Mont d’an endalc’had

Babilon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Babylon)
Dismantroù Babilon luc'hskeudennet e 1975

Babilon a zo anv ur gêr eus an Henamzer, war-dro 200 kilometrad er gevred da v-Bagdad, er vro anvet Irak hiziv, e-kichen kêr vodern Hilla. Implijet e vez an anv « Babilon » a-wezhioù evit komz eus hollad impalaeriezh Babilon. Babilonia a vez gret anezhi ivez daoust ma c'hall talvout kement ha bro Babilon.

Emañ etre an Tigris hag an Eufratez, etre menezioù Azia-Vihanañ hag Iran, etre dezerzh Arabia ha dezerzh Siria. D’ar mare-se e oa un douar frouezhus, pinvidik, ha n'eo ket ul lec'h sec'h evel hiziv. Eus -2000 da -1600 e voe savet an Impalaeriezh kentañ. Diskaret e oa bet gant an alouberien eus ar c’hornôg hag eus ar reter. Kalz amzer war-lerc'h ec'h adkavas Babiloniz o lañs. Diorren a reas eil impalaeriezh Babilon eus -612 da -539.

Anv ar gêr a zeu marteze eus ar raksumereg Babulu, bet displeget e etimologiezh gant Akkadiz dre bab-ili(m), « Dor an Doue », ha deuet goude da vezañ bab-ilāni « Dor an doueed ». Troet eo bet ar ger-se e sumereg e KA.DINGIR.RA. Ar C'hresianed o deus graet Babylon eus anv ar gêr-se en Akkadeg, hag adimplijet eo bet gant Europiz da c'houde.

Prantadoù istor Babilon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Babilon a oa meneget evit ar wezh kentañ en Patrom:XXIVvet kent J.-K., gant an anv Babil, en ur skrid e skritur gennheñvel, da vare ren Char-kali-Charri, roue impalaeriezh Akkad a rene war ar gêr. Ar c'hoshañ roudoù annez el lec'h-mañ zo bloaziadet eus an Neolitik, ha liveoù eus koulz Obeid hag eus Uruk zo bet anavezet.

Ur greizenn velestradurel a eil renk eus impalaeriezh Ur III e oa. N'he deus ket ar gêr kement a lufr hag he amezegezed er Su, evel Nippur. Ne zeuas da vezañ ur greizenn bolitikel a-bouez nemet goude diazezidigezh un dierniezh amorrit e deroù an Patrom:IIvet milved.

Babilon dindan tierniezh an Amorrited

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar roue Hammurabi eus Babilon dirak an doue Chamach, lodenn eus maen-sonn Kod Hammourabi, XVIIIvet kantved

Diazezet e oa tiegezh amorrit Babilon war-dro 1894 kent J.-K. gant Sumu-abum (18941881 kent J.-K.)[1]. E warlec'hiad Sumu-la-El (18801845 kent J.-K.) eo diazezer gwirion rouantelezh Babilon, a zeuas da vezañ brasoc'h e-pad e ren. Brasaet e oa e rouantelezh gant e warlerc'hidi c'hoazh, ha dindan Sîn-Muballit (18121793 kent J.-K.) e teuas Babilon da gaout nerzh a-walc'h da gevezañ ouzh ar rouantelezhioù bras amorrit amezek evel Larsa, Eshnounna, Isin hag Uruk. E vab Hammurabi (17931750 kent J.-K.) a ouias c'hoari e roll gant finesa e darempredoù etrebroadel e amzer hag ar c'hentañ tierniezh babilonat-se ne zeuas da vezañ galloudusoc'h nemet adalek e ren. Goude ur c'hentañ lodenn ren na oa ket bet gwall frouezhus e teuas a-benn da drec'hiñ ar rouantelezhioù amezek : Larsa, Eshnunna, ha goude se Mari. Achap a ra ivez da aotrouniezh Bro-Elam. Babilon a zeuas neuze da vezañ an nerzh politikel brasañ e Mezopotamia. D'ar c'houlz-se e teuas ar gêr da vezañ ur greizenn relijius ha sevenadurel a-bouez bras.

War-lec’h diskar tierniezh Sargon, keodedoù Mezopotamia a oa ar re binvidikañ a yeas d’an traoñ. Ar baourentez hag an dizurzh a rene. En XIXvet kantved kent J.-K. e unanas Hammourabi, ur semit, ar c'heodedoù en un impalaeriezh. Dibab a reas Babilon e-giz kêr-benn. Unan eus an impalaeriezhioù galloudusañ eus an Henamzer eo bet... Ar roue a savas leun a savadurioù (ar Ziggourat kentañ) hag a zegasas pinvidigezhioù e Babilon. E oberenn bennañ a zo bet sevel ur c’hod a 282 mellad evit sklaeraat al lezennoù, ar reolennoù kenwerzh hag ar reolennoù sokial evit e sujidi. Er c’hod e oa ivez lezenn strizh an talion.

Naboukadnesar eo ar roue brudetañ ha pouezusañ eus an eil impalaeriezh, adsavet en deus an impalaeriezh kozh.

Ren Naboukadnesar (605 - 562 kent J.-K.)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nabopolassar a oa gouarnour kêr Babilon. E-tro ar bloavezh 612 kent Jezus-Krist e savas ar gouarnour e vouezh a-enep d’an Assirianed ha d’o arme, distabilaet e voe an enebourien gant an taol-se hag e teuas Nabopolassar da vezañ roue war Babilon goude bezañ adsavet ar rouantelezh. Pa varvas e 605 kent J.-K. e lezas d’e vab Naboukadnesar rouantelezh Babilon.

Sevel a reas ar roue nevez ur roll-labour evit heñchañ e ren, ar pal kentañ a oa adsevel impalaeriezh kozh Babilon e-keñver an dachenn hag ar galloud. Adaozañ hag adframmañ a reas an arme, ha kregiñ a reas buan da aloubiñ tachennoù an amezeien. Tal-ouzh-tal e voe gant an Egiptiz, e enebourien gozh, ha goude un nebeud mizioù en doa kemeret Siria a-bezh. War-lec’h an trec’h bras-se e tibabas aloubañ rouantelezh Juda e Palestina. E 597 kent J-K e penn un arme bras e tagas Judea. Sezizañ a rejont Jeruzalem ha toullbac’hañ a rejont ar roue Joachim. Kaset e voe ar roue, ar priñsed, ar brezelourien hag an holl dud gouest da labourat en harlu e Babilon.
Kevrediñ a reas an Hebreed gant an Egiptiz evit gounit o frankiz en-dro, met a-raok m'o dije bet amzer da aozañ ar stourm e oa aloubet Jeruzalem gant Naboukadnesar ha distrujet en doa pep tra, an Templ, ti ar roue, hag an holl savadurioù. Kaset e voe an Hebreed e sklaverezh da Vabilon e 587 kent J-K.
Kenderc’hel a reas gant e aloubadegoù, e Fenisia hag ul lodenn vras eus Arabia. War-lec’h tregont vloaz a vrezelioù e teuas a-benn d’e bal. Goude dek kantved a ziskar e oa adsavet Impalaeriezh gozh Babilon, d’ar mare-se e oa Naboukadnesar galloudusañ roue ar sav-heol.

Ur wech tizhet e bal e tibabas kenderc’hel e oberoù dre ar peoc’h, ar pezh a gendalc’has da ledañ e vrud. Pinvidigezhioù e-leizh a vodas e Babilon a oa ar gêr binvidikañ eus ar sav-heol. Temploù meurdezus a savas, savadurioù ramzel hag ur palez mojennel, delwennoù aour a oa evit kinklañ ar savadurioù-se. Holl vrudet eo bet kêr Babilon dre ar bed a drugarez d’e liorzhoù meurdezus, gant palmezennoù ha plant ral.

Labourat a reas da wellaat difenn kêr Babilon. Sevel a reas ur voger vras e kompezenn an Eufratez. A-raok ma vefe roue Naboukadnesar e oa dija div voger tro-dro da Vabilon. Ouzhpenn adaozañ an difennoù e savas un trede moger en dro d’ar gêr. Dre ma oa ar gêr etre div stêr e oa diaesoc’h da dagañ.

Ar skiantoù e Babilon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pobl Babilon a oa tud, dezhe ur spered troet war-zu an efedusted, Ijinet o deus unanennoù da vuzuliañ hirderoù ar parkeier, pouez an traoù, ar prizioù. Implij a raent ur reizhiad niveriñ dre 60. Jediñ a raent gant « ur mekanik da jediñ » ha skrivet e veze gant ar skritur gennheñvel. Hir e oa o sistem jediñ-se.

Gouest e oant da jediñ gorread ar parkeier hag al lunioù diblaen. Padal e oa dister o anaoudegezh eus ar c'heometriezh. Evit jediñ gorread ar c’helc’hioù dreist-holl, ne oant ket deuet a-benn da vezañ resis a-walc’h. E plas implij an talvoud “pi π” a-vremañ, e implijent an talvoud “3” (doare dre vras).

Dre evezhiañ ar stered o deus krouet an deiziadur hon eus hiziv: rannañ ar bloaz a 12 miz, ar sizhun e 7 devezh, an devezh en eurvezhioù, minutoù, eilennoù. Ar steredoniourien gentañ int. Ar veleien a oa ar steredoniourien-se. Gouest e oant da c’houzout en a-raok peur e vefe fallaennoù-loar, jedet o doa hent al Loar hag an Heol ha deuet e oant a-benn da c’houzout deiziadoù ar goursavioù-heol hag ar c'hedezioù, dre-se e vezent lidet, enoret, selaouet gant ar bobl hag ar roueed. An dud a grede zoken e oa ar veleien a rene al Loar hag an Heol, ha soñjal a raent o doa galloudoù hud (evel komz d’an doueed, pareañ ar c’hleñvedoù pe divizout disoc’h ar brezelioù…). Ar steredoniezh a oa un doare da ren.
Ar blanedennoù a studient, a zegasas dezho o doueed. Yaou a veze azeulet dindan anv Ishtar, al Loar dindan anv Sin. Doue Babilon e oa Mardouk. Mojenn Gilgamech (an hanterzoue) a blije dezho kontañ.

C'hoant o doa da ijinañ un doare da ziouganañ an amzer da zont dre sellet ouzh an oabl, ar stered, al laboused o nijal, stumm un dresadenn graet gant un dakad laezh... Rannet eo bet an ekliptik (hent an heol en oabl an Douar) e 12 steredeg ha treset o doa kartennoù eus ar stered en oabl. Dre ma gredent e oa speredoù fall e pep lec'h, e lavarent e oa bet aloubet an dud klañv gant ar re-se.

Ar Vabiloniz o doa treset ur gartenn eus an Douar ha krediñ a raent e oa plad hag e stumm ur c’helc’h. An eeunennoù a ziskoueze ar sterioù, ar c’hrommennoù ar menezioù. Lec’hiet o doa Babilon e-kreiz ar gartenn. Ar rontoù bihan tro-war-dro a vefe ar broioù all tost d’ar Mezopotamia. En tu all d'ar mor o doa lakaet inizi evit pobladoù na anavezent ket mat.

Gant an holl c'houiziegezioù-se int deuet a-benn da sevel un deiziadur resis a-walc’h 30 kantved araozomp. Rannet o doa ar bloavezh e 360 devezh. Implijet e veze mizioù ouzhpenn, ur wech an amzer, evit adtapout an dale tapet e-keñver koulz ar bloaz.

Kêr Babilon da vare Naboukadnesar II

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet posupl furchal liveoù kozh Babilon war-bouez un nebeud tier paleo-babilonian. Bloaziadet eo ar pep brasañ eus al liveoù zo bet dizoloet eus ar prantad nevez-vabilonian (624-539) hag eus deroù prantad an Ac'haemenided (539-331). Ar stad-se eus ar gêr zo koulskoude evit ul lodenn vras hêrezh ar prantadoù koshoc'h, evel m'en diskouez an destenn lec'hiadurel TINTIR. Kalz labourioù a oa renet gant Nabopolassar ha Naboukadnesar II dreist-holl, a roas d'ar gêr he stumm[2].

Hent an trec'hlid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Naboukadnesar eo a lakas sevel an hent-se. Pavezet e oa war 22 metrad ledander gant bloc'hoù maen-raz, dezhe 1 metrad kostez. Dirazi e c’heller gwelet ur maen-sonn zo skrivet warni : « Me eo Naboukadnesar, roue Babilon, mab Natopolassar, roue Babilon. Savet em eus hent Babel evit lidkerzh an Doue Mardouk. Mardouk, Aotrou, roit ar vuhez hirbadus. »
An hent a oa sakr, met servij a rae ivez d’en em zifenn : a-bep tu dezhañ e oa mogerioù 7 m uhelder war 300 m hirder. An hini a valee war an hent a oa e-barzh ur seurt trepas bras e lec’h ma ne c'halled ket mont kuit, hag e reseve tagadennoù ar Babiloniz diwar-laez. Ar souezhusañ tra evidomp eo ne oa ket livet an hent-se e gris ar mein met glas evel ar mor. Kinklet e oa ar magorennoù gant delwennoù leoned bras, ur c’hant ugent bennak, livet evel ma vijent re wir.

Liorzhoù ar Rouanez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nepell eus palez ar Roue, e oa dor sakr Ishtar, un nor bras-kenañ e oa gant tourioù tro-dro. An aozadur-se a oa livet e glas gant tresadennoù tirvi hag erevent melen ha gwenn, flamminus en heol. Pa dremene lidkerzh an Doue Mardouk dindan an nor (E-pad al lidkerzh veze douget delwenn an doue Mardouk hag hi kelc’hiet gant beleien ha war he lerc'h ar roue), ec’h errue e-barzh liorzhoù ar Rouanez, unan eus Seizh Marzh ar Bed : liorzhoù a-istribilh Babilon. Savennoù-douar a oa douget gant kolonennoù pri, ha tro-dro dezho e kreske plantoù ha gwez eus broioù all. War pep hini eus ar savennoù-douar e oa gwez-frouezh, louzeier ha bleunioù frondus. War an hini uhelañ a oa staliet ur reizhiad evit dourañ ar liorzhoù gant kanouc'helloù a dremene eus an eil d’egile. Hervez ar vojenn, en defe savet ar Roue ar liorzhoù-se evit e wreg kuit m'he defe keuz d'he bro.

Ar Ziggourat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ tremenet e kreiskêr ha dirak palezioù pinvidik mor, e tremened dirak templ Ninmak hag Ishtar ha war-lec’h ar marc’had, e errued en un templ, e lec’h ma veze losket an delwenn, hag e-kichen, un tour bras-kenañ, ar Ziggourat (Tour Babel e vefe deut da vezañ er Bibl). Tro-dro dezhi, e oa tier savet evit ar birc’hirined hag ar veleien, e stumm ur pevarzueg. An tour a lak da soñjal en ur biramidenn vras gant derezioù bras, dezhi 100 metr diaz hag uhelder. Ezhomm ez eus bet a 85 milion a vrikennoù (merket gant siell Babilon war o gorre) evit sevel anezhañ. E-lein ar Ziggourat edo santual Mardouk, alaouret ha glas, a c’helled gwelet a-bell. An daou skalier bras a-gostez a oa miret d’an dud feal, hag an hini pennañ (e-kreiz) evit ar beleg bras. Staliet e oa un triclinium gant un daol aour evit an Doue. Herodotos, istorour an Henamzer, en doa gweladennet al lec’h pa oa c’hoazh santel ha sakr. «  Lâret e vez e teu an Doue da weladenniñ e dempl hag e kousk amañ, met ar fedoù-se a seblant digredus din », a skrivas-eñ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Diwar istor rouantelezh Babilon, gwelet Babilonia, ha levrlennadur ar pennad-se.
  2. Lenn (en) D. J. Wiseman, Nebuchadrezzar and Babylon, Londrez, 1985, ha B. André-Salvini, Babylone, Pariz, 2001. Gallout a reer ivez lenn pennadoù-skrid hollek berroc'h e galleg : J. Goodnick-Westenholz, « Babylone, lieu de création des grands dieux », e Les Cités royales des pays de la Bible, Dossier d'Archéologie Nnn 210, 1995, p. 72-79 ; J.-C. Margueron, « Babylone, la première mégapole ? », e C. Nicolet (renerezh), Mégapoles méditerranéennes, Pariz, 2000 ; F. Joannès ha M. Sauvage, « Babylone (ville) », e F. Joannès (renerezh), Dictionnaire de la civilisation mésopotamienne, Pariz, 2001, p.111-115 ; F. Joannès, « La ville au centre du monde », e L'Histoire Nnn 301, miz Gwengolo 2005