Sachsen-Eisenach

Eus Wikipedia
Dugelezh Sachsen-Eisenach
Ti an Duged en Eisenach
Kartenn eus Sachsen-Eisenach


Dugelezh Sachsen-Eisenach zo un dugelezh alaman krouet e dibenn ar XVIvet kantved, da varv an Dug Johann Friedrich II.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri marevezh zo bet en he buhez:

  1. 1596-1638, pa renas Johann Ernst von Sachsen-Eisenach. Bugel ebet n'en doe, ha rannet e voe e zugelezh etre Sachsen-Altenburg ha Sachsen-Weimar.
  2. 1640-1644: adsavet e voe an dugelezh evit Albrecht von Sachsen-Eisenach, ur mab d'an Dug Johann II von Sachsen-Weimar. Mervel divugel a reas Albrecht ha rannet e voe Sachsen-Eisenach etre Sachsen-Gotha ha Sachsen-Weimar.
  3. 1662-1809: adsavet e voe en 1662, evit ur mab da Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar.