Aoter Pergamon

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

An Aoter Pergamon, pe an aoter da Zeus e Pergamon, zo ur monumant relijiel savet dindan renad Roue Eumenes II (197-159 kent JK) en Akropolis keoded Pergamon, e Turkia hiziv, hag adsavet eo bet e Mirdi Pergamon e Berlin gant an holl bezhioù a zo bet kavet.

An aoter a oa 35,64 metr ledan ha 33,40 metr don. Tro-dro d'ar plas dirak an diri a gas d'an aoter ez eus frizennoù gant uhelvosoù outo hag a daolenn an emgann etre ar ramzed hag an doueed henc'hresian. Un eil frizenn tro-dro d'al laez a gont gwengel Telefos mab Herakles ha diazezer Keoded Pergamos.

Kavet e voe e 1871 gant an ijinour alaman Carl Humann (1839-1896), hag adsavet e Berlin e 1886, goude un emglev e 1879 etre Alamagn hag an Impalaeriezh otoman evit degas holl an dismantroù. Savadurioù all a voe kavet e-kerzh ar enklask.
Hiziv emañ e Mirdi Pergamon, unan eus ar Mirdioù-Stad (Staatliche Museen) e Berlin. Abaoe meur a zekvloaziad e vez ar Stad turk o c'houlenn an aoter en-dro[1], en aner avat.

Gwelet eo evel ur bennoberenn a gizellerezh. Poent zo bet e veze meneget e-touez Seizh Marzh an Henved[2].

Serret eo sal an aoter betek 2023 abalamour da nevezadurioù[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwelout lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur hag an Douristiezh turk : (en) The Altar of Zeus was smuggled to Germany in 1897.
  2. Martine Hélène Fourmont, Merveilles du monde, Les sept , en Encyclopædia Universalis, 2004.
  3. (de) Tagesspiegel, 28/10/2016