Mont d’an endalc’had

Bonapartouriezh

Eus Wikipedia
Bonapartouriezh
ideologiezh politikel, luskad politikel
Anvet diwartierniezh Bonaparte Kemmañ
StadFrañs Kemmañ

Bonapartouriezh (galleg : bonapartisme) zo anv un ideologiezh politikel awenet gant obererezhioù an daou impalaer Napoleon I ha Napoleon III. An droienn a vez implijet evit ober anv eus an dud hag o deus c'hoant e vefe adsavet an dierniezh Bonaparte hag o doare da ren. Gant ar ster-se, ur bonapartour zo un den hag a oa oberiant en ul luskad politikel mirour, roueelour, hag impalaerour en XIXvet kantved e Frañs.

Ar vonapartouriezh zo bet ganet e 1814 gant kentañ diskar Napoleon. Er bloavezhioù 1840 e voe ganet hag unvanet an ideologiezh-se.

Goude Napoleon I, an droienn a oa bet implijet evit ober anv eus an holl bolitikerien o devoe kemeret perzh e Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, ha dreist-holl ar re a oa bet e penn Ren ar Gonsuled (Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun) ; goude-se e voe implijet ledanoc'h evit ober anv eus an dud a oa a-du gant ar C'hentañ hag an Eil Impalaeriezh c'hall. Ar vonapartourien o devoa c'hoant ma vefe un impalaeriezh renet gant an tiegezh Bonaparte, familh korsat Napoleon I hag e niz Napoleon III.

En amzer-vremañ e vez implijet an droienn en ur stumm kalz ledanoc'h, evit ober anv eus luskadoù pe tudennoù politikel a sav a-du gant ur galloud kreñv kreizennet, renet gant ur penn skedus, harp ouzh ul lu kreñv, ha mirour.

Listenn ar vonapartourien o devoa goulennet ren war Frañs abaoe 1814

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar re a zo bet e penn Frañs a zo merket gant ur steredennig .
Goulenner Poltred Ganedigezh Dimeziñ (où) Marv
Napoleon I*
1814–1815
15 a viz Eost 1769, Ajaccio
Mab Carlo Buonaparte
ha Letizia Ramolino
Joséphine de Beauharnais
9 a viz Meurzh 1796
Bugel ebet
Marie Louise, Dugez Parma
11 a viz Meurzh 1810
1 bugel
5 a viz Mae 1821
Longwood, Saint Helena
51 vloaz
Napoleon II*
1815–1832
20 a viz Meurzh 1811, Pariz
Mab Napoleon Iañ
ha Marie Louise Aostria
Chomet dizimez 22 a viz Gouhere 1832
Vienna
21 bloaz
Joseph Bonaparte
(Joseph I)
1832–1844
7 a viz Genver 1768, Corte
Mab Carlo Buonaparte
ha Letizia Ramolino
Julie Clary
1 a viz Eost 1794
2 bugel
28 a viz Gouhere 1844
Firenze
76 vloaz
Louis Bonaparte
(Louis I)
1844–1846
2 a viz Gwengolo 1778, Ajaccio
Mab Carlo Buonaparte
ha Letizia Ramolino
Hortense de Beauharnais
4 a viz Genver 1802
3 bugel
25 a viz Gouhere 1846
Livorno
67 vloaz
Napoleon III*
1846–1873
Prezidant ar Frañs (1848–1852)
Impalaer ar C'hallaoued (1852–1870)
20 a viz Ebrel 1808, Pariz
Mab Louis Bonaparte
hag Hortense de Beauharnais
Eugénie de Montijo
30 a viz Genver 1853
1 bugel
9 a viz Genver 1873
Chislehurst
64 bloaz
Napoléon, Priñs impalaerel
(Napoleon IV)
1873–1879
16 a viz Meurzh 1856, Pariz
Mab Napoleon III
hag Eugénie de Montijo
Chomet dizimez 1 a viz Even 1879
Rouantelezh Zulu
23 bloaz
Priñs Napoléon-Jérôme Bonaparte
(Napoleon V)
1879–1891
(tabut)
9 a viz Gwengolo 1822, Trieste
Mab Jérôme, Roue Westfalia
ha Katharina von Württemberg
Priñsez Maria Clotilde eus Savoya
30 a viz Genver 1859
3 bugel
17 a viz Meurzh 1891
Roma
68 vloaz
Victor, Priñs Napoleon
(Napoleon V)
1879–1926
(tabut)
18 a viz Gouhere 1862, Palais-Royal
Mab ar Priñs Napoleon Bonaparte
hag ar briñsez Maria Clotilde Savoya
Priñsez Clémentine Belgia
10/14 a viz Du 1910
2 bugel
3 a viz Mae 1926
Brusel
68 vloaz
Louis, Priñs Napoleon
(Napoleon VI)
1891–1932
(tabut)
16 a viz Gouhere 1864, Meudon
Mab ar priñs Napoléon Bonaparte
hag ar briñsez Maria Clotilde Savoia
Chomet dizimez ha divugel war a seblant 14 a viz Here 1932
Prangins
68 vloaz
Louis, Priñs Napoleon
(Napoleon VI)
1926–1997
(tabut betek 1932)
23 a viz Genver 1914, Brusel
Mab Victor, Priñs Napoloon
hag ar briñsez Clémentine Belgia
Alix Foresta
16 a viz Eost 1949
4 bugel
3 a viz Mae 1997
Prangins
83 bloaz
Charles, Priñs Napoleon
(Napoleon VII)
1997–bremañ
(tabut)
19 a viz Here 1950, Boulogne-Billancourt
Mab Louis, Priñs Napoleon
hag Alix, Priñsez Napoléon
Priñsez Béatrice Bourbon-Div Sikilia
19 a viz Kerzu 1978
2 bugel
Jeanne-Françoise Valliccioni
28 a viz Gwengolo 1996
1 bugel (advabet)
Jean-Christophe, Priñs Napoléon
(Napoleon VIII)
1997–bremañ
(tabut)
11 a viz Gouhere 1986, Saint-Raphaël, Var
Mab Charles, Priñs Napoleon
hag ar Briñsez Béatrice Bourbon-Div Sikilia
Kontezh Olympia von und zu Arco-Zinneberg
17 a viz Here 2019
1 bugel