charlezenn hag he laeron da gerc'hat ac'hanoc'h! ». Hervez an hengoun ivez, ar roc'h a veze anvet da gentañ « Ar-Roc'h-Glaz », a oa adanvet « Roc'h-al-Lazh », abalamour d'ar muntroù niverus a oa bet eno hag e-kichen.


Harzet e vije bet Erwan Rannou, unan eus ar breudeur, gant an aotrou Kerninon e penn ur bagad soudarded[7]. Er bloavezh 1598 e voe kaset ur bagadig soudarded evit skarzhañ ar vandennad diouzh ar c'hoad-se evel ma'z eo danevellet er werz[6]

Hervez ar pezh zo danevellet er werz e vije bet tapet ar Charlezenn dre dreitouriezh[13] gant un aotrou eus Plouilio, an aotrou Keranglas, a oa o chom 12 km diouzh Roc'h-al-Lazh. Degouezhout a reas ur beurevezh gant an aotroù-se e koad-med Koat-an-Drezenn en Treduder, hag edo war-nes diyalc'hañ anezhañ pa c'houlennas anezhi da vaeronez evit e vugel nevez-c'hanet. Lorc'h enni e asantas ha pa en em gavas pell diouzh ar c'hoad, e maner Keranglas e voe kemeret ha roet d'an archerien. Krouget e voe.

Anv a reer eus ur plac'h anvet Mari Charlez, merc'h Marc'harid, he dije kemeret he lec'h e penn ar vandennad.

Menegoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz zo eus Marc'harid Charlez en ur werz all, "Ar Rannoued"[14]. Kregiñ a ra evel-henn: Marc'harid Charlez plac'h an hent bras,
'deus maget ar volerien vras
.
Lavarout a ra da Erwan Rannou mont da laerezh ur marc'hadour, hag ar paotr da vont d'en lazhañ evit e laerezh met gwelet eo gant an archerien ha serret e ti e vamm.

Anatol ar Braz en deus implijet hec'h istor evit skrivañ un danevell romantel, "La Charlézenn", e Vieilles histoires du pays breton (1893).

Setu amañ ur pennad eus ar werz anvet "Marc'harid Charlez" :

Wit-on da vea muntreres
Euz ma c'horf n'on ket pec'heres
Mar an ganec'h indann ar c'hoad
Me a renko kaout ur gobr mad
Eva ur pintr bemdez a wad,
Hag a wad den, gouveet mad,
Ur c'huitel arc'hant alaouret
'Wit c'huitellad ma mignoned![15]
Ma é honnont ar Charlezenn
A c'huitelle war bouez he fenn ;
Ha na é ket ur zeblant vad
Klewet 'r Charlezenn c'huitellat
Ar Charlezenn na wie ket
'Oa he zad a defoa lac'het
Ken a oa gwelet he voned,
War benn unan ar forbaned..[15].
Evidon da vezañ muntrerez
Eus ma c'horf n'on ket pec'herez
Mard an ganeoc'h dindan ar c'hoad
Me a ranko kaout ur gopr mat
Evañ ur pintad bemdez a wad,
Hag a wad den, gouvezit mat,
Ur c'hwitell arc'hant alaouret
'Vit c'hwitellat ma mignoned !
Ma 'c'h eo honhont ar Charlezenn
A c'hwitelle war-bouez he fenn
Ha ned eo ket ur seblant vat
Klevet 'r Charlezenn 'c'hwitellat
Ar Charlezenn ne ouie ket
'Oa he zad he devoa lazhet
Ken a oa gwelet e voned,
War benn unan a'r forbanned...

Diskouez a reont ar vrud fall a oa gant honnezh. Gwelet a reer ivez anezhi o c'hwitellat evit gervel he c'henseurted.

Savet ez eus bet ur pennad sonerezh awenet gant istor ar Charlezenn gant Adolphe Piriou.

  • Adolphe Piriou La Charlezenn, légende lyrique pour chœur, soli et orchestre d’après Les vieilles histoires bretonnes d’Anatole Le Braz, op. 55, 1939-1943, orchestration 1943-1947, ms. Réduction chant et piano, 1962, dornskrid Matériel d’orch. miret gant ar BNF, Levraoueg-Mirdi an Opera.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwerziou Breiz-Izel. Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, recueillis et traduits par F.M. Luzel. Gwerziou I & II. (adembannadur diwar hini 1868-1890. G.P. Maisonneuve & Larose, 1971, Paris.)
  • F. al Lae, Bilzig embannadurioù Buhez Breiz, Kemper. E ti Ad. Le Goaziou, leorier, 7, streat sant Fransez. 1925. (bet embannet da gentañ e 1924 war ar gelaouenn Buhez Breiz, adembannet e 1961/1962 war BRUD 11, 12, 14, 15 hag e 1963 gant Emgleo Breiz, Brest, ar pajennadur zo disheñvel diouzh hini 1925)
  • Anatol ar Braz, "La Charlézenn", e Vieilles histoires du pays breton (1893).
  • Lucas, Désiré. Histoires et légendes de la Lieue de Grève. Plestin-les-Grèves : Centre culturel de Plestin, 1986.
  • Lucas, Désiré. "La Lieue de grève en Trégor, un espace de légende". In Ar Men Nnn 27 Douarnenez : Embannadurioù Le Chasse-Marée/Armen, 1990, p. 20-29.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 76
  2. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 87 ha 93
  3. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 74 ha 80
  4. Ar Rannoued e Gwerzioù II "Ar Rannoed" p. 88. Unan anezho zo anvet Erwan, ha n'eo ket Gwenole, Kaou ha Kirek e-giz ma lenner e skrid Anatol ar Bras
  5. "Coatandrézenn" eo stumm ofisiel an anv-lec'h. Distaget [e] e vez eta an eil "e" evel e drezenn. An displegadenn all "Koad an draezhenn", ne glot ket gant an distagadur evit doare. Ret e vefe goulenn gant unan eus ar vro penaos e vez distaget, gant é pe è, evit bezañ peursur
  6. 6,0 ha6,1 Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 87
  7. 7,0 7,1 ha7,2 Gwerzioù II, "Ar Rannoed", pajenn 93
  8. Inventaire général des monuments et des richesses artistiques de la France (sic), Présentation de la commune de Tréduder
  9. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 93
  10. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 74 : "Ha ned eo ket ur seblant vat
    Klevet 'r Charlezenn 'c'hwitellat"
  11. 11,0 ha11,1 Trésor du breton parlé III p 344
  12. "Mard an ganeoc'h dindan ar c'hoad
    Me a ranko kaout ur gopr mat
    Evañ ur pint bemdez a wad,
    Hag a wad den, gouvezit mat", Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 74
  13. Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 84-86
  14. Gwerzioù II 88
  15. 15,0 ha15,1 Gwerzioù II, "Marc'harit Charlès", pajenn 74