Ronan Dantec

Eus Wikipedia

Ronan Dantec, bet ganet d'ar 5 a viz Eost 1963 e Brest (Bro-Leon), a zo ur skrivagner hag ur politikour. Emañ o tougen banniel ar Re C'hlas, ar strollad a zo bet kensavet gantañ e 1984.

Adalek 2001 betek 2011 e oa Ronan Dantec eilmaer Kêr Naoned, hag eilprezidant Naoned Meurgêr. Abaoe miz Gwengolo 2011 ez eo Ronan Dantec senedour Departamant Liger-Atlantel. Kuzulier ti-kêr Naoned eo ivez, oc'h ober war-dro ar vevdiseurtelezh, ha kuzulier Meurgêr Naoned.

Kinniget ha difennet en doa ar raktres Naoned Kêr-benn C'hlas Europa 2013.

Ronan Dantec a ra ivez war-dro gwirioù ar yezhoù rannvroel. Gouzout a oar un tamm brezhoneg. Skrivet en deus meur a levr diwar-benn ar vuhez pemdeziek e Breizh gwechall, bet embannet gant embannadurioù Ouest-France.

E 2014 en deus embannet bezañ a-du gant unvaniñ ar rannvroioù

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]