Johann Sebastian Bach
- Gant ar ger Bach e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Bach (disheñvelout).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Sachsen-Eisenach, Impalaeriezh santel roman german |
Anv e yezh-vamm an den | Johann Sebastian Bach |
Anv-bihan | Johann, Sebastian |
Anv-familh | Bach |
Deiziad ganedigezh | 21 Meu 1685 |
Lec'h ganedigezh | Eisenach |
Deiziad badeziant | 23 Meu 1685 |
Deiziad ar marv | 28 Gou 1750 |
Lec'h ar marv | Leipzig |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | St. Thomas Church |
Tad | Johann Ambrosius Bach |
Mamm | Maria Elisabeth Lämmerhirt |
Breur pe c'hoar | Johann Christoph Bach III, Johann Jacob Bach |
Pried | Anna Magdalena Bach, Maria Barbara Bach |
Kar | Christoph Bach |
Familh | Bach family |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, italianeg, latin |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Karg | chapelmaster, Thomaskantor |
Bet war ar studi e | St. Michael's School |
Bet studier da | Johann Ambrosius Bach, Johann Christoph Bach III, Johann Ludwig Bach, Johann Christoph Bach II, Dietrich Buxtehude |
Lec'h labour | Mühlhausen/Thüringen, Weimar, Leipzig, Arnstadt, Köthen |
Deroù ar prantad labour | 1710 |
Relijion | Luteriegezh |
Kleñved | dallentez |
Partner in business or sport | Siegmund Friedrich Dresig |
Benveg sonerezh | ograoù, Klav-kerdin, biolin, viola |
List of works | list of compositions by Johann Sebastian Bach, Bach-Werke-Verzeichnis, Bach-Compendium, Neue Bach-Ausgabe, Joh. Seb. Bach's Werke |
Pladennrolladur | Johann Sebastian Bach discography |
Diellaouet gant | Bach-Archiv Leipzig |
Luskad | Baroque music |
Tachenn | Baroque music |
Levezonet gant | Antonio Vivaldi, Johann Pachelbel, Johann Georg Pisendel |
Deskrivet en URL | https://jsbach.de, https://www.bach-leipzig.de/de/neutral/johann-sebastian-bach-–-eine-chronologie, https://www.klassika.info/Komponisten/Bach/index.html |
External data available at URL | http://archive.ics.uci.edu/ml/datasets/Bach+Choral+Harmony |
Deskrivet dre | Portrait of Johann Sebastian Bach |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | talvoud ebet |
Oberennoù zo en dastumad | Procuratoria di San Marco musical archive |
Rummad tost | Category:Compositions by Johann Sebastian Bach |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Critical catalogue | Bach-Werke-Verzeichnis |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Johann Sebastian Bach (distagadur alamanek: /bax/) a oa ur sonaozour hag ograour alaman (31 a viz Meurzh 1685 en Eisenach, 28 a viz Gouere 1750 e Leipzig)
Ur sonaozour eus ar marevezh barok e oa, enkorfet ennañ hag aroueziet gantañ ar pep gwellañ eus arz ar mare-se, hir ha padus e levezon war diorroadur ar sonerezh kornôgat. Anavezet e voe gant ar brasañ sonaozourien, Mozart ha Beethoven en o zouez, evel ur mestr n'oufed ket mont dreistañ.
Espar eo e oberenn e pep keñver : gant ar rik hag ar pinvidik ma 'z eo gantañ kensoniezh, kerzenn ha kendonouriezh, ar peurechu m'eo ar stummoù, ar mestr m'eo a-fed teknik pe bedagogiezh, an uhel m'eo e awen ha niver e genaozadurioù. Mont a ra dreist an derezioù boas a ziforc'h koulzadoù ar stummañ, barr ar vrud hag an diskar : kenkoulz eo perzhioù e genaozaduroù yaouankiz hag ar re savet war an diwezhat.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eisenach
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet Bach d'an 21 a viz Meurzh 1685 en un tiegezh a sonerien hag a embrege abaoe meur a remziad evel sonerien lez, kêr pe iliz e korn-bro Thüringen (Alamagn). En e gavout a ra er pempvet remziad abaoe an hendad koshañ anavezet, diouzh e anv Veit Bach a vije deuet er XVIvet kantved eus Hungaria, miliner ha soner amatour. Pa voe ganet, meur a zek e oa ar re Vach a embrege ar sonerezh ; bez' ez eo unan eus ar re bouezusañ e-touez an tiegezhioù sonerierien anavezet en istor ar sonerezh kornôgat a-bezh.
Deiziad an 21 a viz Meurzh a zo hini an deiziadur julian en implij d'an ampoent e Eisenach, an deiziad diouzh an deiziadur gregorian a vije an 31 a viz Meurzh (an deiziad gregorian an hini a implijer evit e varv e Leipzig). Ar bugel diwezhañ eo diwar an eizh ganet eus Johann Ambrosius Bach (1645-1695), anezhañ soner kêr ha trompellour a lez, hag eus e bried Elisabeth bet ganet Lämmerhirt. Badeziet e vez hervez ar feiz lutherian d'an 23 a viz Meurzh en iliz Sant-Jorj (Georgenkirche).
En Eisenach e tremen e vugaleaj ; degemer a ra e zeskoni sonerezhel kentañ diwar e dad Johann Ambrosius Bach, ur violinour donezonet. Reizhet e vez ivez war ar sonerezh relijiel ha war an ograoù gant ur c'henderv d'e dad, Johann Christoph Bach a zo ograour iliz Sant Jorj. Daremprediñ a ra, adal e eizh vloaz, skol latin dominikaned Eisenach.
Ohrdruf
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E vamm a varv d'an 3 a viz Mae 1694. D'ar 27 a viz Du da heul ec'h addimez e dad gant un intañvez, Barbara Margaretha Bartholomäi, bet ganet Keul, met mervel a ra-eñ ivez ur sizhunvezhioù bennak war-lerc'h, d'an 20 a viz C'hwevrer 1695. D'an oad a zek vloaz, kollet e-giz-se gantañ e vamm hag e dad da heul, degemeret eo gant e vreur henañ oadet a bevar bloaz warn-ugent, Johann Christoph, skoliad Johann Pachelbel hag ograour en Ohrdruf. Er gêr-mañ e tarempred Johann-Sebastian al lise, ha tapout a ra un deskamant ledanoc'h eget e hendadoù ; e-touez e gamaladed klas ez eus unan eus e gendirvi, Johann Ernst Bach hag ur mignon feal, Georg Erdmann. Gant Johann Christoph e vez kaset pelloc'h e gelennadurezh sonerezhel ha stummet war ar c'hlavioù dre stokelleg. Johann-Sebastian a ziskouez bezañ donezonet-kenañ evit ar sonerezh (a zo muioc'h ez eus gantañ ur skouarn pakret) ha degas a ra e lod eus korvoder an tiegezh evel korist. Plijout a ra dezhañ eilañ ha studiañ oberennoù ar sonaozourien a zo diraezus dezhañ, ha pa vefe a-enep da youl e vreur henañ.
D'an 19 a viz Genver 1700 e kuita Georg Erdmann Ohrdruf evit Lüneburg; Johann-Sebastian Bach a heuilh anezhañ kenkent hag ar 15 a viz Meurzh: etre ar c'hoant da adkavout e vignon hag an hini da skañvaat karg e vagadur digant e vreur henañ, a zo dimezet ha tad a familh, en deus graet e soñj war ar c'hemm pouezus-se moarvat.
Lüneburg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vezañ ma oa berr an danvez gant e vreur, e tro da 1700 e teu Johann-Sebastian a-benn da vezañ degemeret en ul laz-kakañ masikoded (Michaelisschule e anv) e Lüneburg, ur gêr lec'hiet 200 km en hanternoz aleshont ma'z eas daveti war droad e-ser ur c'hamalad. Ouzhpenn d'ar sonerezh, e tapas deskiñ retorik, latin, gresianeg ha galleg. Anaoudegezh a reas gant Georg Böhm, soner eus ar Johanniskirche ha skoliad an ograour meur eus Hamburg Johann Adam Reinken. Hemañ diwezhañ her reizh war stil sonerezhel Alamagn an hanternoz. Damzaremprediñ a reas ivez e Lüneburg sonerien c'hall zivroet, pergen Thomas de la Selle, skoliad Lully : digarez en doa da zenesaat boazioù sonerezhel all ; eilañ a reas e he fezh oberenn ograoù Nicolas de Grigny, ha marteze e krogas da genskrivañ gant François Couperin.
E-unan-penn dreist holl an hini e tezrann gant rikted kevrollennoù ar sonerien anavezet. Entanet ha kurius evel ma oa, ne terme ket a-raok kerzhet meur a zek kilometr evit mont da selaou sonerien, evel Böhm, Reinken ha Lübeck, ha zoken meur a gant evit Buxtehude veur.
Arnstadt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1703 ez eas d'ograouer d'Arnstadt. Redek a reas buan brud ar mailh-se evel soner ha primaozer.
Mühlhausen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1707 ha 1708 e voe ograouer e Mühlhausen. Eno e skrivas e ganadenn gentañ, derou ur mell oberenn a liderezh a yelo d'he greskiñ e oberenn evit ograoù, testoù a ziskuilh ar gwellañ ar mailhoni, an donder hag ar vraventez pur m'eo deuet Bach da vezañ ar brasañ jubennour an holl amzerioù. Kenaozañ a raio e-kerz e buhez kanadennoù evit pemp bloavezh klok a gelc'hiad liderezh, da lavaret eo en tu-hont da dri-c'hant. Kollet eo bet meur a zek kenaozadur digantañ, ul lodenn vras anezho e-kerz ar maread-se. Er gêr-se ivez eo e eured gant e geniterv Maria Barbara, ma oa bamet gant he chemet a soprano. Da eo dezhañ en em gannañ evit dastum dezhi argouroù dereat hag evit ma kemerfe e wreg e blas en abadennoù (ne oa ket degemeret ar maouezed en tribun a enor betek an XIXvet kantved).
Weimar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1708 ha 1717, ograouer ha kentañ biolin e chapel dug a Weimar, edo en e gerzh an ograoù hag ivez laz klavioù ha kanañ an Dug. E-kerz ar c'houlzad-se e voe krouet ar bras eus e oberennoù evit ograoù (en o zouez an hini anavezetañ, an Toccata ha Fugenn e re leiañ BWV 565 ker-vrudet), eus e kanadennoù, eus e bezhioù evit klavisim awenet gant ar vistri meur italian ha gall. Met fellout a rae dezhañ kuitaat ar gêr-se ma kave hir e amzer enni. An Dug a Weimar a glevas ar c'heloù hag en reas prizoniad. Ret e voe d'ar priñs Leopold a Anhalt-Coethen dont d'e zieubiñ evit lakaat anezhañ da soner chapel e lez e Coethen.
Cöthen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1717 ha 1723 e voe mestr a chapel e lez ar priñs Leopold a Anhalt-Cöthen. Ar priñs a zo anezhañ ur soner, evezhet ha kalvinour. Ar maread eürus-se m'emañ en e varr ar ro dezhañ an tu da skrivañ e oberennoù klaviel pennañ evit lud, fleüt, biolin (Sonadennoù ha partitaoù evit biolin a-unan), klavisim (kentañ levr ar « Stokelleg keidesaouek reizh »), gaolviolin (Heuliadoù evit gaolviolin a-unan), hag ar C'hwec'h Kengerzad Brandeburgat. Kavout a ra el lez-mañ an holl aezamant c'hoantaet a-fet archant ha mignoniezh. Met gant ur darvoud e vo eilpennet buhez Bach : marv e wreg Maria Barbara. Seul trebouletoc'h eo pa ne glev keloù eus marv hag obidoù Maria Barbara ken nemet goude dezhañ bezañ distroet eus Dresden. Dre-se e ra e soñj kuitaat al lec'h-se leuniet a gounioù ha tri abeg a vo kaoz eus e zisparti : n'helle ket kenaozañ a sonerezh sakr en ul lez kalvinour, ar pezh a vanke kalz dezhañ, hañval a ra eil gwreg an Dug bezañ un "amusa" ha Leipzig, lec'h m'eo vak ar garg a gantor, a rofe dezhañ ur vrud vrasoc'h en Impalaerded Santel kenkoulz hag e Polonia hag e Bro-c'hall (an Duc a Saks a zo Roue Polonia ha darempredet en deus lez Versailhez m'en deus dalc'het ganti liammoù mat). Tapout a ra kaout ar garg a gantor hag e kenaoz ar Basion hervez Sant Yann, kentañ oberenn liderezh o tont, gant gred, eus Cöthen.
Leipzig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1723 ha 1750, da lavaret eo ouzhpenn pemp bloaziad warn-ugent e Leipzig, e teu Bach war lerc'h Johann Kuhnau evel kantor an iliz lutherian sant Tomaz. Annezañ a ra eno gant e eil gwreg Anna Magdalena, merc'h ur soner meur eus lez Cöthen ha koristez en deus dimezet ganti e Cöthen. Kelenn a ra ar sonerezh, ar c'hatekiz hag al latin en div skol a iliz eus ar gêr: S.Tomaz evit ar re "baour" ha S. Nikolaz evit ar re "binvidik", met dav eo dezhañ ivez pourchas kevrollennoù niverus-tre evit an ilizoù, ur kanadenn evit pep Sul ha devezh gouel. N'eus ken nemet ur bleustradeg evit ar C'hanadennoù, met e kerz ar c'h-Kantor ez eus bet fiziet sonerien a-unan lugernus (an drompellourien) pe a live dreist, sonerien a-unan o tremen ha studierien ar c'h-Collegium Musicum. Al lazioù-kanañ, ne ouzer ket resis an niver a izili anezho, a hañval bezañ gouest da ganañ kevrennoù diaes. Bach en deus alies da c'houzañv gwarizi e geneiled a redi pergen ar skolidi da voikotiñ e gentelioù sonerezh. Ren a ra ur vuhez leun-barr a ouiziegezh, en ur sevel ul levraoueg arbennik war al levroniezh, an doueoniezh hag ar gevrinegezh. E wreg en skoazell kalz en e garg a g-Kantor en ur adskrivañ e holl gevrollennoù. Dre e garg a z-Director Musices en deus tu da heuliañ ar bodadegoù sonerezhel aozet e Kafedi Zimmermann evit bourc'hizien amatour a sonerezh ha da gemer perzh e breutadegoù ar Skol-Veur. Ne c’hwit digarez ebet da vont d'an opera e Dresden lec'h m'eo ograour e vab. E Leipzig eo e kenaoz ar bras eus e oberennoù sakr. Skrivañ a ra p'emañ er garg-se en tu-hont da 200 kanadenn, a chom 126 anezho. E Leipzig e skriv ivez ar pennoberennoù a zo eus ar c'h-Klavier-Übung, eil levr ar Stokelleg Keidesaouek Reizh, ar C'hinnigadur Sonerezhel, Arz ar Fugenn (manet nemeur diechu), ur mell oberenn evit ograou, met ivez peder Fasion (unan anezho gant daou laz-kanañ, ar Matthäus-Passion hollvrudet), ur Magnificat, 3 oratorio, hag e destamant sonerezhel, skrivet etre 1723 ha 1749: an Oferenn Veur e si leiañ.
Hêrezh J.S. Bach
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugale J.S. Bach, tiegezh Bach
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]J.S. Bach en doe 20 a vugale gant div vaouez. Digant e bried kentañ, e geniterv, Maria Barbara Bach (1684-1720), en doe seizh bugel : Catharina Dorothea (1708-1774) ; Wilhelm Friedemann (1710-1784) ; Maria Sophia ha Johann Cristoph bet ganet d'ar 15 a viz Meurzy 1713, mervel a ra Johann devezh e ganedigezh ha Maria Sophia d'ar 17; Carl Philipp Emanuel, gwelloc'h anavezet dindan e lizherennoù-tal CPE (1714-1788) ; Johann Gottfried Bernhard (1715-1739); Leopold August (1718-1719).
Da c'houde ec'h addimez gant ur ganerez a lez, merc'h eil henañ un trompellour, Anna Magdalena Wilcken en doe trizeg a vugale diganti : Christina Sophia Henrietta (1723-1726), Gottfried Heinrich (1724-1763), Christian Gottlieb (1725-1728); Elisabetha Juliana Friederica (1726-1781); Ernestus Andreas (Gwengolo-Here 1727), Regina Johanna (1728-1733), Christina Benedicta Louisa (badeziet d'ar 1añ a viz Genver 1730-4 a viz Genver 1730) ; Christina Dorothea (1731-1732) ; Johann Christoph Friedrich (1732-1795), Johann August Abraham (badeziet d'ar 5 a viz du 1753-6 a viz du 1733), Johann Christian (1735-1782), Johanna Carolina (1737-1781) ; Regina Susanna (1742-1809).
An hêrezh sonerezhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Johann-Sebastian en em gav ar sonerezh barok war un dro en e varr hag en e dermen. Kerkent ha marvet, ar soner ijinek-dreist a zo koulz lavaret ankounac'haet dre m'eo aet e-maez ar c'hiz, evel ar gendonouriezh bet kaset gantañ d'ur glokted dibar.
Ar vibien bet stummet gantañ Wilhelm Friedemann, Carl Philipp Emanuel, Johann Christoph Friedrich, Johann Christian a heulio hentoù disheñvel a oa bet divinet endeo gant Bach pa lavare « Carl Philipp Emmanuel a zo evel glaz Prusia, anavezet e vo met buan e tiaezhenno. Wilhelm Friedeman hepken a dapo ober e doull da badout ha pa ranko gortoz a-raok ober berzh ». En ur gemer harp war ar gelennadurezh sonerezhel zispar plantet en o fenn gant o zad en em daolo ar pevar mab buan war-du ar redenn rak-klasel a lañs neuze war ar Barok.
Ne oa ket disheñvel ar gont gant Wolfgang Amadeus Mozart e-unan, betek an devezh ma reas dezhañ ar baron Van Swieten, un den entanet gant ar sonerezh barok hag a oa en e gerz ul levraoueg sonerezhel pinvidik-kenañ, anavezout gant birvilh ul lodenn eus oberenn Bach hag Oratoriooù Händel. Mozart a dapas tennañ e vad eus an hêrezh divent -se, e zoare da genaozañ a voe kemmet un tu bennak, evel pinvidikaet, hep n'en dije ranket evit kelo-se dianzav e stil dezhañ e-unan : soñjal a reer pergen en e Requiem, er sinfonienn « Jupiter », a zo ar pevare luskad anezhi ur fugenn dre bemp mouezh skrivet e kendon eilpennek, e arroudennoù 'zo Die Zauberflöte, ha c'hoazh.
Ludwig van Beethoven a anaveze mat-tre oberenn Bach evit ar c'hlavisim, hag eñ yaouank e sone ul lodenn vras anezhi dre an eñvor. An Argemmoù Goldberg en deus kemeret da batrom a-benn kenaozañ e Argemmoù evit piano. War-dro fin e vuhez Beethoven a studias ivez Oferenn e si leiañ Kantor Leipzig. E giz-se, arz kendonouriezh Bach a awenas Beethoven evit kenaozañ e v-Missa Solemnis, oberenn a gomze war he divout evel pa vije « e vrasañ hini ».
N'eo ken nemet e 1829 eo e lakas Mendelssohn, unan eus warlerc'hidi Bach e Sant Tomaz Leipzig seniñ en-dro Pasion hervez Sant Vazhev en Thomas-Kirche (Iliz Sant Tomaz). Evel-se e reas da galz a dud anavezout en-dro, en XIXvet kantved, ijin-dreist ar sonaozour ankounac'haet. Ar re romantel, alaman da gentañ, o deus neuze sammet an hêrezh-se, en ur azasaat anezhañ da goustoù ar XIXvet kantved, ha pergen Brahms e Vienna.
Dibaoe e chom e oberenn, distag diouzh emdroadur ar goustoù, an daveenn diziouerus hag dibar eus ar sonerezh kornôgat a-bezh. A-hervez Azia zoken a vije tapet gant ar birvilh, ha pergen Japan. Karl Straube a roas lañs, er bloavezhioù 1930 e Leipzig, d'un doare nevez da lenn oberennoù Bach gant lazioù klav ha kanañ nebeutoc'h niverus eget re jubennadurioù an XIXvet kantved ; Straube a sono ivez an oberennoù a reer teorikel anezho evel Arz ar fugenn (gant klaviaz evelato). Disoc'hiñ a raio an « adnevezadur barok »-se adalek ar bloavezhioù 1950, gant jubennourien evel Gustav Leonhardt hag e ziskibien niverus, pe Nikolaus Harnoncourt. Gustav Leonhardt ha Nikolaus Harnoncourt a vo ar re gentañ d'enrollañ an holl ganadennoù. Ret mat ivez menegiñ John Eliot Gardiner, a zo abaoe ar bloavezhioù 70 e penn ar Monteverdi Choir hag an English Baroque Soloists bet krouet gantañ. Kaset en deus da benn e 2000, da geñver 250vet deiz-ha-bloaz marv Bach ur gentaenn bedel : jubenniñ an holl ganadennoù sakr (chom a ra en tu-hont da 200 anezho) e-kerzh sonadegoù dre ar bed a-bezh e-korf ar bloavezh. Un dudenn e-touez ar re bouezusañ er mare-mañ a zo evel-just Philippe Herreweghe, a ren klaviaz ar Chapel Roueel hag ar Collegium Vocale e Gent. Harnoncourt, Leonhardt, Gardiner ha Herreweghe a zo e-touez ar pennoù ar muiañ priziet evit sonerezh Kantor Leipzig, kement dre spister ha mailhoni teknikel ha dre binvidigezh ar jubenniñ hag o eztaolusted.
Glenn Gould a ziskuilho ivez holl ijin-dreist Bach en ur lakaat ar pouez war ar wiridigezh, kement ha war an dastalmerezh, dre-benn d'e jubennadennoù war ar piano. Glenn Gould a vo tizhet gantañ barr e alkimiezh sonerezhel en eil enrolladenn eus an Argemmoù Goldberg e 1981.
Ha pa vije jubennet fall, adkempennet (Jacques Loussier pe Wendy Carlos), treuzlec'hiet eus un eil klav d'egile, pe c'hoazh azasaet war un dastalm jazz, a zalc'h ar sonerezh-mañ e berzhioù kenedel, evel ma rofe pinvidigezh e framm ur pouez dister d'ar peurrest.
Marcel Dupré a sone oberenn glok Bach evit ograou dre an eñvor, evel ma rae Helmut Walcha, an ograour alaman meur, dall anezhañ adal e oad-krenn, hen deskas dre selaou aketus.
Soñjezonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « E-tal hennezh, n'eo an holl re all ken nemet bugale », Robert Schumann ;
- « Paneve Bach, e kollfe an doueoniezh he divoud, a vije ar grouidigezh neuziek hag an netra ezkrerius », « Ma 'z eus unan a zo dleour-holl da v-Bach, ez eo Doue hennezh », Emil Michel Cioran, Silogismoù ar c'hwervoni, Gallimard ;
- « Treiñ a ra ar sonerezh, gant Bach, d'ur boud bev, loper ha gwiridik », Pierre Vidal.
- « Da gentañ ez eus Bach … ha da eil an holl re all . » Pablo Casals
- « Daoust d'am c'harantez vras evit kalz reoù all – ha n'emañ ket Beethoven ha Mozart ar re zisterañ – n'hallan ken nemet sevel a-du gant Casals : o mestroniañ a ra Bach holl. » Paul Tortelier
- Beethoven, en ur c'hoari gant anv Johann Sebastian Bach (Bach a dalvez kement ha gwazh en alamaneg) a gave dezhañ en dije degouezhet gwelloc'h Meer (ar mor) da veurded ha ampler e ijin.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar reizhiad niverenniñ BWV
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renabl oberennoù Bach a voe savelet gant Wolfgang Schmieder hag anavezet eo gant an teskanv "BWV", a dalvez Bach Werke Verzeichnis ('Katalog Oberennoù Bach'). Embannet e voe e 1950. A-wezhioù e reer niverennoù Schmieder eus ar re BWV, pe c'hoazh e implijer S (evit Schmieder) e-lec'h BWV. Aozet eo ar c'hatalog dre zodennoù ha neket hervez red an amzer. E-touez an abegoù evit an dibab-se :
- Diasur eo deiziad oberennoù 'zo. Pa gaver un deiziad war gevrolennoù, e c'hell bezañ ken buan all hini m'eo bet adskrivet pe kempennet an oberenn.
- Oberennoù Bach bet embannet etre 1850 ha 1905 gant ar "Bach Gesellschaft Ausgabe" a oa strollet dre rumm endeo. Kenkoulz e oa da Schmieder kenderc'hel gant ur boaz diazezet mat.
BWV 1-222 eo ar c'hanadennoù, BWV 225-248 an oberennoù a-gor graet war ur skeul bras, BWV 250-524 ar c'horalioù ha kanennoù sakr, BWV 525-748 an oberennoù evit ograoù, BWV 772-994 an oberennoù all evit binvioù dre stokell, BWV 995-1000 ar sonerezh evit binvioù dre gerdin, BWV 1001-1040 ar sonerezh kambr, BWV 1041-1071 ar sonerezh klaviazel ha BWV 1072-1126 ar c'hanonoù ha fugennoù.
Kenaozaduroù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanadennoù BWV 4, BWV 6, BWV 21, BWV 78, BWV 106, BWV 140, BWV 136, BWV 198, BWV 146, BWV 177, BWV 127, BWV 35, BWV 51, BWV 56, BWV 82, BWV 201, BWV 205, BWV 208, BWV 211, BWV 212.
- Pasion hervez Sant Yann, BWV 245 ;
- Pasion hervez Sant Mazhev, BWV 244 ;
- Oferenn e si leiañ BWV 232 ;
- Oratorio Nedeleg, BWV 248 ;
- Magnificat, BWV 243 ;
- Motedoù, BWV 225 da BWV 231 ;
- Toccata ha fugenn e re leiañ evit ograoù, BWV 565 hag un nebeud heuliadoù Rakkerz ha Fugenn evel BWV 542, 543, 544, 545, 582;
- Argemmoù Goldberg, BWV 988 ;
- Ar c'hwec'h partitaoù evit klavisim, BWV 825 da BWV 830 ;
- Imbroudennoù ha sinfoniennoù, BWV 772 da BWV 801 ;
- Imbroudennoù, BWV 772 [Media:Bach-invention-01.mid]
- Sinfonienn, BWV 787 [Media:Bwv787.mid] -->
- Ar 6 heuliad saoz, BWV 806-811"" ;
- Ar 6 heuliad gall, BWV 812-817"" ;
- Ar Stokelleg Keidesaouek Reizh, BWV 846 da BWV 893 ;
- Rakkerz I, BWV 846 [Media:Wtk1-prelude1.mid]
- Sonadennoù ha partitaoù evit biolin a-unan, BWV 1001 da BWV 1006 ;
- Heuliadoù evit gaolviolin a-unan, BWV 1007 à BWV 1012 [kevrollenn]
- Sonadennoù evit fleüt, BWV 1013, BWV 1020, BWV 1030 da BWV 1035 ;
- Ar c'hwec'h kengerzad brandeburgat, BWV 1046 da BWV 1051 ;
- Kengerzadoù evit biolin, BWV 1041, BWV 1042, BWV 1043 ;
- Kengerzadoù evit klavisim, BWV 1052 à BWV 1065 ;
- Heuliadoù evit laz-seniñ, BWV 1066 à BWV 1070 ;
- Ar C'hinnigadur sonerezhel, BWV 1079 ;
- Arz ar fugenn, BWV 1080;
Jubennourien a-bouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mistri laz-seniñ : Karl Richter, Pablo Casals, Karl Munchinger, Gustav Leonhardt, Frans Brüggen, Nikolaus Harnoncourt, Jordi Savall, Reinhard Goebel, Philippe Herreweghe, Masaaki Suzuki, Sigiswald Kuijken
- Gaolvioloñsourien : Pablo Casals, Paul Tortelier, Pierre Fournier, Janos Starker, Anner Bylsma, André Navarra, Mstislav Rostropovitch, Yo-Yo Ma
- Biolinourien : David Oïstrakh, Nathan Milstein, Georges Enesco, Yehudi Menuhin, Sigiswald Kuijken, Hilary Hahn, Arthur Grumiaux.
- Sonerien dre stokelleg : Glenn Gould, Wanda Landowska, Edwin Fischer, Ralf Kirkpatrick, Helmut Walcha, Sviatoslav Richter, Marie-Claire Alain, Gustav Leonhardt, Michel Chapuis, Friedrich Gulda, André Isoir, Pierre Hantaï, Masaaki Suzuki, Murray Perahia, Pierre Réach, Rosalyn Tureck, Blandine Verlet, Scott Ross.
Levrioù dave
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vie de Johann Sebastian Bach, Johann Nikolaus Forkel : kentañ buhezskrid ar sonaozour (1802).
- Jean-Sébastien Bach, Alberto Basso : diazlevr dave diwezhañ (Editions Fayard - 1984 evit an droidigezh c'hallek).
- Titl orin : "Frau Musica - La vita e le opere di J.S. BACH" (E.D.T./Musica - 1979).
- Moi JSB, Jean Pierre Grivois : Buhezskrid klok-kenañ er c'hentañ gour unan (Editions Héloïse d'Ormesson - 2005),
- Bach en son temps, Gilles Cantagrel (Editions Fayard - juin 2003), ISBN 2-213-60007-4,
- Le Moulin et la rivière, air et variations sur Bach, Gilles Cantagrel - oberenn priziet gant Akademiezh Charles Cros hag Akademiezh an Arzoù-Kaer (Editions Fayard - Genver 2004), ISBN 2-213-60128-3.
- Argemmoù Goldberg BWV 988/1087
- Oferenn e si leiañ BWV 232
- Matthäus-Passion BWV 244
- Ar Stokelleg Keidesaouek Reizh BWV 846-893
16 Kerzu 2007 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad mat". |