Bécassine !
Bécassine ! zo ur film gall, gant Bruno Podalydès, e 2018, savet diwar-benn an dudenn Bécassine, krouet e 1905. Produet eo gant ar gompagnunezh c'hall Why Not Productions, eus Pariz, ha filmet eo bet an istor e Normandi, e Perche-en-Nocé, en departamant Orne[1], ha roet gwenneien gant ar rannvro eno[2].
Ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvelik eo an dudenn diouzh hini al levrioù savet e deroù an XXvet kantved. Degemeret madik eo bet ar film gant ar re o deus gwelet anezhañ, petra bennak ma n'eus bet den o kontañ e oa ur bennoberenn. En ABP e voe lennet e oa ur film dizrouk graet evit familhoù e-kerzh un devezh glav[3].
Aktourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Émeline Bayart : Bécassine
- Karin Viard : la Marquise de Grand-Air
- Maya Compagnie : Loulotte
- Denis Podalydès : Adelbert Proey-Minans
- Bruno Podalydès : Rastaquoueros
- Michel Vuillermoz : Oncle Corentin
- Josiane Balasko : Mademoiselle Châtaigne
- Isabelle Candelier : Madeleine
- Jean-Noël Brouté : Hilarion
- Philippe Uchan : Cyprien
- Vimala Pons : Marie Quillouch
- Claude Perron : Mademoiselle Bongenre
- Florence Muller : mamm Bécassine
- Blutch : tad Bécassine
- Dominique Parent : Quillouch
- Betty Pois : ar gemenerez
- Rose Daugenet : Bécassine da 6 vloaz
- Eowyn Ptak : Bécassine da 12 vloaz
- Ethel Glasson : Marie Quillouch da 12 vloaz
Trouz en-dro d'ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skignet e voe ar film e Frañs d'an 20 a viz Mezheven 2018[4] ent-ofisiel ; koulskoude, un tammig trouz a oa bet diwar e benn e Breizh[5], a-raok ar rakvannadenn aozet e Kemper d'an 31 a viz Mae[6]. Hervez ar filmaozer e teu an dudenn eus ur bed ijinet[7], pa ouzer e teu eus matezh vreizhat Jacqueline Rivière.
- Ur strolladig anvet Dispac'h en doa goulennet boikotiñ[8].
- Un diviz a oa bet e Radio Breizh-Izel ha goulenn a raed ouzh ar vrezhonegerien : « Ha spontet oc'h c'hoazh gant skeudenn Bécassine ? »[9]
- Prezidant rannvro Breizh-4, Loïc Chesnais-Girard, en deus embannet neuze ne voikotfe ket nemet n'afe ket da welout[10].
- Ar chadenn skinwel France 3 Bretagne he deus embannet e skigno ar film Nous n'étions pas des Bécassines, savet gant Thierry Compain[11],[12]
- Le Télégramme a c'houlennas ali ar filmaozer diwar-benn ar boikot[13].
- Ar senedour Ronan Dantec en deus roet e ali e Ouest-France: [1]
- Un tamm manifestadeg zo bet e Brest d'ar Yaou 1 a viz Mezheven 2018[14].
- Pennad e 20 minutes[15] .
E Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwivanoù zo a reas anv eus ar boikot[16]
- Kelaouennoù zo a embannas e vez taget ar film Bécassine! e Breizh pe gant rannvroelourien pe gant dizalc'hourien[17],[18],[19],[20].
- Le Figaro a embannas d'an 30/05/2018 : Bruno Podalydès : « Bécassine! n'est pas un documentaire historique sur la Bretagne »[21].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Pennad e Ouest-France e 2017, pan edod o filmañ eno.
- ↑ (fr) ABP diwar-benn arc'hantañ ar film.
- ↑ (fr) Bécassine : un film inoffensif qui ne méritait pas ce tintamarre ABP.
- ↑ (en) Bécassine ! el lec'hienn Internet Movie Database
- ↑ (fr) Pennad e blog Gouezou, eus Sizhun
- ↑ (fr) Le Télégramme, a-raok an abadenn.
- ↑ (fr) Ouest-France : Bécassine est issue d'un monde inventé
- ↑ (fr) Breizh-Info
- ↑ (br) RBI
- ↑ (fr) Saint-Brieuc ma ville
- ↑ (fr) FR3
- ↑ (fr) Ouest-France
- ↑ Le Télégramme : Bécassine !", une insulte à la Bretagne ? La réponse du réalisateur
- ↑ (fr) Le Télégramme
- ↑ Pennad e 20 minutes : Pourquoi le personnage de Bécassine cristallise toujours les tensions
- ↑ (fr) Slate, 29/05/2018
- ↑ (fr) Le Point
- ↑ (fr) LCI
- ↑ (fr) RTL
- ↑ (fr) Capital : Bécassine est-elle une insulte aux Bretons ?
- ↑ (fr) Le Figaro