Perses (mab Helios)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Perses mab Helios)
Ur pennad Perses zo ivez.

Perses a oa mab da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perse. Roue Taoris e oa, ha brezel a rae d'e vreur Aietes, roue Kolc'his.

Pa'z eas kuit an Argonaoted eus bro e vreur ec'h aloubas e vro. Met pa zistroas Medeia, merc'h Aietes, a oa aet da-heul Iason, e lazhas Perses hag ec'h adlakaas he zad da roue.

Lavaret e veze e oa tad an doueez Hekate, met peurvuiañ e vez lavaret e oa an Titan Perses an hini e oa.