Mont d’an endalc’had

Hekate

Eus Wikipedia
Hekate
Doueez, Greek deity, lunar deity
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv er yezh orinΕκάτη Kemmañ
TadPerses, Zeus, Perses mab Helios Kemmañ
MammAsteria, Hera, Demeter Kemmañ
Kompagnun(ez)Triton, Uranus, Aietes Kemmañ
BugelCrataeis, Medea, Kirke, Scilla Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueloargann, Hudouriezh Kemmañ


Hekate (henc'hresianeg: Ἑκάτη, Hekátē) a oa unan eus doueezed al Loar, merc'h d'un Titan, pe da Berses pe da Berses mab Helios. E Gwengelouriezh Hellaz eo Hekate doueez al Loar, an Hudouriezh, ar c'hroashentoù hag eus an harzoù.

Ul lodenn eus an triad loarel eo Hekate, asambles gant Selene hag Artemis. Er Vvet kantved e oa bet liammet anezho gant Esc'hilos en ur implijout an anv "Artemis Hekata".[1] Aroueziñ a ra al loar nevez (pe al loar teñval), a arouez ar marv (pe an adganedigezh). Selene, al loar leun, a arouez ar marevezh e kelc'hiad ar vuhez, hag Artemis, al loar-kreiz, a arouez ar ganedigezh. Dont a ra an teir asped-se war wel er Vvet kantved kent JK gant ur sinkretegezh kentañ eus an doueezed Artemis ha Selene.[2]

Liammet eo Hekate ouzh ar mennozh bevennoù. Gwir eo kement-mañ evit aozadur an amzer hag evit rannañ an deiz, an noz hag ar bloaz, hag evit ul lec'h. Stag eo ouzh lec'hioù ha n'int ket stag dre ret ouzh ul lec'h resis : dorioù, hentoù ha kroashentoù, a ya d'ober harzoù. Lec'hiet a-wechoù e tachennoù pemdeziek buhez mab-den, liammet eo ivez ouzh makrokosmos an hollved, o krouiñ ul liamm etre an daou.[3]

Alies e vez taolennet Hekate evel un doueez tri fenn : penn ul leonez, penn ur c'hi, ha penn ur gazeg war gorf ur vaouez.[4]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Sorita d'Este et David Rankine, Hécate : Au seuil du sanctuaire, 30 novembre 2020, p. 165
  2. (fr)Panagiotis Dellis, Artémis Hécate Séléné dans les Mythes et les Rites : Mémoire Cours Maîtrise, Année Universitaire 1998-1999, Montpellier, academia.edu.
  3. (fr)Athanassia Zografou, Chemins d’Hécate - Portes, routes, carrefours et autres figures de l'entre-deux, Presses universitaires de Liège, 2010 (DOI https://doi.org/10.4000/books.pulg.1641).
  4. (fr)« Hécate, déesse aux multiples pouvoirs, protectrice des magiciens », sur eduscol.education.fr .
An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes