Napoléon-Jérôme Bonaparte

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Napoléon Bonaparte, pe Napoléon-Jérôme Bonaparte, pe Jérôme Napoléon, a oa ur priñs gall, priñs Napoléon, priñs Montfort, kont Meudon ha Moncalieri, kenderv d'an impalaer gall Napoleon III, ganet e Trieste d'an 9 a viz Gwengolo 1822 ha marvet e Roma d'ar 17 a viz Meurzh 1891.

Ganet e oa e Trieste. Mab yaouankañ Girolamo Buonaparte e oa. Roue Westfalen e oa bet e dad, dimezet da Katharina von Württemberg. Breur e oa d'ar briñsez Mathilde Bonaparte.

Pa varvas e vamm en 1835 e voe degemeret gant e vereb Hortense en Arenenberg, hag eno e vignonias gant e genderv Louis-Napoléon. Etre 1837 ha 1840 e reas studioù milourel e Ludwigsburg ma teuas da vout ofiser e rejimant gwarded roue Württemberg.

En Gouhere 1842 e veajas gant Alexandre Dumas e Livorno hag en inizi Toskana, ma weladennjont enez Montecristo, a voe lakaet gant Dumas e-kreiz e romant brudet.