Brezel ar Ramzed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dionysos o stourm ouzh ur Ramz e-kerzh Brezel ar Ramzed, pélikè attek gant dremmoù ruz, v. 460 kent J.-K., mirdi al Louvre

Brezel ar Ramzed (γιγαντo-μαχια /gigantomac'hia e gregach) zo ur brezel a savas etre ar Ramzed hag an Doueed hervez mojennoù Hellaz kozh. Dont a reas war-lerc'h Brezel an Ditaned.

Ar perag eus ar brezel[kemmañ]

Kraouiet e oa bet an d-Titaned gant Zeus en Tartar. O mamm Gaia avat a oa savet konnar enni abalamour da se, ha c'hoantaat a reas ober brezel d'an Doueed. Ha hi kas he mibien, ar Ramzed, d'an emgann.

A-raok ar brezel[kemmañ]

Ne deuas ket enebadenn Gaia raktal goude an dichekadenn. Gallout a reas Zeus kemer e ziarbennoù eta. P'en doa ezhomm da gaout un haroz kreñv a-du gantañ evit derc'hel penn ouzh ar Ramzed ha n'hallent ket mervel diwar dorn un doue, e kouskas Zeus gant Alkmena abalamour dezhi da c'henel Herakles.

Evit Gaia a lakaas da greskiñ louzoù a rafe d'he bugale bout diwelus da zaoulagad an dud ha divarvel rak an taolioù. Pa glevas Zeus kement-se ne voe ket seizhdaletoc'h evit mirout ouzh Helios, Selene hag Eos, a sevel a-raok dezhañ kavout penn eus al louzoù hud.

Ar c'hrogad[kemmañ]

Poseidon oc'h en em gannañ gant Polibotes, amforenn he gouzoug attek gant dremmoù du diwar zorn Livour ar Vrañsigell, v. 540-430 kent J.-K., mirdi al Louvre.
Ar Moirai o lazhañ Agrios ha Toas, munudig eus izelvos Brezel ar Ramzed war Aoter vras Pergama, IIvet kantved kent JK , mirdi Pergama (Berlin).

Emañ an aerva e-lec'h m'emañ ar Ramzed o chom, war ar Flegra (« douar tan»). E penn ar Ramzed e oa Eurimedon, Alcyonée ha Porphyrion. Bodet e oa an Doueed pa zeuas an arsailh kentañ. War-raok ez ae ar Ramzed gant o flammerennoù graet gant skodoù derv, hag o skeiñ kerreg ha kernioù menezioù dezho.

  • Herakles a daole e saezhoù kontammet da Alcyonée. Met dre ma n'halle ar ramz bezañ trec'het nemet e-maez e vro e voe sachet gant Herakles pell eus e zouaroù.
  • Porfirion a glaskas gwallañ Hera. Pulluc'het e voe gant Zeus ha peurlazhet gant ur saezh kontammet taolet gant Herakles.
  • Ephialtes zo lazhet gant ur saezh e pep a lagad, unan tennet gant Apollon, eben gant Herakles.
  • Ar Ramz Klitios a zo devet gant flammerennoù ifernel Hekata.
  • Gant pennbizhier arem ez a ar Moirai da lazhañ Agrios ha Toas.
  • Lazhet e vo pep hini eus ar Ramzed gant saezhoù Herakles glebiet e binim Aerouant Lerna, war-bouez prizonidi an inizi.

Menegoù[kemmañ]

Gwelit ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

  • Francis Vian, « La Guerre des Géants. Le Mythe avant l'époque hellénistique », dans L'Année sociologique, 3 série (1952), Paris, 1955, p. 440-443.