Gilgamech

Eus Wikipedia
Haroz, trec'het gantañ ul leon, eus palez Sargon II e Dur Sharrukin (Khorsabad hiziv, e-tal Mossoul), 713-706 kent J.K.

Gilgamech (/ɡilˈɡa:mɛʃ/, e skritur gennheñvel Akkadek: 𒄑 𒈦, Gilgameš, anvet ivez Bilgames en testennoù sumerian kentañ)[1] a oa pempved roue Uruk, er vro zo Irak ha Koweit hiziv (tierniezh abred II, kentañ tierniezh Uruk), hag en dije renet war-dro 2500 vloaz kent J.K. Hervez ar rolloù rouanez sumerian en dije renet e-pad 126 vloaz.

Hervez enskrivadur Tummal,[2] Gilgamech hag e vab Urlugal, a adsavas santual an doueez Ninlil, e Tummal, ur c'harter sakr en he c'heoded Nippur. Gilgamech eo haroz pennañ Meurgan Gilgamech, an oberenn vrasañ eus lennegezh kozh Mezopotamia zo chomet betek ennomp.

Er meurgan, e dad a oa Lugalbanda hag e vamm Ninsun (anvet Rimat Ninsun gant lod), un doueez. E mitologiezh Mezopotamia, Gilgamech a oa un hanterzoue, dezhañ un nerzh dreistdenel, a savas murioù keoded Uruk da zifenn e bobl diouzh gourdrouzoù an diavaez, hag a reas ur veaj hir hag arvarus da gejañ gant ar fur Utnapishtim, a oa chomet bev war-lerc'h al Liñvadenn Veur. Deskrivet e vez peurliesañ evel doue evit div drederenn ha den evit un drederenn.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Epic of Gilgamesh, troet gant Andrew George 1999, Penguin books Ltd, Harmondsworth, p. 141 ISBN 13579108642
  2. Enskrivadur Tummal, ur roll rouanez astennet diazezet war eilennoù standard Babilonia gozh. Meur a skouerenn zo, lod eus Ur ha Nippur.
En e raok 
Aga Kich
Roue Sumer
war-dro 2600 kent J.K.
War e lerc'h
Ur-Nungal
En e raok 
Dumuzid, ar pesketaer
Ensi Uruk
war-dro 2600 kent J.K.