Mont d’an endalc’had

Ludwig van Beethoven

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beethoven)
Ludwig van Beethoven
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhElectorate of Cologne, Impalaeriezh Aostria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLudwig van Beethoven Kemmañ
Anv-bihanLudwig Kemmañ
Anv-familhvan Beethoven Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Kzu 1770 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBonn Kemmañ
Date of baptism17 Kzu 1770 Kemmañ
Deiziad ar marv26 Meu 1827 Kemmañ
Lec'h ar marvVienna Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvliver cirrhosis Kemmañ
Lec'h douaridigezhVienna Central Cemetery, Q38103979 Kemmañ
TadJohann van Beethoven Kemmañ
MammMaria Magdalena van Beethoven Kemmañ
Breur pe c'hoarKaspar Anton Karl van Beethoven, Nikolaus Johann van Beethoven Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Bugeltalvoud ebet Kemmañ
KarKarl van Beethoven, Josyne van Beethoven Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Michersonaozour Kemmañ
StudierCarl Czerny, Dorothea von Ertmann, Ferdinand Ries, Archduke Rudolf of Austria, Babette Countess Keglevich de Buzin Kemmañ
Lec'h annezBeethoven House Kemmañ
Lec'h labourBonn, Vienna, Mödling, Baden Kemmañ
Deroù ar prantad labour1782 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1827 Kemmañ
Strollad etnekGermans, Flemish people Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Komzoù diwezhañSchade, schade, zu spät! Kemmañ
SponsorJoseph Francis, 7th Prince of Lobkowicz, Moritz Reichsgraf von Fries, Count Ferdinand Ernst Gabriel von Waldstein, Karl Alois, Prince Lichnowsky Kemmañ
Perzhiad eBeethoven concert of 22 December 1808 Kemmañ
Benveg sonerezhPiano, biolin Kemmañ
List of worksRoll oberennoù Beethoven, WoO, list of compositions by Ludwig van Beethoven by opus number Kemmañ
Diellaouet gantBerlin State Library Kemmañ
LuskadClassical period, Romantic music Kemmañ
Ezel eusRoyal Netherlands Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Levezonet gantJohann Joseph Fux, Johann Sebastian Bach, Joseph Haydn, Wolfgang Amadeus Mozart Kemmañ
Darvoud-alc'hwezdeath of Ludwig van Beethoven Kemmañ
Prizioù resevetBröckemännche Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.beethoven.de Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Beethoven Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadProcuratoria di San Marco musical archive Kemmañ
Rummad tostCategory:Compositions by Ludwig van Beethoven Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Ludwig van Beethoven (1770-1827). Poltred gant Karl Stieler, e 1820

Ludwig van Beethoven (badezet d'ar 17 a viz Kerzu 1770[1]26 a viz Meurzh 1827) a oa ur sonaozour ha pianoour alaman. Boas eur da sellet outañ evel unan eus brasañ sonaozourien en istor, hag evel an dudenn bennañ er marevezh tremen etre an oadvezhioù klasel ha romantel eus ar sonerezh klasel kornôgat. E vrud hag e ijin-dreist o deus awenet — hag e meur a zegouezh abafet — remziadoù a sonaozourien, sonerien, ha selaouerien war e lerc'h.

Ganet eo bet Beethoven en niv. 515 Bonngasse (hiziv niv. 20 Bonngasse) e Bonn. Mab e oa da Johann van Beethoven (17401792) ha da Magdalena Keverich van Beethoven (17441787). Badezet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu, met e familh ha diwezhatoc'h e gelenner Johann Albrechtsberger a lide e zeiz-ha-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu.

Kelenner sonerezh kentañ Beethoven a voe e dad, ur soner e lez Priñs-dilenner Bonn hag a oa hervez doare ur stummer garv hag andiawel. Alies e c'hoarveze gant Johann distreiñ d'ar gêr eus un davarn e kreiz an noz ha sachañ Ludwig yaouank er-maez eus e wele dezhañ da seniñ evitañ hag evit e vignoned. Donezon Beethoven a voe anavezet hag eñ yaouank-tre c'hoazh. E gelenner pouezus kentañ a voe Christian Gottlob Neefe. E 1787 e veajas Beethoven yaouank da Vienna evit ar wezh kentañ. Eno e c'hellfe bezañ en em gavet gant Wolfgang Amadeus Mozart ha bezañ sonet evitañ. Rediet e voe da zistreiñ d'ar gêr gant m'edo e vamm o vervel diwar an dorzhellegezh. Mamm Beethoven a varvas hag eñ 16 vloaz, ha meur a vloavezh-pad eo bet e karg da zesevel e zaou vreur dre ma troe e dad da voesonier gwashoc'h-gwashañ.

Dilec'hiañ a reas Beethoven da Vienna e 1792, e lec'h ma studias ur pennadig gant Joseph Haydn (e plas Wolfgang Amadeus Mozart hag a oa marvet ar bloavezh kent). Kelennadurezh ouzhpenn a bakas digant Johan Georg Albrechtsberger (stummer pennañ Vienna war ar gendonouriezh) hag Antonio Salieri. Beethoven a dapas kerkent brud evel mailh ar piano. E oberennoù kentañ gant niverennoù opus, an tri zriad piano, a zeuas war wel e 1795. En em staliañ a reas e patrom ar red-micher a oa o vont da heuliañ evit ar peurrest eus e vuhez : kentoc'h eget labourat evit an iliz pe ul lez brientinien (evel m'o doa graet meur a sonaozour en e raok), en em vevañ a rae en ur c'henstrollañ goproù-bloaz pe roadennoù digenvez a-berzh brientinien, korvoder diwar abadennoù dre rakprenañ, sonadegoù, kentelioù, ha gwerzh e oberennoù.

Ludwig van Beethoven: munud eus ur poltred graet e 1804 gant W.J. Mähler

Diaesterioù ar gedvuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trubuilhet eo bet buhez personel Beethoven. War-dro an oad a 28 vloaz, e krogas da vont da vouzar, ar pezh er vroudas da brederiañ emlazhañ (sellet ouzh Testamant Heiligenstadt eus 1802). Desachet e oa gant maouezed diziraezus (dimezet pe vrientinel) ; ne zimezas morse. E zarempred karantez zirendael nemetañ gant ur vaouez anavezet a grogas e 1805 gant Josephine von Brunswick ; soñjal a ra d'ar bras eus ar c'houizieien ez echuas a-benn 1807 dre ma n'helle ket homañ dimeziñ gant ur bilen kuit a goll he bugale. E 1812 e skrivas un hir a lizher karantez d'ur vaouez na ra anezhi ken nemet ar "Muiañ-karet Divarvel". Goulakaet ez eus bet meur a anv, met hini ebet n'eo bet degemeret gant an holl. Krediñ a ra da c'houizieien zo e oa un diwaskadenn (gant Beethoven o veizañ ne zimezfe morse) pennabeg eus marevezh izel e broduadur a ya eus 1812 da 1816.

Beethoven a chabouse, alies c'hwerv, gant an dud kar ha par dezhañ ha pelloc'h (pergen ur stourm poanius a-wel d'an holl a-zivout gward e niz Karl) ; lies gwezh ne rae ket brav ouzh ar re all. Dilojañ a reas alies ha boazioù personel iskis en devoe, evel gwiskañ dilhad lous petra bennak ma ne oa ket evit mirout a 'n em walc'hiñ dizehan. Neoazh en devoe ur bagad mignoned tost hag emroüs e vuhez-pad.

Selaouerien niverus a verz un heklev eus buhez Beethoven en e sonerezh, a daolenn alies ur stourm heuliet gant un drec'hadenn. An deskrivadur-mañ a vez lakaet alies da dalvezout evit pennoberezhioù krouet gant Beethoven e skoaz e ziaesterioù personel kriz.

Beethoven e 1823 ; eilad eus ur poltred distrujet gant Ferdinand Georg Waldmüller

Beethoven a oa alies dister e yec'hed. Hervez unan eus e lizheroù e krogas e gudennoù kof pa oa c'hoazh e Bonn, ar pezh o deiziad a-raok 1792. E 1826 ez eas e yec'hed war washaat, hag ar blegenn-mañ a gasas anezhañ betek ar marv. En e zanevell korfskej e kaver meneg eus kudennoù grevus gant an avu, sac'h ar vestl, ar felc'h, hag ar pankreaz. N'eus ket a genasant hollek war abeg resis e varv. Enklaskoù a-vremañ war ur guchenn eus blev Beethoven troc'het diwar e benn devezh goude e varv hag un tamm eus e glopenn paket diwar e vez e 1863, an daou anezho bremañ e Kreizenn Beethoven e San Jose, Kalifornia [1], o deus diskouezet e c'hallfe a-walc'h ar pistriañ gant plom bezañ bet lodek en e yec'hed fall hag en diwezh en e varv. Mammenn (pe mammennoù) ar pistriañ gant plom a zo dianav, met a c'hallfe bezañ bet pesk, kediadoù plomek implijet evit dousaat ar gwin, listri da evañ e staen, louzeier diwar blom, pe abadennoù hir e dourioù melar. N'eo ket gwirheñvel e vije bet ar pistriañ gant plom abeg e vouzarded, ma kav da lies imbourc'her e oa hemañ gweredet gant kleñved Paget, otoskleroz ar gokleenn, pe un direizhamant emwaredek evel al lupus, daoust m'o deus diskouezet studiadennoù graet nevez 'zo war c'houzañvidi ar pistriañ gant plom eo bet skoet lod gant koll ar c'hleved kenkoulz all. Dielfennadenn ar blev n'he deus ket dinoet merkur, a zo kempoell gant ar c'hraf ne oa ket Beethoven gant an naplez (louzaouet e veze an naplez gant kediadoù merkur d'ar mare-hont). Ezvezañs deveradoù narkotek a lak da grediñ e vire Beethoven a implijout louzoù-diboaniañ opiomek.

Bez er Zentralfriedhof, Vienna.

Marvet eo Beethoven d'ar 26 a viz Meurzh 1827, goude un hir a gleñved. Sebeliet eo bet e bered Währinger. Ugent miz diwezhatoc'h, korf Franz Schubert (hag en doa douget arched Beethoven da geñver e obidoù) a voe sebeliet nes da hini Beethoven. E 1888 e voe dilec'hiet bezioù Schubert ha Beethoven war un dro d'ar Zentralfriedhof (Bered Kreiz), e-lec'h ma c'hellont bezañ kavet bremañ e-kichen re Johann Strauss I ha Johannes Brahms.

Kredennoù personel hag o levezon war ar sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beethoven a oa skoet kreñv gant uhelvennadoù ar Sklêrijennoù ha gant kresk ar Romantelezh en Europa. Dediet en doa da gentañ penn e drede simfonienn, an Eroica (Italianeg evit "harozus"), da Napoléon Bonaparte gant ar gredenn e harpfe ar jeneral an uhelvennadoù demokratel ha republikan eus an Dispac'h Gall. Met e 1804 e barrennas anv Napoleon diwar ar bajenn-ditl e-lec'h m'en doa skrivet un dedi dezhañ, dre ma 'n em zispake sklaer mennadoù impalaerel Bonaparte, hag adenvel a reas ar simfonienn da "Sinfonia Eroica, composta per festeggiare il sovenire di un grand Uomo", pe e brezhoneg, "aozet evit lidañ koun un den meur". Pevare luskad e Navet Simfonienn a zispak un aozadenn a-gor peurlipet eus Ode An die Freude ("Kanenn d'al Levenez") Schiller, ur meulgan gwellwelus hag entanet da vreudeuriezh Mab-den.

Dizemglev a zo etre ar c'houizieien war gredennoù relijiel Beethoven hag ar perzh o deus bet en e oberenn.

Kenaozet ez eus bet gant Beethoven ur skalfad a stummoù, en o zouez simfoniennoù, kengerzadoù, sonadennoù piano, pevaradoù-kerdin ha sonerezh kambr all, oferennoù, opera, lieder, ha lies rumm all. Sellet e vez outañ evel unan eus brasañ tudennoù tremen etre an oadvezhioù klasel ha romantel eus istor ar sonerezh .

Evit a sell ar stummoù sonerezhel, Beethoven a savas war bennaennoù stumm ar sonadenn ha displegadur an tresoù en doa bet da hêrezh digant Haydn ha Mozart, met o astenn a reas kalz, en ur skrivañ luskadoù hiroc'h ha muioc'h a ampled dezho. Hogen Beethoven a dermenas ivez ar simfonienn en-dro penn da benn, en ur dreuzfurmañ anezhi diouzh ar stumm frammet reut pevar luskad rummet eus oadvezh Haydn war-zu ur stumm digor frank a c'hallfe delc'her kement a luskadoù ha ma 'z eus ezhomm, ha ne vern pe stumm ret evit reiñ he c'hempoell d'an oberenn.

An tri marevezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boas eur da rannañ red-micher sonaozour Beethoven etre ar marevezhioù Abred, Krenn, ha Diwezh.

Er marevezh Abred, e weler anezhañ o trevezañ e ziaraogerien veur Haydn ha Mozart ha war un dro egerzhañ hentoù nevez hag a-bazennoù astenn ampled hag emled e oberenn. E-touez un nebeud pezhioù a-bouez eus ar marevezh abred e kaver ar c'hentañ hag an eil simfonienn, ar c'hwec'h pevarad-kerdin kentañ, an daou kengerzad piano kentañ, hag an ugent sonadenn evit piano kentañ, en o zouez ar re Pathétique ha Loargann kaer-vrudet.

Kregiñ a reas ar marevezh Krenn nebeut goude enkadenn bersonel Beethoven kreizennet tro-dro d'e vouzarded. Merket eo ar marevezh gant oberennoù bras o ampled a eztaol harozegezh ha amprouenn ; enno e kaver un toullad mat eus oberennoù brudetañ ar sonerezh klasel. Emañ e-touez oberennoù ar marevezh krenn c'hwec'h simfonienn ( niv. 3–8), an tri c'hengerzad evit piano diwezhañ, ar c'hengerzad tripl hag e gengerzad evit biolin nemetañ, pemp pevarad-kerdin ( niv. 7–11), ar seizh sonadenn evit piano a heuilh en o zouez ar re Waldstein ha Appassionata, hag e opera nemetañ, Fidelio.

Marevezh Diwezh Beethoven a grogas war-dro 1816 hag a badas betek marv Beethoven e 1827. An oberennoù diwezh a zo dezverket gant o donder kefredel, hag a vamer kalz dirazañ, o eztaol nerzhus ha personel-kenañ, hag an arnodiñ furmoù (da skouer, ar pevarad e do lemm leiañ a zo seizh luskad ennañ, tra ma ouzhpenna e navet simfonienn nerzh ar c'hor hollanavezet d'ar c'hlaviaz el luskad diwezhañ). Er marevezh-mañ e vez kavet ar Vissa Solemnis, ar pemp pevarad-kerdin diwezhañ hag ar pemp sonadenn evit piano diwezhañ.

Gwelout ivez Istor eus ar stumm sonadenn ha Sonerezh romantel.

  1. Badezet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu 1770. Peurvuiañ e veze badezet bugale ar mare-hont un devezh goude bezañ bet ganet, met n'eus tamm teul ebet evit prouiñ e vije bet c'hoarvezet gant Beethoven. Gouzout a reer e lide e familh hag e gelenner Johann Albrechtsberger e zeiz-ha-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu. Ar fedoù anavezet a lak da grediñ e oa moarvat ar 16 a viz Kerzu 1770 deiziad ganedigezh Beethoven, kement-mañ avat n'haller ket disklêriañ ez eo asur.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Albrecht, Theodor, and Elaine Schwensen, "More Than Just Peanuts: Evidence for December 16 as Beethoven's birthday." The Beethoven Newsletter 3 (1988): 49, 60-63.
  • Clive, Peter. Beethoven and His World: A Biographical Dictionary. New York: Oxford University Press, 2001. ISBN 0-19-816672-9.
  • Davies, Peter. The Character of a Genius: Beethoven in Perspective. Westport, Conn.: Greenwood Press, 2002. ISBN 0-313-31913-8.
  • Davies, Peter. Beethoven in Person: His Deafness, Illnesses, and Death. Westport, Conn.: Greenwood Press, 2001. ISBN 0-313-31587-6.
  • DeNora, Tia. "Beethoven and the Construction of Genius: Musical Politics in Vienna, 1792-1803." Berkeley, California: University of California Press, 1995. ISBN 0-520-21158-8.
  • Geck, Martin. Beethoven. Translated by Anthea Bell. London: Haus, 2003. ISBN 1-904341-03-9 (h), ISBN 1-904341-00-4 (p).
  • Hatten, Robert S., Musical Meaning in Beethoven. Bloomington: Indiana University Press, 1994. ISBN 0-253-32742-3.
  • Kropfinger, Klaus. Beethoven. Verlage Bärenreiter/Metzler, 2001. ISBN 3-7618-1621-9.
  • Meredith, William. "The History of Beethoven's Skull Fragments." The Beethoven Journal 20 (2005): 3-46.
  • Morris, Edmund. Beethoven: The Universal Composer. New York: Atlas Books / HarperCollins, 2005. ISBN 0-06-075974-7.
  • Solomon, Maynard. Beethoven, 2nd revised edition. New York: Schirmer Books, 2001. ISBN 0-8256-7268-6.
  • Solomon, Maynard. Late Beethoven: Music, Thought, Imagination. Berkeley: University of California Press, 2003. ISBN 0-520-23746-3.
  • Stanley, Glenn, ed. The Cambridge Companion to Beethoven. Cambridge: Cambridge University Press, 2000. ISBN 0-521-58074-9 (hc), ISBN 0-521-58934-7 (pb).