Mont d’an endalc’had

Blaen

Eus Wikipedia
Ur pennad Blaen (Kembre) zo ivez.


Blaen
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Blaen (pennlec'h)
Kod kumun 44015
Kod post 44130
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Buf
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Blaen
Lec'hienn Web http://www.ville-blain.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 10 086 ann. (2020)[1]
Stankter 99 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 28′ 37″ Norzh
1° 45′ 44″ Kornôg
/ 47.4769444444, -1.76222222222
Uhelderioù bihanañ 7 m — brasañ 44 m
Gorread 101,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Blaen

Blaen a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

40 km eus Naoned emañ Blaen, war ribloù Kanol Naoned-Brest hag e-kichen Koad ar C'havr.

Tro-dro emañ kumunioù Faouell, Kernitron-al-Lann, Hierig, Kergaval, Kerrigon, Gwez, Gavr, Gwenred ha Bolvronn.

Stêr an Izar a rede dre ar gumun met ne chom un nebeud arroudennoù ken dre ma voe kemeret he naoz d'ober Kanol Naoned-Brest.

Hervez an niveridigezh ziwezhañ e 1999 ez eus 7731 annezad e Blaen. Hiziv avat, gant pikol kresk ar boblañs, e vrasjeder eo bet tizhet ouzhpenn 9200 a annezidi.

Dre garr emañ Blaen da 25 munut eus trowardroioù Naoned, da 50 munut eus Roazhon, da 20 munut eus Savenneg ha da 45 munut eus Sant-Nazer.

  • Erwan Vallerie ː Bableni, 1123; Blaing, 1148; Bleyng, 1254; Blen, 1287; Blain, 1341; Bleingn, 1345; Blein, 1355; Blaign, 1381; Blein, 1406; Bleign, 1407; Blaign, 1453; Blain, 1515; Bleing, 1519; Belain, 1630[2]

Brizhet etre argant ha glazur, e greskenn en gul

Implijet adalek 1924. Digemeret gant Kuzul ar Gumun e 1967.

Ardamezioù Guy de Blain (siell 1293), bet douget e-kerzh Kroaztdegioù gant baroned Pontkastell, ha degouezhet d'ar skourr yaouankañ familh Blaen. Kadarnet gant ar roue pa-z eo bet savet Blaen da varkizelezh[3]

  • Mervel a reas 225 gwaz abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,39% eus ar boblañs e 1911[6].
  • Mervel a reas 127 den abalamour d'ar brezel[7].

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darvoudoù sport a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Panelloù divyezhek zo e mont-tre ar gumun abaoe 2002. Kentelioù brezhoneg zo bet e-pad pell e skolaj publik ar gumun.
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 43 skoliad (3,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[9].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell La Groulais.
  • Iliz katolik Sant Emilian ha Sant Laorañs, luc'hskeudenn[10].
  • Chapel Sant Rok, luc'hskeudennoù[11].
  • Iliz katolik Sant Emilian, luc'hskeudennoù[12].
  • Iliz katolik Sant Omer, luc'hskeudennoù[13].
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[14].
Pelec'h emañ Blaen e departamant al Liger-Atlantel.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amproux

Geotet e deir daerenn en argant. [PPC]

Bidé de la Bidéaie

En argant, e leon en sabel, krabanek ha teodek en gul, eilet ouzh konk 1 gant ur greskenn en glazur, ouzh konk 2 gant ur steredenn en gul, hag ouzh beg gant un eil steredenn en gul. [PPC]

de Blain

Brizhet etre argant ha glazur, e greskenn en gul (siell 1225). [PPC]

Durand

Aotrounez Pont-Piétin

En argant e nav talbennan en sabel, 3, 3, 3


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Bizeul, Dictionnaire du patois du canton de Blain, 1988
  • Gérard Locu, Blain et sa région : aperçu historique et touristique, 1975

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
  3. Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. Froger SA. 1996.
  4. (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
  5. (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Blaen
  6. (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. Brezhoneg
  10. (fr)Clochers de France
  11. (fr)Clochers de France
  12. (fr)Clochers de France
  13. (fr)Clochers de France
  14. (fr)Memorial Genweb
  15. http://www.francaislibres.net/liste/fiche.php?index=75022