Klav-kerdin
(Adkaset eus Klavisim)
Ur c'hlav-kerdin[1] , pe klavisim[2], zo ur benveg da seniñ dre gerdin, outañ ur c'hlavier, pe daou, pe dri, ha skrabet e vez pep kordenn gant ur seurt skraberig.
Un anv hollek eo ar ger klav-kerdin, a vez roet da veur a venveg-seniñ, goude dezho bout disheñvel a-wechoù dre o stumm, o ment, o son, pe dre o anv zoken. Klav-kerdin a reer neuze eus an hini brasañ.
Anvioù all resisoc'h a roer d'ar benveg, hervez e neuz pe e son, pe hervez ar vro hag an istor: clavicytherium, spinetez, virjinal, muselaar, ottavino.
Klavieroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a daolenn zo gant Johannes Vermeer ma weler merc'hed ouzh o c'hlav-kerdin .
Itron en he c'hoazez ouzh ur c'hlav-kerdin (1672), National Gallery, Londrez.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ger meneget e Geriadur Hemon-Huon, 2005, pajenn 896. Krafkerdin ha taol-lourenn meneget e Geriadur Vallée.
- ↑ Ger meneget e Geriadur Hemon-Huon, 2005, pajenn 419.