Kaozeal:Bécassine !

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

An darvoudoù a vefe da zont n'int ket fedoù , ha nebeutoc'h c'hoazh "fedoù gwir" : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bécassine_%21&type=revision&diff=1796335&oldid=1796332 : ar fedoù zo tremenet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Mez 2018 da 09:06 (UTC)[respont]

Ur stourm evit an hañv[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da Vekasin, a ro tro da lod d'ober trouz, ha da lod all da vreinañ pennadoù er wikipedia.

« Pep hini a stourm evit e vro .» eme egile ! Bro ebet d'ar wirionez, Aotrou Bianchi-Bihan !--Prieladkozh (kaozeal) 2 Mez 2018 da 09:43 (UTC)[respont]
Pa gomzez eus fedoù hep kompren ar ger ne dalv ket ar boan kaozeal eus gwirionez ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Mez 2018 da 09:50 (UTC)[respont]
Gwall fentus eo sellet ouzh ar ger « gwirionez » skrivet e-tal-kichen hini « Bianchi-Bihan » ! Din-me n'oc'h nemet ur gaouiad hag un tricher ha ne ra ket forzh nag eus Breizh nag eus ar brezhoneg, pik echu.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Mez 2018 da 10:56 (UTC)[respont]

Sur mat e kavez gaou e-leizh er pennad, met n'out ket gouest da larout pelec'h. Ar gwashañ gant da labour enebiñ ha da gasoni dall, emgar, ha droch-pout, eo ez a muioc'h a amzer o naetaat war lerc'h da voc'haj eget o sevel dek pennad. Da vaen-te e savidigezh ar wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Mez 2018 da 15:44 (UTC)[respont]

Pep hini amañ a oar piv oc'h e gwirionez ha klotañ a ra mat ar gerioù « kasoni dall », « emgar », « droch-pout » ha « moc'haj » ouzhoc'h, hep mar ebet. Ne vagan « kasoni » ouzh den ebet evel ma rit, c'hwi, ingal. Ne garit den ebet, nemedoc'h evel-just...
« [...], ez a muioc'h a amzer o naetaat war lerc'h da voc'haj eget o sevel dek pennad. » mutu ?????!!!!! N'och ket gouest da sevel ur pennad hep fazi ebet dre na wiriit tra gwech ebet, dallet mard oc'h gant ho prazoni ledanoc'h c'hoazh evit ho trougiezh (pa soñjan e oac'h bet kap da skrivañ « N'eo ket mat evit da yec'hed » d'an implijer Trec'hlid mitonet un nebeud mizioù 'zo ! MEZHUS !).
Feuket oc'h dre ma teu un den eveldon, pell wanoc'h e vrezhoneg evidoc'h, da reizhañ ar sotonioù divent a skrivit a-hed ho pennadoù. Ganin-me eo e oa bet skrivet « Ar ridell eo ar faout etre an div feskenn. » ? Hag e kredit kendelc'her da reiñ kentelioù d'ar re all da-c'houde ? Ma vefe bet chomet oberiant merourien 'zo e vijec'h bet skarzhet da vat, evel er Wikipedia gallek (bloqué indéfiniment pour abus de faux-nez. --Gribeco (d) 12 juin 2008 à 17:57 (CEST) ha, sur a-walc'h, e vefe peoc'husoc'h HOR Wikipedia.
Peursur on e oa bet savet ar gerioù « Les cons, ça ose tout. C'est même à ça qu'on les reconnaît. » gant Michel Audiard o soñjal ennoc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2018 da 08:44 (UTC)[respont]
Pe ennout, peogwir e oamp anavezet hon daou gantañ, kouda?
Ne gomprenez ket c'hoazh eo par an holl er wikipedia, n'eus ket eus tud "gwan o brezhoneg", met pennadoù da zifaziañ, hag e c'hall pep hini difaziañ ne vern petra. Hag ar spered n'eo ket "difaziañ an dud", met ar pennadoù, evit kinnig anezho d'al lenner.
Pa vezer bet eurvezhioù o tastum danvez da sevel ur pennad dereat ne vez ket plijadur o welout dorn ebet o lakaat sklabez ez labour.
E-lec'h randoniñ a-hed hag a-dreuz db an dud rafes gwell komz eus labour. Labour vat a reomp holl pa ne beg ket ar c'hoant klask tabut e kroc'hen lod ac'hanomp, ennon koulz hag ennout pe e re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Mez 2018 da 15:28 (UTC)[respont]

Re a lapach : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bécassine_%21&type=revision&diff=1796391&oldid=1796390

Da bep oad e c'haller deskiñ un dra bennaket :
— A-raok kregiñ ganti emaon o vont da c'houlenn digant pep kuzulier mouezhiañ evit ma vefe dalc'het ar vodadeg-kuzul-mañ kenetrezomp. [...]..., e-barzh Brezel ar Rigadell gant Goulc'han Kervella, Al Liamm, 1994, pajenn 17...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2018 da 09:14 (UTC)[respont]

Ya, da bep oad e tesker. Ha desket em eus ne vez ket implijet derc'hel n'eus forzh penaos. Ha derc'hel ur vodadeg, awenet kreñv gant ar galleg (met troioù-lavar gallek all zo e brezhoneg, evel "ober gwad fall" evel ouzout) n'eo ket ken gwazh ha "derc'hel ur rakvannadenn". N'in ket da reizhañ an holl bennadoù ma laki kemend-all, ma fell dit ober, met en ur pennad m'am eus degaset ouzhpenn an tri c'hard eus an danvez, ha tremenet eurvezhioù ouzh en sevel, e kredin reizhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Mez 2018 da 15:28 (UTC)[respont]

Ha peogwir ho peus « desket ne vez ket implijet derc'hel n'eus forzh penaos. » ez eo ret deoc'h ober goap ac'hanon o skrivañ Ne vez ket "dalc'het" ur rakvannadenn ... gant an dorn? ?

  • Genaouien 'ta an holl re o devoa kenlabouret da skrivañ an termenadur
2. (db. an darvoudoù, al lidoù, ar gouelioù ma voder tud) Aozañ udb., e lakaat da c'hoarvezout en ul lec'h. er bajenn 259b eus GbAH ?

Petra zo da lâret diwar-benn un den eveldoc'h hag a dremen e amzer o chupennañ war implijerien 'zo ingal ? Mann ebet, evel-just !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Mez 2018 da 16:06 (UTC)[respont]

Kement tra vo laret dirakout, a vo treuzkomprenet a-youl, evit klask ober ar gwashañ droug, kustum on. Te a gomz eus genaoueien, n'eo ket me. N'eo ket peogwir e fell dit diskargañ teil warnon e paouezin da fentigellat pa'm bo c'hoant. E-barzh ar vuhez ne vez ket an holl a-du, n'eo ket evit-se e tirollont war-zigarez ur ger. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mez 2018 da 17:05 (UTC)[respont]